Devri

tapout / tapañ / tapek

tapout / tapañ / tapek

v.

I. V. intr.

(1) Tapout + nom verbal : Pouvoir, réussir.

●(1867) BUE 10. mar bije evit tapout mont dindan dorn ann iliz santel. ●(1896) GMB 695. pet[it] tréc[orois] taped 'm eus gwelet j'ai pu apercevoir.

●(1925) FHAB Du 435. mar tap ar re-ze donet war hon roudou ! ●(1926) ARVG (niv 7 gouere) 147. Dre forz zonjal, am eus tapet diluia ar gudenn.

(2) Être satisfaisant, suffisant.

●(1927) FHAB Genver 22. Re verr e skoulm an holl respontchou-ze ; hini anezo ne dap.

(3) Tapout keit-ha-keit : avoir les mêmes droits.

●(1872) DJL 44. N'hallo biken an oll tapa keit-a-keit.

(4) (en plt de vêtements) Tapout dre ub. =

●(1857) HTB 113. En eun taol berr, lec'h dilad, n'am euz gwelet nemet trulou e dro d'in, ha c'hoaz na dapent ket dre oll dreizoun.

(5) Tapout dre-holl : être partout à la fois.

●(1925) CBOU 5/72. ne vo ket eaz d'êzo tapout dre holl ; sikour o deus ezomm.

(6) (jeu) C’hoari tapout :

●(1941) FHAB Gwengolo-Here 89a. Bajenn = Bajenn d'it ! = tizet, tapet out bet, er c'hoari tapout.

II. V. pron. En em dapout.

A. V. pron. réfl.

(1) En em dapout da : se mettre à (faire qqc.).

●(1896) HIS 60. ol en dud hum dapas de hobér pénijen. ●69. Éañ hum dap enta de lén.

●(1913) AVIE 199. ha hui um dapou de skoein ar en nor. ●(1921) DIHU 116/203. ha kentéh ma um dapè de bredeg. ●(1925) VINV 51. um dapet me halon de saillein én-an.

(2) En em dapout : se mettre.

●(1921) DIHU 116/205. ean e grap, par ma hel, ar lein ur voten ma huéler a ziarnehi tour iliz S. Uisant, hag um dap ino ar benneu é zeuhlin.

(3) En em dapout : se tromper.

●(1908) PIGO II 36. Dampet, emeon, 'n em dapet am eus.

(4) En em dapout : se rattraper.

●(1936) FHAB Ebrel 135. N'eus ket d'an amzer evid en em dapa.

(5) Se blesser.

●(1978) BAHE 99-100/103. en em dapout : en em c'hloazañ.

(6) Se rattraper sur.

●(1981) LIMO 27 novembre. ni en em dapé ar er fréhaj.

B. V. pron. réci. S'attraper les uns les autres (jeu d'enfants).

●(1978) BAHE 99-100/103. evel ar vugale o c'hoari en em dapout en ur redek an eil war-lerc'h egile.

III. V. tr. d.

(1) Prendre.

●(1872) DJL 46. da dapa an tam guella deuz ar voastalen.

●(1907) AVKA 260. Pemp anhe a oa dibenn, a dapas ho lampo, kuit a gemer eoul. ●(1908) PIGO II 117. Tap eur marc'h ha touch d'ar gêr ! ●131. Julig a dapas eur skudel diwar an daol. ●(1929) MKRN 95. an dud o tapo ar pez a gavent evit en ambroug.

(2) Mettre, placer, poser.

●(1868) GBI II 14. Hag hen tapout he dorn neuze war he feutrin, tr. «et lui de mettre alors sa main sur sa poitrine.»

●(1907) DIHU 26/429. trohet unan a zehorn en Normand hag en tapet ar er plad. ●(1907) AVKA 185. Goude en tapas war e varc'h. ●(1910-15) CTPV I 33. Taped er belon ar en tañn, tr. «Mettez la poêle sur le feu.» ●(1919) BUBR 1/18. ne vije ket bet pell o tapout e grabanou war Vienne-ar-C'hastell.

(3) Revaloir (qqc. à qqn), prendre sa revanche.

●(1911) DIHU 71/247. M'en tapou dehon ataù.

(4) (en plt de maladies, etc.) Attraper, contracter.

●(1838) CGK 30. A neus tapet gloc'horennou a gren dost de centuren.

●(1905) DIHU 1/11. Tapet en des hou ronsed er virùidig, pautred. ●(1915) HBPR 75. hen dije tapet e fall. ●(1936) IVGA 70. turka ha tapout droug-dargreiz. ●(1967) BAHE 51/10. peadra da dapout he marv.

(5) (en plt de coups portés) Prendre.

●(1910) FHAB Eost 240. Penduff a dap eun taol bistroad hag a gouez d'an traon. ●(1919) FHAB Kerzu 181. p'o deveze tapet eul lipad, n'o deveze ket a c'hoant da zont endro. ●(1925) FHAB Du 432. abaoe al lip o doa tapet e milin Traon-ar-Run. ●(1927) FHAB Gouere 141. Tapa a ran (...) lopou. ●(1934) DIHU 276/91. Annaig en des tapet ul lordad get hé mam. ●(1972) SKVT I 181. Me bari 't eus bet ur bern droug, pa 't eus tapet ar votezad.

(6) (db. ar c'hrozadennoù) Entendre.

●(1927) FHAB Gouere 141. Tapa a ran langach. ●(1966) BAHE 50/36. Yennet e oa bet Jañ-Mai ha tapet en devoa kroz 'vat.

(7) Faire (une chute).

●(1927) TSPY 10. eun tarosennad am eus tapet aze. ●(1936) IVGA 55. Marianna an Ti-Moged he doa tapet eul lamm.

(8) =

●(1934) KOMA 64. Oh ! m'hen tapo tro pe dro.

(9) abstrait =

●(1909) FHAB C'hwevrer 51. eun disouezenn hag unan vad a dapint. ●(1956) LLMM 58/16. loariadoù 'veze e tapen diganti un distro lous gant ar strakell-se. ●(1965) LLMM 109/90. tapet he devoa ar wreg ar pleg da garnañ.

(10) =

●(1926) FHAB Genver 27. ne goueze en o godell nemed ar pez a dapent dre laer.

(11) Blesser.

●(1969) BAHE 62/49. aesaat ar c'herzhed d'e c'har bet tapet du-hont. ●(1978) BAHE 99-100/103. Tapout : gloazañ. Tapet em eus va dorn.

(12) Atteindre.

●(1903) ADBr xviii 350. na oa ket warnhan eur vlewen zec'h pa dapaz couscoudè an Enès-Veur. ●(1908) PIGO II 127. ne weled ket c'hoaz da dapout betek an doub. ●159. betek keit ma tape e zellou.

(13) Tapout ur banne : prendre un coup (à boire).

●(1872) DJL 24. Jakez a ghinig da Ian mont da dapa eur banne.

(14) Tapout an tu da : acquérir une valence technique.

●(1902) PIGO i 87. Bean ’oe darn anê hag a glaske tapout an tu d’ober jistr evel Arnus. ●(1964) ABRO 9. A-barzh pell em boe gouiziegezh war ar jedoniezh ha skiant ar verdeadurezh hag e tapis difazi an tu da embreger ar gouelioù, da roeñvat ha da sturiañ.

(15) Tapout douar : atterrir.

●(1904) KZVr Gouere. Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. (d'après KBSA 38). ●(1906) CDFi octobre. ha yao war-du an enezenn. Tapout a ra douar prestik. (d'après KBSA 123). ●(1906) BOBL C'hwevrer-Meurzh. ar marc'h a dap douar. (d'après KBSA 189).

(16) Comprendre, englober.

●(1883) MIL 225. Ervez an Tad dom Plaine, an Domnonee a dape pemp eskopti.

(17) Tapout ub. e droug =

●(18--) CST 52. N'oa ket boaz ar mevel paour da veza tapet e droug.

(18) =

●(1907) BOBL 10 août 150/3a. eur prosez a dapiet.

IV. V. tr. i.

(1) Tapout da = dont a-benn.

●(1910) MBJL 129. N'omp ket 'vit tapout da welet 'nê o tremen.

(2) Tapout ub. e ger =

●(1943) FATI 84. abalamour ma ouie e oa eun tammig hir he zeod ha m'he doa aon da veza tapet e ger.

(3) Tapout peg e =

●(1919) TOBB 42. Tapa a reaz pek en A. Smet. ●(1926) FHAB C'hwevrer 56. an dispac'her Bretard a roas urz da dapa peg en Aotrou hag en Itron Koataudon. ●(1955) STBJ 169. da lavarout eo da dapa peg en o diouskoaz hag en o zreid.

(4) Tapout krog e : se saisir de.

●(1888) SBI II 178. tapout crog en hes bleo, tr. «prendre prise en tes cheveux !»

●(1907) AVKA 52 Goude e tapas krog en he dorn d'he sikour da zevel. ●(1911) BUAZperrot 21. Lusian a deuas da c'houzout edot o klask an tu da dapa krog ennan. ●(1913) FHAB Ebrel 125. Pa yea droug ennan, e tiskare unan ac'hanomp, e tape krog en e dreid, hag e stroppe ar re all gantan evel gant eur vaz-kloued. ●(1975) BAHE 87/8. c'hoant o doa da dapout krog e porpant ar pilhaouer ha da lakaat manegoù dezhañ. ●(1977) BLGW 197. tapit krog e kitern ar Bleiz.

(5) Tapout e : se saisir de.

●(1909) KTLR 19. hag e meuz tapet ne lost.

V. V. impers.

(1) Tapout gant ub. : réussir, s'en sortir.

●(1906-1907) EVENnot 5. (Bugelez) C'houllen ket gwelet ma fotr o vont da Bariz rak n'e ket gant 5 real bemde n'ije goneet e tapje gantan, tr. «nouerait les 2 bouts.» ●(1919) BUBR 6/162. Penaos (...) e teuyo hon c'hompagnunez a-benn. Tapout a ra ganti koulskoude.

(2) Tapout gant ub. ober udb. : réussir à faire qqc.

●(1988) TOKO 19. war zin bezañ 'n em dromplet, e tapas gand Job ober eun tamm friko.

VI.

(1) Tapout e dailh : voir tailh.

(2) Tapout d'ar pesk ebrel : voir pesk.

(3) Tapañ e sac'h : voir sac'h.

(4) Tapout ur c'hravazh : voir kravazh.

(5) Tapout ar razh da : voir razh.

(6) Tapañ lapined ruz : voir lapined.

(7) Tapout e zivskouarn a-dreñv : voir divskouarn.

(8) Tapout war e ched : voir ched.

(9) Bezañ tapet war e duriadenn : voir turiadenn.

(10) Tapout un distro lous : voir distro.

(11) Tapañ skrilhed gant bazh ar yod : voir skrilhed.

(12) Bezañ tapet etre an dour hag ar c'hler : voir dour.

(13) Bezañ tapet etre daou dan : voir tan.

(14) Mezhek evel ul louarn bet tapet gant ur yar : voir louarn.

(15) Tapout e stal : voir stal.

(16) Kaout ur genoù da dapañ kelien : voir kelien.

(17) Tapout ar c'hi e-lec'h ar c'had : voir ki.

(18) Tapek ar bleiz : voir bleiz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...