Devri

Kemper-Kaourintin / Kemper

Kemper-Kaourintin / Kemper

n. de l. Quimper.

I. Kemper-Kaourintin.

(1642) Cbr 1-12. E Qvemper Cavrentin.

(1659) SC I. Qvimper-Corentin. ●(1712) HB 583. Evit Gouel an Dedy eus an Ilis Cathedral a Guemper-Caurintin. ●(17--) CT 6/12c. da Quemper caurantin, de habitasion. ●(1716) PEll.ms 770. Kemper-Corentin. ●771. C’est Kemper que les gens du païs prononcent. ●(1732) GReg 773a. Qemper-Caurintin. ●(17--) OLLI 678A. Guers Græt gant Per ar Yan, var eur Maleur arruet e Quemper Corantin¸da sul ar Baçzion.

(18--) MILg 227 a. Guemper Kaourintin. ●(18--) OLLI 244. Cantic spir. E gloar Doue hac an Itron Varia Kdevot pehini he deus ur Chapel caër e Parres Ergue-Vras equichen Quimper Caurintin. ●(1827-1829) VSA 3463. dioses quemper corantin deus a eurs ar sitox. ●(1847) FVR 232. Enn Eskopti Kerne, e Kemper-Korentin. ●(1849) LLB 101. A Gimper-Korantin. ●(1863) ST 6. Ar Pont hag ar Faouet, ha Kemper-Kaourantin. ●(1865) FHB 6/47a. Mab d’eun advocad guiziec / A Guemper Caourintin. ●(1869) TDE.FB xixa. Kemper-Korintin. ●(1876) TDE.BF 334a. Kemper-Korentin.(1879) BMN 157. Mission Kemper-Corentin. ●(1890) MOA 25a. Kemper-Korintin. ●(c.1890) CFB 42. Kemper, Kemper-Odet, Kemper-Korentin.

(1924) ZAMA 7. du-ze war gein e varc'h-mein, etre daou dour Kemper-Korantin. ●(1927) GERI.Ern 274. Kemper-Korintin.

►Kemper.

(1659) SCger 176b. voarzu Kimper, tr. «vers Kimper.» ●(1688) TS B1/4. E Qvemper, / Gant Gualter Buitingh, Imprimer / 16 ha Librer eus an Escopti Guerné. 88. ●(c.1700) EK 23b. A so en quemper prisonniet. ●(1712) HB 575. en Ilis Cathedral a Guemper. ●(17--) CT 2/2c. ha ma retorn er baron da quemper adare. ●(1716) PEll.ms 771. C’est Kemper que les gens du païs prononcent. ●(1732) GReg 773a. Quimper est situé au confluent des Rivieres d’Odet, & de Theyr, tr. «Kemper, ou, ar guær a a Guemper, a so diasezet èn aber eus an diou stær Odet, ha Theyr.» ●(1744) L’Arm 318b. Quimpér. m. ●(1772) KI 485. mes en Explet a quemper. ●(1778) VOn 122. e Quemper, e ty an Itron Blot. ●(1789) SD 5. evel ez eo ordrenet dre Setanç an Autrou Senechal Quemper. ●Bremâ evit anaout mad pet Deputet [sic] a allo ho Parres digaç da Guemper. ●(c.1789) SD 8. ha cacit-hi d'an Autrou Mer a Guemper. ●(1797) SD 353. E Quimper, ar seizet devez a vis pluvios, ar blavez c'huec'h eus ar Republiq a Franç.

(1821) GON 4a. Ar géar a Qemper a zô é aber stériou Odet ha Teir. ●195b. É-trézé Kemper é choumm. ●(1829) IAY iii. Ansav a ran penos na m’eus heuillet nac ar bresonec pehini a guevomp en quen lies a levr all imprimet en Quemper, en Brest, en Leon pe en Montroulez. ●(1834) KKK 132. Leutananz Breiz-izel a c'henderc'hé eskoptiou Gwéned, Kemper, Kastel Paol ha Tréger. ●(1834) HEB 349. Goude beza accomplisset et bromessa, e retournas da Guemper. ●(1839) BESquillere 149. Sant Félix e zas ér bed é escobti Quimper, mil vlai pedost arlerh gannedigueah hur Salvér. ●(1847) FVR 91. a oa breur da Eskop koz Kemper. ●(1851) PENdast 53. e deveus skrivet eul liser / da c'hass deur c'hloarek da himper. ●110. eun disparti sincer arruet en Kemper. ●(1855) FUB 76. Kemper ar gaër. ●84. Person Kemper a zô skolaer. ●(1857) CBF 132. Kemper. (1860) BAL 155. e Landerne, er Faou, e Kemper, Concarne, Pont-Abbat, Gouaien, Enez-Sizun, Douarnenez ; etc. ●(1865) FHB 1/1. Ar paperiou a ve da gas da Guemper (…) An Abonamant a guemerer e Kemper. ●7b. e Quimper. ●47/369b. a ell rei ho aluzen en Ty-Kær, e Kemper. ●(1867) BBZ III 83. Da heul ar marc'hek ken da Gemper. ●(1867) TELrem 8. Iliz-veur Gemper ha Krozon. ●(1869) TDE.FB xixa. Kemper. ●(1869) FHB 228/147a. Pluguen zo eur barrez a 1600 den diou levik d’eus Kimper. ●(1869) FHB 243/269a. Parrez Molen, unan euz ar paresiou caera a escopti Kemper. ●(1876) TDE.BF 334a. Kemper.(1878) EKG II 310. E Quemper e ouent barnet ho zri d'ar maro. ●(1878) SVE 968. Kemper / Ar gaer. ●(1879) BMN 158. Hor missionner a gommansas dre Gemper, ar gear benn hag ar vrasa euz Breiz d’ar mare-ze, goude Roazon ha Naoned. ●(1890) MOA 25a. (Kemper.). ●(c.1890) CFB 42. Kemper, Kemper-Odet, Kemper-Korentin.

(1905) ALMA 28. par da re Charbonnel savet e Kemper. ●(1910) EGBT 129. Stank e oa gwejall an dud ac'h ê d'ober tro Breiz, evit pidi war beio an eskibien gentan eus hon bro, en Gwened, en Kemper, en Kastel-Pôl, en Landreger, en Sant-Brieg, en Sant-Malo hag en Dol. ●(1911) BUAZmadeg 235. Kemper.(1927) GERI.Ern 274. V Kimper. ●(1925) ARVG Ebrel 84. D’ar c’houlziou-ze e voe peurc’hrêt ilizou meur Kemper, Kastel-Pôl ha Landreger. ●(1934) BRUS 26. Pier e oè bet é Kempér. ●298. Kempér. (1935) LZBl Gwengolo/Here 149. tud fidel parreziou eskopti Kemper.

►Kemper-Oded.

(1732) GReg 668b. Qemper-odet. ●773a. Qemper-odet.

(1869) TDE.FB xixa. Kemper-Odet. ●(1876) TDE.BF 334a. Kemper-Odet. ●(1890) MOA 25a. Kemper-Odet. ●(c.1890) CFB 42. Kemper, Kemper-Odet, Kemper-Korentin.

(1927) GERI.Ern 274. Kemper-Odet.

►Kemper-Kernev.

(1983) GKDI 13b. D'an devez-se e Landerne, / E Brest hag e Kemper-Kerne, / Saverien-yer en dienez, / A youh d'an oll o faourentez.

►[appellation révolutionnaire] Menez-war-Oded.

(1847) FVR 201. Kemper, [a deuaz] Mene-war-Odet.

►eskopti Kemper.

(1790) SD 63. ha dre an niver brassa eus o moeziou ez omp galvet da Escopti Quemper.

(c.1890) CFB 131b. ar roue Gralon a fellaz d'ezhan sevel eunn eskopti e Kemper hac a lakeaz sant Kaorintin da eskop enn eskopti nevez-se.

(1904) SKRS I 48. Er bloaz 1882, eur belek euz eskopti Kemper a ioa o kuitât ar vro, evit mont da Vro Zaoz.

►Tud Kemper : habitants de Quimper.

(1789) SD 21. Rac-se tud Quemper a ro avis d'o breudeur ha mignonet.

II.

(1) Croyance sur les origines troyennes des Bretons.

(1732) GReg 424b. Ar guear a Roum a so bet savet gand Romulus, ha Qemper gand Corus deuët vès ar guear a Droa, var a lavarér.

(2) Dicton.

(1855) FUB 86. Trivéder Kerné / Person Kemper a zô skolaer, / Ann hini Erc'hié-Vrâz marrer, / Ann hini Elliant falc'her.

(3) Dicton.

(1878) SVE 965. Personn Sant-Vaze a zo pomper / Personn Sant-Kaourintin a zo kouezer.

(4) Devinette de Poullan (comprendre : « nadoz an dilhad »)

(1879-1880) SVE 207/136. Pere e stanka roudou a basse war bont Kemper da zevez foar sant Kaourintin ? – Roudou ann nadoz.

(5) Dicton.

(1855) FUB 76. Kastell, Santel. – Kemper ar gaër. – Oriant ar c'hoant. ●(1878) SVE 968. Kastel / Santel, / Kemper / Ar gaer, / Oriant / Ar goant.

(1907-1908) FURB 14/74. Kastel Santel. - Kemper ar gaër. - Oriant ar c'hoant.

(2003) TRMOR 30. Kastell santel / Kemper ar gaer / Oriant ar goant.

(6) Formule enfantine.

(1882) SVE 218. Ia, da Gemper, ia d'ar Pont... / Da Bon'-'n-Abbat e renker mont / Da vit brignon hag halon, / Da ober souben d'ann intron.

(1975) BRUD 50/13. Ya, da Gemper, ya d'ar Pont, / Da Bont 'n Abad e ranker mond / David brignon hag halon (holen) / Da ober soubenn d'an Itron.

(7) Formule enfantine (Goulien).

(1882) SVE 218. Ia, da Gemper, ia, d'ar Pont... / Da Boul-Dahu 'renker mont / Da glask bara d'ann intron / A n-euz droug en he c'halon.

(8) Formule enfantine (Douarnenez).

(1882) SVE 218. Ehudo ! da Gemper, / War or marc'hik gwer; / Ehudo da Baris, / War or marc'hik gris; / Ehudo ! da Boul-Dahu, / Da gerc'hat paneradou ehu.

(1975) BRUD 50/6. Ehudo ! da Gemper, / War or marhig gwer; / Ehudo da Bariz, / War or marhig griz, / Ehudo ! Da Boulldahu / Da gerhad paneradou avu.

(9) Formule enfantine.

(1957) SKOL 5/13/72. Hei da Gemper, hei d'ar Pont ! / Da Bont-'n-Abad 'ranker mont, / Da glask amann d'an Itron / Eus diwar ar maez, / Na gav ket mat soubenn al laezh. ●(1975) BRUD 50/9. Hei da Gemper, hei d'ar Pont ! / Da Bont 'n Abad ranker mond, / Da glask amann d'an Itron / Euz diwar ar maez, / Na gav ked mad soubenn al laez.

(10) Mimologisme (cri du pinson, Ploneis).

(1882) SVE 252. Piou, piou, piou, / Zo eet da Gemper hiriou ?

(1975) BRUD 50/26. Lavaroud a ra ar pintig d'ar re hanter-vezo : / Piou, piou, piou, / Zo aed da Gemper hirio ?

(11) Rimaille.

(2000) TPBR 158. Heido ! Marc'h Hamon / Da Gemper da gât bonbon, / 'Vit bonbon ha bara mat, / Da Gilda hag e dad / Hag un tamm diwar ar samm, / Da Gilda hag e vamm ! / Drein, drein, dreist an drein ! / Dreist ar poulloù hag ar vein / Drein, drein, dreist an drein ! / Kilda bihan war e gein.

(12) Rimaille.

(1957) SKOL 5/12/65. Deizioù ar sizhun. Dilun, dimeurzh ha dimerc'her, / Ha diriaou ha digwener, / Disadorn o vont da Gemper, / Ha disul o tont d'ar gêr. ●(1975) BRUD 50/21. Dilun, dimeurz ha dimerher, / Ha diriaou ha digwener, / Disadorn o vond da Gemper, / Ha disul o tond d'ar gêr.

(13) Rimaille (extrait).

(1975) BRUD 50/47. Me 'm-eus gweled eun ounner vloaz, / A zouge Kemper war he skoaz, / Brest ha Rekourañs war he lost, / Ha c'hoaz ez ae ganto d'ar post.

(14) Rimaille pour un jeu.

(1957) SKOL 5/2/2. Kemper, Baden, didanderr, / Kouli, Kalon, kantiferr ! / Sezailh, Batailh, pimp pouf louf ! ●note d’Armañs ar C'halvez : « An hini a gouezh "louf" gantañ a zo er-maez. »

(15) Rimaille (extrait).

(1975) BRUD 50/50. E-mesk an traez hag ar bili, / O teski neuñv d'an houidi, / Em-eus gweled eun ounner vloaz / A zouge Kemper war he skoaz, / Ha Landivizio war he lost, / Ha c'hoaz ez ae ganto d'ar post.

(16) Expression.

(1986) HYZH 169/133. priachoù Gemper. (entendu à Plozevet).

(17) Expression.

(1996) GESI 113. Aze e c'hwezh an avel gwashoc'h evit 'barzh Foran Toull al Laer 'bar' Kemper, am eus bet klevet alies digant ma mamm.

III. Blasons populaires : voir Bourledenn, Glazig, kouilh .2.

IV. Nom de famille : voir Kemper-Gwezhenneg.

V. [Toponymie locale]

(17--) CT 118/975-976. demp de Locmaria ha ni di hane / dre ar Cabusunet da vouelet Sant-Vaze.120/982-985. Orsa, leveret din pelech eman er Guefdet, / herve ma ententant eur chapel gar meurbet. / Mar deomp dre Boucheri hi he goulo ember; / tremenomp dre eni da laret on pater. ●(1732) GReg 174a. mesq-laguenn. & mesq-cloaguenn, nom de la boucherie de Quimper. ●476a. Ar Gueauded, ar guevded, an Intron varya ar guevded.494a. la Tourby à Quimper. Tour-hiby. an tour hiby.727a. Plaçzenn sant Caurintin. ●727a. Plaçzenn douar an Ducg. ●773b. Le château de Quimper, An Tour-hiby. an Tour-hivy.

(1834) HEB 349. ar miracl-mâ a so arruet ebars ilis Sant Corantin. ●(1865) FHB 1/1. An Abonamant a guemerer e Kemper e ti Kerangal, ru ar Guiguerez, N° 18, pe e ti au Aotrou Salaun, e ru Kereon. ●4/27b. Epad tri bloaz ma choumaz e Kemper, e prezegaz bep sul ha bep gouel enn iliz Sant Vaze. ●11/88a. Ilis Loc-Maria Kemper so hano d’he c’hempen ha d’he nevezi. ●20/158b. An ti-se, anvet guech-all Ti al Likes, pe ar Seminer bihan, a hanver brema, Pansionat pe Scolach Santez Mari. ●34/272b. Scol Santez-Mari, hanvet guech-all Scol al Likês, a zigoro d’ar zadorn, 30 a vis guengolo. ●47/369b. a ell rei ho aluzen en Ty-Kær, e Kemper. ●(1865) GAL 479. va speret ho kuel holl asamblez hag a red buhan eus a Gerfeunteun da Boul-Haon. 486 Kenavo, kerent ker : da zevez Pardounn Lok-Maria. ●(1867) BUE 90. Iliz san Kaourentin e Kemper. ●(1869) FHB 205/239b. E Kemper en dëun, ma vise tôled lod eus tiez kear dreist ar ster, dreist ar ganol, en tu m’ema Loc-Maria. ●(1870) FHB 274/104b. Kemper en deus bet ive eun tam encrez diguener diveza. Vardro unneg heur dioc’h ar mintin an tan zo croget en eun ti er ru Nevez. ●(1876) TDE.BF 402b. Likes. ●(1878) SVE 965. Personn Sant-Vaze a zo pomper, / Personn Sant-Kaourintin a zo kouezer. ●(1879) BMN 158. Prezeg a rea bep sul ha bep gouel e parrez Sant-Vaze. ●158. ne vancas ket da vont bemdez da gouent Loc-Maria. ●159. Ne oa ket aoualc’h da Zom Michel boda en iliz Sant-Primel hag en iliz Santez-Madalen ar vugaligou en dro dezhan. ●(1888) OLLI 528. Crim terrubl Melin Len-du en qichen Quemper. ●(1890) MOA 25b. Sant-Korintin (Kemper) ; Sankorintin. ●26a. Sant-Vao.

(1906) FHAB Du/Kerzu 360. e traon menez Fruji. ●(1911) BUAZmadeg 851. a ruillaz var ar pave e ru Santez Katell.(1924) FHAB Meurz 93. hag e oa o chom er ru Denval [= rue Elie Fréron, aujourd’hui] (…) o chom e Kemper, e plas an aman. ●(1924) ARVG miz here 218. ti-skol al Lykès. ●(1931) FHAB Gwengolo/336. e Kemper ostaleri an Ti Bras, hini an Tok Rus hag hini ar Penn-Du. ●(c.1932) JESE 1a. Breman ez eus eïz vloaz e Lez-Varn-Veur Kemper / E oe barnet Seznec tamallet 'giz muntrer. ●(1933) BREI 319/3d. El Likez e krogas d'ober e studi. ●(1935) SARO 27. Diwezatoc'h korf sant Ronan a voe roet da Iliz Veur sant Kaourintin, el lec'h ma c'hoarvezas meur a virakl. ●50. e Sant Vaze-Kemper. ●88. hag e oa e tro ar ru Verdelet hag ar ru a gas da Gerfeunteun. ●(1938) BRHI 173. rue Sant-Vao. ●(1941) ARVR 22/3a. a bigne gant krec’henn Ludu-Du. ●(1964) BRUD 17/29. war blasenn Sant-Vao.(1971) LLMM 147/268. Mont a reas betek harz ar c’harr-boutin war gae an Oded. ●149/405. Emañ o chom war Menez Fruji. ●(1972) SKVT 32. Ma krede din e oa deut holl vrini ar Menez Frubi da gludañ e-barzh va zi. ●(1974) THBI 217. Dreist Menez Frubil an heñv oa glaz tener. ●(1996) GESI 113. Aze e c'hwezh an avel gwashoc'h evit 'barzh Foran Toull al Laer 'bar' Kemper, am eus bet klevet alies digant ma mamm.

VI. Kaout liv krampouezh Kemper : voir krampouezh.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...