Devri

sutal / sutañ

sutal / sutañ

v. intr.

I.

A. Siffler.

(1499) Ca 54a. Czutal en huybanat est idem.

(1659) SCger 110b. siffler, tr. «sutal

(1876) TDE.BF 599b. Suta, sutal, v. n., tr. «Siffler avec un sifflet ; p. sutet

(1924) FHAB C'hwevrer 62. sutal ken kaer hag ar voualc'h pe an drask. ●(1954) VAZA 56-57. Hag i o sutal, oc'h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement.

B. par ext.

(1) (en plt d'un projectile) = trouzal gant an tizh.

(1872) ROU 103a. Siffler, en parlant d'un corps mu ou lancé avec force, tr. «sutal.» ●(1877) BSA 264. hag alies, m'hen assur d'eoc'h, o deuz clevet ar bolodou o sutal endro d'ezho. ●(1878) EKG II 123. me am beuz klevet ar boulejou o sutal dreist va fenn hag abiou d'ign.

(1915) MMED 8. ar boledou a zute. ●37. bouliji bian ar fuzuillou o sutal hag ar bouliji bras o strakal. ●120. Klevet a reas meur a gant gwech guenan ploum o sutal e kichen he ziouskouarn, mes ne oue ket tizet gant hini ebet.

(2) (en plt du vent) Faire un bruit sifflant.

(1877) BSA 120. an avel dijadennet a gane hag a sute. ●139. An avel ne zioula tam, sutal a ra guassoc'h-guass.

(1931) KANNgwital 337/3. Met an avel bis a zute hag a yoa yud var an doen.

II. sens fig.

(1) Marcher droit, bien fonctionner.

(1948) KROB 3/6. Ma vefen bet mer, me, ya, me Glaoda ar Bras, ho pefe gwelet an traou o sutal er barrez, n'eo ket evel bremañ !

(2) Ken a sut : tant que faire se peut.

(1909) FHAB Du 345. ha tân ken a zuto.

(3) Dire.

(1912) CHEG 22. Hag arabat eo d'eoc'h (...) dont da sutal d'in emaon a-ratoz kaer o tenvellaat an daolen.

(4) =

(1936) IVGA 20. hag evit sevel eun delwenn da glota gant meurded an iliz-se, e c'helle sutal.

(5) Coûter cher.

(1924) NFLO. les cochons sont chers, très chers, tr. «sutal a ra ar moc'h.»

III.

(1) Kas da sutal : envoyer promener.

(18--) SAQ ii 254. Kerz da sutal gant da c’hourc’hemennou.

(1905) (L) Y.-V. Perrot ALLO 76. Kea da zutal / Diwar va zro, nouch, amboubal ! ●31. It pell ac'halen da zutal. ●(1909) (L) K. Jezegou KTLR 81. Gortoz, gortoz; kaer a vo rei d'id, te 'c'houlenno atao guelloc'h : kea da sutal. ●(1922) *Alan Yann IATA 16. Ha me a c'helfe kas ar c'hoz mouns bihan-ma da zutal. ●(1923) (L) Y.-V. Perrot AAKL 35. To ! to ! to ! n'eo ket dirazon-me eo e vez graet an azen evel-se ! It da zutal. ●(1923) (L) K. Jezegou KNOL 126. Da wreg adarre ! Kea da zutal gant da wreg. ●(1957) (T) *Jarl Priel AMAH 252. E veze pedet gant va zad ha me da baouez, met kaset e vezemp ganti da sutal. ●(1970) (T) E. ar Barzhig BHAF 23. Mamm-goz he-doa kaset ostaleri ha kenwerz da zutal.

(2) Kas da sutal brulu da Venez Are : voir brulu.

(3) Kas da sutal brulu da bark an aod : voir brulu.

(4) Kas da sutal brini war Menez ar C'hailhoustr : voir brini.

(5) Sutal gant e voz : voir boz.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...