Devri

tamall / tamallout .2

tamall / tamallout .2

v.

I. V. tr. d.

(1) Blâmer, reprocher.

(1530) Pm 130. Ouz da map net groa ma trete / Rac aoun am goall nam tamallhe, tr. «Avec ton fils opère entièrement ma réconciliation, / De crainte qu'il ne me blâme pour ma faute.»

(1659) SCger 15a. blasmer, tr. «tamall

(1824) BAM 181. Mar tamallit ar re a so azioc'htoc'h, grit-e gant respet evito. ●(1855) BDE 194. n'em zamalled quet én hou s'arfleu. ●(1869) FHB 240/241b. tamallet ar c'hreg dibordet ha divez-ze.

(1902) MBKJ 186. Lod hon doug d'ober droug, hag hon tamall goude-ze. ●(1910) MAKE 46. va zamallout er c'hiz-se ! ●(1913) AVIE 129. Er roé Hérod e oé bet (…) temalet get Iehann, én arben ma oé diméet d'Hérodiad. ●(1925) BUAZmadeg 288. e klaskaz he zua, en eur damall anezan e gaou. ●(1929) MANO 39. Evit ma ne vefe ket tamallet hini all ebet, Mikael en em ziskuilhas heb aon. ●(1958) Evit komz heñvel ouzh ar wirionez n’eo ket an daou baotrig eo a vije da damall abalamour d’ar skol.

(2) Tamall udb. da ub. : reprocher qqc. à qqn.

(1659) SCger 174a. tamal al laëronci da, tr. «reietter le larcin sur &c.»

(1839) BESquil 426. a pe demallou d'oh hou crueldæt. ●(1866) LZBt Gwengolo 193. tamall d'imp hon-unan hon gwakder.

(1906) KANngalon Mae 107. Da biou tamal ar falloni-ze ? ●(1911) BUAZperrot 358. ar pez a damaller d'an torfetour. ●(1926) FHAB Kerzu 442. Kement kammed a ra ar beleg a-ziavêz d'an Iliz a vez tamallet d'ezan. ●(1947) BIKA 31. Tamall d'in beza eul lonker gwin, te, ar brasa chuker a zo en departamant.

(3) Tamall ub. diwar-benn udb. : accuser de qqc.

(1878) EKG II 61. e c'hellan lavaret d'eoc'h oc'h tamallet divarbenn goall-draou.

(4) Tamall udb. en ub. =

(1907) AVKA 2. Santel a oant ho daou, hag ho bue ken evn-skoueriet war c'hourc'hemeno Doue hag e gemeno, ma na vije netra da damall enhe. ●(1911) BUAZperrot 284. Krusifiit hen hoc'h unan neuze, evidoun-me, ne gavan netra da damall ennan.

(5) =

(1847) MDM 22. tamall kals direizamand kear.

(1907) FHAB Genver/C'hwevrer 14. da damall e gaou hon oll oberou.

II. V. pron. réfl. En em damall : s'accuser.

(1790) MG 133. ne mès quet de hum demall en em behai biscoah dissèntétt doh-t'hi.

(1911) SKRS II 151. Evit eun tad, ez eo eun dra goal stard en em damall he unan dirag he vugel. ●(1911) BUAZperrot 228. ar bec'herien a deue d'en em damall dirazan. ●817. Tenn eo en em damall. ●(1936) PRBD 126. ar re a deu d'en em zamma, d'en em dammal. ●149. paz er er gador-gofez nez er ket da gonta e bec'hejou, met da en em damall da veza graet anezo.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...