Devri

stank .1

stank .1

adj., adv., pron. & m.

I. Adj.

A. Attr./Épith.

►[en plt d'une chose]

(1) Abondant, dru, épais.

●(1633) Nom 221a-b. Nuber : pluye espesse : vn glaò stancq.

●(1659) SCger 46a. dru & espais, tr. «stanc.» ●173a. stanc, tr. «espais.» ●(1732) GReg 5a. Une pluye abondante, tr. «Ur glao stanc ha fonnus.» ●357b. Épais, rempli, abondant, tr. «Stancq.» ●Un bois épais, tr. «Ur c'hoas stancq.»

●(1876) TDE.BF 587b. Stank, adj., tr. «Abondant, nombreux, non rare.»

●(1908) PIGO II 121. Eur c'houezenn stank a bizenne war e dal. ●(1930) DIHU 231/139. ur varùen stank. ●(1935) ANTO 50. eur c'hlizenn stank a rae. ●(1942) DHKN 94. Flankadeu stank en doè tarhet, korveu lahet ér gognelleu e saùè a verneu, bet lein er magoérieu.

(2) (en plt d'une matière) Dense.

●(1964) ABRO 41. En un takad bennak eus an enezenn, e oa pri-prad stank ha fetis.

(3) (en plt d'une plantation) Touffu, dense.

●(17--) ST 330. eur radennek stank, tr. «une fougeraie bien fournie.» ●(17--) VO 76. ur hoæd stanq hac ihuél.

●(1849) LLB 1118. Koedeu stank. ●(1876) TDE.BF 587b. Ar gwez a zo stañk ama, tr. «les arbres ne sont pas rares ici.»

●(1955) STBJ 9. brouskoajou stank leun a geuneud-med. ●(1954) VAZA 163. Bez’ eus a bep tu dezho ur menez meinek, pikoloù re a-wechoù, gant koadeier stank eus an traoñ d’an nec’h.

(4) (en plt de qqc. d'abstrait) Qui se voit, se rencontre souvent.

●(1869) SAG 130. Honestiz an dianveaz a zo stank hag eaz avoalc'h ; istim an diabarz a zo dibaut avat, a chansuz braz.

►[en plt de plusieurs choses, personnes, animaux]

(1) (en plt de gens) Serrés les uns contre les autres.

●(1907) PERS 207-208. an dud neuze a vije ker stank ma ranket digerri hent dirazhan.

(2) Nombreux.

●(1849) LLB 1751. [guérein] Stankoh eid er grezil é koéh ag er hogus. ●(1876) TDE.BF 587b. Stank, adj., tr. «serré, épais.» ●(1876) TDE.BF 587b. Ar chatal n'iñt ket stañk ama, tr. «le bétail est rare ici.»

●(1903) MBJJ 93. n'eo ket stank dre man an andonio. ●(1904) SKRS I 193. Stank avoalc'h eo an dud a zeu gantho ar ger «diaoul» aliez-aliez. ●(1910) ISBR 229. stank e oé er prinsed e oé chonjet geté diméein d'Anna. ●(1915) MMED 332. – Riskl a zo, eme ar zoudard, rak an tennou a zo stank. ●(1936) LVPR 100. Eno, eo stank ar vugale hag a deu war an douar mac'hagnet.

(3) Fréquent, nombreux.

●(1839) BESquil 131. er miracleu stanque e hroé.

●(1920) FHAB Genver 214. Epad niver a vloaveziou e oe krogiou start, emgannou stank. ●(1933) MMPA 107. Petra a zo kiriek d'ar prosezou, d'al laeronsiou, d'ar muntrou ken stank hirie, ma n'eo ket an arc'hant milliget ?

B. Attr. Bezañ stank : se produire, arriver souvent.

●(1933) FHAB C'hwevrer 66. ar viskoul ne vije ket ker stank war ar maez, ma karfe an dud derc'hel netoc'h o daouarn. ●(1942) DIHU 375/125. Met get fal amzér, ha stank e vezè, éh oè ret lakat er vugalé sah-ar-vah én diabarh.

C. Épith.

(1) Kribin stank : sérant étanche.

●(1732) GReg 360b. Le seran étanche, tr. «ar gribyn stancq.»

(2) Roued stank : filet à mailles sont étroites.

●(1925) BILZ 103. Saïg Jelvest a rê ar besketerez, a-hed an ôd, gant rouejou stank : drag pe zein. ●104. rouejou stank, filets aux mailles plus sérrées.

(3) Krouer stank : crible fin.

●(1732) GReg 234b. Crible fin, tr. «Crouëzr stanq.»

(4) Dour-stank : eau stagnante, dormante.

●(1633) Nom 218. Aqua stagnans, reses : eauë d'estang, eauë croupie, qui ne court point : dour stang, dour sach.

II. Adv.

(1) Souvent, beaucoup.

●(1868) KMM 15. Brema e roer stanc an ano Mari er vadiziant. ●(1870) FHB 283/172a. Setu aman un dra iskis gouscoude hag a hoarvez stang. ●(1899) BSEc xxxvii 259 / KRL 24. Pa 'pezo eur mignon mad n'it ket re stank d'en guelt, tr. «Il faut avoir de la discrétion, de la mesure en tout, ne pas abuser.»

●(1942) DHKN 236. Ér gourenneu, stank é chomè er meud geton. ●(1942) DIHU 375/125. Met get fal amzér, ha stank e vezè, éh oè ret lakat er vugalé sah-ar-vah én diabarh.

(2) Très.

●(18--) SAQ I 119. skuiz-stank a bep tra.

(3) Abondamment.

●(1647) Am.ms 592. Ret eo deoch franc goud stang haranguy., tr. « Il vous faut librement savoir abondamment haranguer »

●(1872) DJL 15. ar goad a red stank bevech.

(4) Stekiñ stank : marcher vite.

●(1923) ADML 41. ar botred ïaouank a rog hent, o steki ouz kostez ar menez stank ha dilaz.

(5) Pikañ, skeiñ stank : marcher vite.

●(1896) GMB 489. pet[it] tréc[orois] piqañ stañk, tr. «marcher vite.»

●(1911) FHAB C'hwevrer/Meurzh 54. m'en asur deoc'h, e skoe stank kement a hast a oa gantan.

(6) Hadañ stank : semer serré.

●(1924) ZAMA 175. arabad d'it brousta da biz, nag hada re stank.

III. Loc. pron. ind. Stank a.

(1) Beaucoup de.

●(1906) HIVL 70. Stank anehé, é huélet kement a vurhudeu, en doé pléget d'er huirioné. ●101. mammenneu deur mingl, mat aveit er iehed ; stank e zou anehé ér mañnéieu Piréné. ●(1906) DIHU 18/308. bout zou stank a laeron. ●(1927) BBMT 8. Stank a dud e houllené getou pedenneu. ●(1937) DIHU 310/241. Bout e zo dré-zé stank a dud iouank.

(2) Ken stank a : autant de.

●(1867) FHB 134/236a. ne dorret ket ker stank a zrefen.

IV. M. Fait d'être serré.

●(1872) ROU 58. Ar stanc eo a laca an ed-se da veleni, tr. «c'est le trop dru qui fait jaunir ce blé.»

V.

(1) Stank evel ar grizilh : voir grizilh.

(2) Stank evel ar glizh : voir glizh.

(3) Stank evel raden : voir raden.

(4) Stank evel merien : voir merien.

(5) Stank evel brenn : voir brenn.

(6) Stank evel traezh ar mor : voir traezh.

(7) Stank evel ar gwenan : voir gwenan.

(8) Na vezañ stank e damouez : voir tamouez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...