Devri

Yeoded

Yeoded

n. de l. Ar Yeoded : Le Yaudet (Ploulec’h).

I. Ar Yeoded : Le Yaudet.

(1844) GBI II 202. Da Blouillo na efet ket, / D'ar Jeodet 'm eûs lâret monet. ●(1847) GBI I 126. D'ar pardon-braz na iefet ket, / Rag 'ma 'nn awell di-war 'r Ieodet. ●(1850) PENgwerin4 7. Da pevar pot iaouank e zeo gret / E vond da bardonnan d’ar Ieodet. ●(1851) PENgwerin6 113. List ar plac’h da vond d’ar Iodet. (...) gant ar dud e vond d’ar Ieodet. ●(1854) GBI I 336. D'ur plac'h iaouank bet anleuvet, / War hent Leon, 'vont d'ar Ieodet. ●(1863) GBI I 216. D'ar Ieodet ha d'ar Folgoat ha da Zantes-Anna, / D'ann otro zant Matilinn prometet mad am boa. ●(18--) PENdast 325. Troet eo an avel er Ieodet. ●(18--) PENdast 348. dar plac'hik yaouank e vond dar ieodet. ●(18--) PENgwerin9 178. gant an dut evont dar yeodet. ●(1883) MIL 80. evel da bardon Remengol, ar Folgoat, ar Yeaudet, Guengam pe santez Anna-Vened. ●(1886) ADBr II/76. Piar plas kèr a devot e zo barh er Bretoneri : / Santes Anna e Guenet, sant Jehan er Folgoet, / Intron varia ag er Geusec, Sant Serwes beniget.

(1905) KBSA 136. Digouezout a reas a-benn eur frapad e kêr ar Yeoded. (1918) KRVT 272/2d. e vo benniget ar mor ha listri ar Yeodet. ●(1935) BREI 411/4b. Ma oa nebeutoc'h a dud er Yeodet (...) Yeodediz, en gwirione, o deus rentet d'ar Werc'hez, er bloa-man, eun enor dreist. ●(1973) TONA XIX 671/11833. Le Yaudet, Ar Geoded, La Cité, Dans les textes anciens : Coz Guaudet, Vieille Cité. – Selon certains auteurs, le Yaudet aurait été le lieu du siège épiscopal du Trégor primitif, da l'an 73 à l'an 859. – Pr. : Ar Yeoded. ●(1974) TDBP III 17. Ar re-ze a oa un drouz ganto o faoutañ koad gwasoc'h evid disul er Yeodet gand ar pardon.

► Ar Gozh-Yeoded

(1732) GReg 216a. Coz-guevded.571b. Cos-gueauded.(17--) CSdogmael 11a. E lec'h m'edi ar Goz ieodet / Gwechall eur ger meurbet brudet. ●19b. Pemzek vla antier e eo bet / Escob ebarz ar Goz Iodet.

(1863) ST 6. Ha Loc-Mikaël-an-Trez, ar Goz-Iaudet ive.

(1909) BLYA 32. Pardon ar Goz-Yeodet. ●(1912) BUAZpermoal 875. ar veaj a reas d’ar Goz-Yeaudet, kichen Lannuon. ●(1918) KRVT 272/2d. pardon Itron Varia ar Goz-Yeodet-Ploulec’h.

II.

(1) Dicton.

(1974) TDBP III 17. Ar re-ze a oa un drouz ganto o faoutañ koad gwasoc'h evid disul er Yeodet gand ar pardon.

(2) Proverbe.

(1974) TDBP III 312. An hini a zav ar C'hrav-domm (ou : Grav-Maïdi) hep selled war e lerc'h, a vez dimezet ar bloaz war-lerc'h, tr. « celui qui monte la Côte-chaude (ou : la côte de Maïdi) sans regarder derrière lui (sans se retourner) se marie l'année suivante (cette côte, au Yaudet, est très raide) ».

(3) Croyance populaire.

(1974) TDBP III 347. Ur wech all e oa en em gavet e-kreiz an noz e-tal ar garreg vraz a zo aze er Yeoded a-uz da Draezenn-ar-Werc'hez hag e-nevoa gwelet ur nor o tigeri er garreg pa oa taol kentañ an henter-noz o son. Sklaer a oa en toull setu e-nevoa gwelet ur viñs a yae en douar. Diskennet e oa e-barz teir pe beder bazenn, med n'e-nevoa ket kredet mond pelloc'h. A-hervez, an hini a vije bet diskennet eno penn-da-benn e-nije gwelet ar Gêr a Iz.

(4) Dicton.

(1977) TDBP II 324. C'hwi a oa tud a lorh gwechall er Yeoded, tr. « vous étiez des gens fiers (des personnages importants) autrefois au Yaudet ».

III. Nom de famille.

(1970) NFBT 285 N° 2247. Yeodet (Le).

IV. [Toponymie locale]

(1974) TDBP III 347. Ur wech all e oa en em gavet e-kreiz an noz e-tal ar garreg vraz a zo aze er Yeoded a-uz da Draezenn-ar-Werc'hez hag e-nevoa gwelet ur nor o tigeri er garreg pa oa taol kentañ an henter-noz o son.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...