v.
I. V. tr. d.
(1) (religion) Introniser, installer.
●(1870) FHB 285/188a. evit troni an Tad Abbad. ●(18--) SAQ I 63. Sarmoun great evit troni eur persoun nevez e parrez Gouezec.
●(1915) HBPR 20. Ar bersounet, en devez ma vezint tronet, a ranko (...) toui sentidigez d'al lezen. ●70. district Brest a lavare e vije tronet, kousto pe gousto, persoun intru Plabennec. ●71. troni eur persoun en he barrez. ●(1942) LANB 5. Tronet e voe da sul ar Bleuniou.
(2) Nommer un tribunal.
●(1915) HBPR 177. Kerkent ha ma voe tronet an tribunal-ze.
(3) Installer une statue.
●(1943) FATI 134. d'an deiz ma oa bet tronet skeudenn an Itron-Varia er chapel savet eviti.
II. V. intr. Trôner.
●(1870) FHB 268/55a. Pa gleff ez eo hanvet an tad abad ezeu da drôni hag e rent da servicher Doue, an oll enor zo gleet de stad.