Devri

skouarn .2

skouarn .2

f. & adv. –où d. divskouarn

I. F.

A.

(1) (anatomie) Oreille.

●(1499) Ca 182a. Scouarn. g. oreille dhomme. ●(1612) Cnf 5b. dre ma diu scouarn. ●(1633) Nom 17b. Auris : l’oreille : an scouarn. ●Capreolus : le bout de l’oreille : pen an scouarn. ●Auris meatus : l’ouuerture de l’oreille : an digor an scouarn. ●271a. Flaccus : qui a les oreilles lasches & pendantes : vuan (lire : vnan) en deus diuscouarn lausq hac á diuill, diuscouarn bodes.

●(1659) SCger 86b. oreille, tr. «scoarn, p. diouscoarn.» ●(c.1680) NG 1679. Cornë e scoharn deheu. ●(1732) GReg 678a. Oreille, l’organe de l’ouïe, tr. «Scoüarn. p. diouscoüarn, divscoüarn. Van[netois] scoarn. p. discoarn. scoaharn. p. discoaharn.» ●Le conduit de l’ouïe, le trou de l’oreille, tr. «Toull an scoüarn.» ●L’aile de l’oreille, sa partie superieure, tr. «Penn an scoüarn.» ●Le lobe de l’oreille, sa partie inferieure, tr. «Qicq an scoüarn.» ●(17--) FG II 3. caër oc’h eus joüal d’ham discouarn, tr. «vous avez beau pousser de hauts cris à mes oreilles.»

●(1849) LLB 252. ged men diwskoharn. ●1203. é tal é ziwskoharn. ●(1872) DJL 21. goude beza kravet eun tamig he skouarn glei.

●(1900) KEBR 14. Ar skouarn. ●An diskouarn. ●(1902) PIGO i 13. digor mad da ziouskouarn. ●(1910) MAKE 20. perc’hen da ziouskouarn vouzar. ●(1923) KNOL 269. troc’hit d’ezan e ziouskouarn a-resed e benn. ●(1935) BREI 392/2d. eun tammik kalapousenn e krap he skouarn.

►[au duel après un art. ind.] Un divskouarn : une paire d’oreilles.

●(1888) SBI ii 118. Eun diouscouarn deus ma mestrès a ra d’ei calz a enor, tr. «Deux oreilles a ma maîtresse qui lui font beaucoup d’honneur.»

●(1922) FHAB Gouere 212. abalamour m’en doa eun diskouarn hag eur mouë marc’h.

(2) Ober skouarn vouzar ouzh ub. : faire la sourde oreille.

●(18--) SAQ i 153. pa gendalc’her pell da ober outhi ar skouarn vouzar.

●(1902) MBKJ 237. Loiz XIV a reas skouarn vouzar. ●(1905) KANngalon Here 514. Rouanez an env ne reaz ket skouarn vouzar.

►absol.

●(1911) BUAZperrot 21. goaz a ze d’an den ma ra skouarn vouzar.

(3) Ober skouarn vouzar da udb. : faire la sourde oreille.

●(1958) LLMM 67/91. e rae al levier Percy Rutherford skouarn vouzar da safar ar ganerien.

(4) Teurel e skouarn : écouter.

●(1926) FHAB Here 392. Den ebed arôzan ne oa deut en e spered, tôl e skouarn da zelaou trouz ar galon ha finvadennou ar c’hreuz eus an den.

(5) Reiñ skouarn da ub., udb. : prêter l’oreille à qqn, aux dires de qqn.

●(1882) BAR 16. Allas ! roet en deuz scouarn d’an droug-speret. ●(1894) BUZmornik 76. rei skouarn d’ar seurt rambreou pe zorc’hennou-ze ? ●(1896) LZBt Mae 11. intent a ran e vo roet skouarn dehan.

●(1905) IVLD 191. rei a reont skouarn da zelaou rambreou eur verc’h hag a zonj d’ezhi beza guelet ar Verc’hez.

(6) Skouarn gaoc’h =

●(1947) YNVL 12. Kontrol da betra, skouarn-gaoc’h ?

B. Ouie de poisson.

●(1633) Nom 42b. Branchiæ : les oreilles des poissons : diuscoüarn an pesquet.

●(1732) GReg 682a. Ouïe, partie de la tête des poissons, qui s’ouvre, tr. «Scoüarn pesq. p. scoüarnou pesk.»

●(1925) DIHU 170/306. (Groe) Skoarn, tr. «ouie de poisson.» Dastumet get Bleimor. ●(1934) BRUS 256. L’ouie, tr. «er skoharn –eu ; duel : diskoharn.»

C. [en apposition]

(1) Kloc’h-skouarn : boucle d’oreille.

●(1838) OVD 206. Rebecca é receu clehiér-discoharne ha braguerisseu merhèd. ●234. er hlehiér-discoharne e receuas Rebecca.

(2) Bizoù-skouarn : boucle d’oreille.

(3) Ruilhenn-skouarn : boucle d’oreille.

●(1872) FHB 406/325b. rillennou scouarn aour.

(4) Kaoc’h-skouarn : cérumen.

●(1932) DIHU 250/53. É Guéned-Izél hun es ur gir eit Cérumen : kaoh-skoharn.

(5) Fank-skouarn : cérumen.

●(1499) Ca 82b. Fanc an scouarn. g. moeulle doraeilles. ●(1633) Nom 15b. Aurium marmoratum, cerumen : l’ordure des oreilles : fancq an diuscouarn.

(6) Skarzh-skouarn : cure oreille.

●(1732) GReg 241a. Cure-oreille, tr. «Scarz-scouarn. p. scarzou-scouarn.»

D. (en plt de qqc.)

(1) = (?) Fer d’une pelle (?).

●(18--) SAQ ii 154. var skouarn ar bal.

(2) Anse (d’un récipient, etc.).

●(1732) GReg 39a. Anse, ce qui sert à manier une utencile, tr. «scoüarn. p. scoüarnou.» ●Anse de Rechaux, tr. «Scoüarnou ur brasoüer.» ●Anses de barate, tr. «Scoüarnou ur c’helorn.» ●(1738) GGreg 35. scoüarnou ar pod, tr. «les anses d’un pot.» ●scoüarnou ar brasoüer, tr. «les anses d’un rechaud.»

(3) plais. Poignée de guidon.

●(1924) SBED 45. Ni iei ol ar un dro peb unan é varh-hoarn / Ha valéou nezé krog mat en é ziskoarn.

II. Adv. A-skouarn : auriculaire.

●(1964) LLMM 107/413. test a-lagad hag a-skouarn.

III.

A.

(1) Reiñ skouarn : écouter. Cf. prêter l’oreille.

●(1864) SMM 28 (L) G. Morvan. Ha meur a hini, o rei neuze scouarn d'an ærouant, o deuz serret outho ho unan dor an Env. ●(1889) ISV 158 (L) G. Morvan. Ar sclaf, o rei scouarn d'he gamarad, ne rea van euz a gement a lavaret dezhan a enep relijion Mahomet. ●310. Ha ni diodet ma'z omp, zo prest ato da rei scouarn d'ar re a voar blejal ha sklankat huela. ●(1896) LZBt Mae 11 (T). intent a ran e vo roet skouarn dehan.

●(1910) FHAB C'hwevrer 42 (L). Doue ra viro, kerent kristen, ne rofec'h skouarn d'ar re 'ro harp d'ar skoliou dissakret ha ne c'houlenfent nemet rei lamm d'ar skoliou kristen. ●(1925) BUAZmadeg 47 (L) Ao. Madeg. E leac'h rei skouarn da zelaou ar virionez.

(2) Bezañ ul lastez hir e skouarn : qui n’est pas très intelligent.

●(1959) BRUD 7/19 L. Inizan. Tamm fallagriez ebed en e gorv. Eul lastez hir e oa e skouarn. Komañs a ree c'hoari gand e voned pe «dapa lapined ruz» evel ma vez lavaret. ●25. eul lastez hir e oa e skouarn : un tammig re hir. Evelse e vez lavaret euz eun den berr e spered.

(3) Mont e skouarn ar c'had : se perdre.

●(1926) FHAB Mezheven 235 *Breizadig. Bep sul, setu adarre ugent lur, dek skoed, hanter-kant lur aet e skouarn ar c'had, debret en ostaleriou. ●(1942) VALLsup 132. D'un objet perdu on dit fam. : aet eo e skouarn ar c'had.

(4) Mont e skouarn ar c’had : être oublié.

●(1942) VALLsup 126. (La commission, le travail, etc.) a été oublié, tr. F. Vallée «aet e skouarn ar c’had T[régor] fam.»

(5) Bezañ e skouarn ar c'had :

●(1938) FHAB Meurzh 1938/74. Ne ouezan ket eus a belec'h e teu ar vugaligou er broiou all; er c'hornig douar ma'z oun me ganet, e teuont holl eus skouarn ar c'had e Menez Are. (...) En arvoriou, e leverer e vezont kavet, dindan ar c'herreg, etouez ar bizin. Tangi Malmanche a gont an hevelep tra en e gontadenn c'hallek «Kou le Corbeau» p. 10 : d'autant que je savais très bien comment se font les enfants et qu'on ne les trouve pas dans l'oreille d'un lièvre. ●(1960) PETO 65 (K) Y. ar Gow. Ganeomp hor bevañs, c'houi 'oar mat, / 'Vez don e skouarn hir ar c'had. ●(1962) LLMM 94/353 (K) Y. ar Gow. «Diwallit, va zud,» emezon, «e kouezhfe ar meud en ho torn rak ar susit-se, ma'z eus anezhañ, a zo e skouarn ar c'had.»

(6) Ober skouarn danav :

●(1945) DWCZ 88. An Aotrou hag an itron a reas skouarn tano.

(7) ... ar biz en e skouarn : voir biz.

(8) Pa gavin un neizh logod e skouarn ar c'hazh : voir neizh.

(9) Bezañ teñval e skouarn : voir teñval.

(10) Bezañ kroget ar big en e skouarn : voir pig.

B.

(1) Ober divskouarn d'ur babig : boire en l’honneur d’un enfant le jour de son baptême.

●(1955) STBJ 52 (K) Y. ar Gow. Evit heulia ar c'hiz, e veze dao troi en ostalidiou da bêa banneou en enor d'ar mevel nevez, evit ober diskouarn dezañ.

(2) Dont gant e zivskouarn d'ar gêr : revenir indemne.

●(1790) MG 176 (G) I. Marion. Eid-on-mé, ne mès meit pautrèt, trugairé Doué; ha m'ou lausq de ridêq èl léh ma carant : meit ma tei ou discoharn guet-t'ai d'er guær, ne oulennan quet davantage.

(3) Tommañ e zivskouarn da ub. : donner des gifles.

●(1790) MG 130 (G) I. Marion. rac m'hou pehai remerquét en em mès manquét d'em mam, me duemmou hou tiscoharn.

(4) Tapout e zivskouarn da brennañ a-dreñv : être sot.

●(1978) PBPP 2.2/447 (T-Plougouskant). Ne soñj ket gant hennezh e tap ma divskouarn da brennañ a-dreñv, tr. J. le Du «il ne croit tout de même pas que mes oreilles sont assez longues pour se nouer derrière /la tête/»

(5) Lakaat c'hwen e divskouarn ub. : voir c'hwen.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...