Devri

sabatur

sabatur

f.

(1) Stupéfaction, stupeur.

(1964) ABRO 133. e weljomp o sabatur hag o enkrez o kavout ar vag-all er stad divalo ma oa bet lakaet ganeomp.

(2) Kouezhañ ar sabatur war ub. : être frappé de stupeur.

(1939) MGGD 64. Daoust d'ar sabatur a gouezas warnañ. ●(1940) SAV 18/69. (Pleiben...) Sabatur : ano gwregel. Sebezenn vras. Sk. : Kouezet eo ar sabatur warnañ o klevout eur seurt kelou. ●(1955) BLBR 85/8. kouezet ar zabatur warni. ●(1955) STBJ 71. Hag e lavaras d'am mamm, kouezet ar zabatur warni ouz e welout. ●207. Antronoz-vintin e kouezas ar zabatur war ar vaouez. ●(1964) ABRO 88. e kouezhas ar sabatur warnañ.

(3) Teurel ub. er sabatur : stupéfier qqn.

(1977) LLMM 182/190. O donedigezh er vro a daolas an holl en alvaon hag er sabatur.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...