Devri

skignañ

skignañ

v.

I. V. tr. d.

A. Dissiper, disperser.

●(1499) Ca 189b. Squingnaff g. cest dessiper.

●(1659) SCger 103b. repandre, tr. «squigna.» ●172b. squigna, tr. «étendre.»

●(1876) TDE.BF 571a. Skigna, v. a., tr. «Eparpiller, épandre.»

►absol.

●(1732) GReg 294a. Disperser, répandre, mettre en divers lieux, tr. «Sqigna tu-hoñt ha tu-mâ.» ●805b. Répandre çà & là, disperser, tr. «Sqigna. pr. sqignet. sqigna a bep tu.»

B.

(1) Diffuser (des écrits).

●(1874) FHB 476/41a. ar scridou fall a skigner a zruil etouez an dud.

●(1911) SKRS II 103. skriva leoriou fall ha skigna anezho. ●(1914) FHAB Meurzh 74. skigna ar skridou-ze dre an departamant. ●(1928) KANNgwital 312/220. skigna kazetennou ha skridou kristen.

(2) par ext. Diffuser (des idées, des dires, des bruits, etc.).

●(1870) FHB 298/290b. Evit golo varnezho ho unan, an dud fallacr-ze a skign ar brud ar re zo e relijion an Env ha dreist oll ar vissionierien eo a laer ar vugale-ze. ●(1893) IAI 53. dre ma skigne nouspet diotach.

●(1913) KANNgwital 122/228. da skigna ha da grenvaat an emgleo en ho farreziou. ●(1924) BILZbubr 42/977. skigna ar brud eus an eil ti d’egile.

(3) Répandre, propager (la foi, des mensonges).

●(1868) FHB 201/353a. skigna gueier dre ar bed oll. ●(1893) IAI 173. skigna an Aviel e pevar c’horn ar bed.

●(1911) BUAZperrot 139. o skigna ar feiz nevez a bep tu d’ezan. ●(1925) BUAZmadeg 651. Epad ma laboure Denis, a vir vella, evit skigna ar feiz. ●(1929) FHAB Eost 307. Rak, pep seurt geier a oa bet skignet en e eneb.

(4) Semer (la terreur).

●(1912) MMPM 8. en eur skigna penn da benn an hent ar spount hag ar maro.

(5) Disperser, éparpiller.

●(1893) IAI 265. skignet ha feltret ho gragez hag o bugale e pevar c’horn ar bed.

(6) Épandre.

●(1955) STBJ 190. Antronoz e skigne ar prener al ludu war e barkeier, ha, d’ar zul war-lerc’h, e pêe ar priz d'an aotrou person.

(7) Étendre.

●(1659) SCger 53b. etendre, tr. «squigna.» ●53b. l’arbre etend ses branches, tr. «ar vezen a squign he scourou.»

II. V. intr.

(1) (en plt d’un liquide) Se répandre.

●(1732) GReg 247a. Déborder, s’épancher, se répandre. (parlant de la bile, & des autres humeurs qui sortent de leurs vaisseaux, tr. «Sqigna. pr. sqignet.»

(2) sens fig. (en plt de réputation, etc.) Se répandre.

●(1866) FHB 87/275a. Er broiou a bell (…) e skign ive ar feiz.

●(1911) BUAZperrot 200. ma skignas ar vrud anezan a bep tu, en eun doare souezus.

(3) S’en aller.

●(1575) M 296. Guelet e rancquer squynn, ha lesel an lignnez, tr. «Vu qu’on doit s’en aller et laisser la famille.»

III. V. pron. réfl. En em skignañ.

(1) (en plt d’un liquide) Se répandre.

●(1847) MDM 293. An dour-koll-se, o vont da en em skigna var ar prajeier.

(2) (en plt de plusieurs personnes) Se répandre.

●(1907) FHAB Eost 164. perag an hironed-se ne badont-hi ket d’en em skigna ?

(3) sens fig. Se répandre.

●(1878) EKG II 177. ne zaleaz ket [an dispac’h] d’en em skigna e Breiz-Izel. ●(1884) BUZmorvan v. Diarbenn an dizursiou : miret outho d’en em skigna. ●(1894) BUZmornik 234. Ann Urs-ma a zo striz meurbed, ha goulskoude ec’h en em skignaz buhan.

●(1909) FHAB Here 293. Daoust da ze ar skoliou dizoue zo en em skignet dre ar vro. ●(1921) FHAB Ebrel 88. Ouspenn, ar c’hemwerz hezeg (lire : kezeg) a en em skigne en hor bro, a gemere stag muioc’h mui. ●(1924) BILZbubr 39/867. An neventi-man en em skignas dre ar bourk. ●(1939) MGGD 66. ar brud anezañ a zo en em skignet e pep lec’h. ●(1942) DRAN 79. Gant sked an heol ez en em skign an emgann en oabl.

(4) Se tendre. (?) cf. en em stignañ (?).

●(18--) SAQ I 113. Dija d’ar mare-ze, oa en em skignet bolz steredennuz an Envou.

IV. Skignañ polos war ar c’harotez : voir polos.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...