Devri

pell .1

pell .1

m. adj. & interj. –où

I. Adv.

A. spat.

(1) Loin.

(1499) Ca 154b. pell. g. loing. ●(1621) Mc 7. pell diouziff.

(1909) FHAB Eost 231. ne oa ket pell etre e zaou benn, mes krapet mad e oa ous e zouar.

(2) =

(1868) FHB 156/410a. Cals euz ar veleyen-se a oa deud a bell parres.

(3) En e bellañ =

(1911) BUAZperrot 766. p'edo ar mor en e bella.

(4) Pell a hent = kemm bras.

(1912) BUAZpermoal 313. Pell a hent a zo etre an dud.

B. temp.

(1) Ur pell amzer : beaucoup de temps.

(1910) FHAB Here 303. eun torfed hag a c'houlen eur pell amzer evit e brepari.

(2) Mil bell : très longtemps.

(1911) BUAZperrot 131. mil bell araok ma oa deuet var an douar. ●269. mil bell araok e c'hinivelez. ●(1924) FHAB Eost 315. Anavezet eo ar boderez e Lannilis mil bell-zo. ●(1936) TKAL I 70. mil bell 'zo. ●(1957) AMAH 243. C’hoant hor boa da vont adarre mil-bell diouzh ar gêr.

(3) Ur pell(ig) : un certain laps de temps.

(1850) MOY 163. Eur pell bras goude ze.

(1950) KROB 26-27/6. Karet a rafemp (...) poueza eur pellig war al labour graet gant an emgleo-ze.

(4) Ur pell bras : pendant longtemps.

(1869) FHB 240/242b. ne d'euz bet eur pell braz, nemed doan glac'har.

(5) Ne vo ket pell : dans pas longtemps, dans peu de temps.

(1926) FHAB Mezheven 222. Ne vo ket pell, e vo grêt enni ar pardon bras d'ar zul kenta a viz Gouere. ●(1927) FHAB Gouere 141. It er gegin ha ne vo ket pell ho po da goania. ●(1935) FHAB Mae 205. ha ma kendalc'h e vo paket en toull-bac'h ne vo ket pell.

(6) Hep pell : bientôt, sans tarder.

(1844) LZBg 2l blezad-1 lodenn 92. Hemb pêl ni hum huélou ! ●(1866) FHB 57/38. hep pell o c'hlaza. ●(1866) FHB 58/47a. Distrei a reaz hep-pell ar c'hreg euz ar c'hao. ●(1866) FHB 72/156a. hag e welomp e varfe hep pell. ●(1868) FHB 158/13b. Hep pell e tiblasimp.

(7) Hep pell dale : bientôt.

(1866) FHB 60/61a. Hep pell dale e savas etre d'he ho daou. ●(1874) POG 116. Teurveit, hep pell dale, kaout truez ouz-omp-ni.

(8) Pell an noz : tard dans la nuit.

(1752) BS 534. o veza chomet da bidi pell-an-nôs.

(9) Longtemps.

(1899) HZB 20. Goude eta pelgortoz, e c'hanas d'e eur mab.

(10) Da bell goude : longtemps après.

(1907) AVKA 262. Da bell goude, mestr a servijerien a distroas. ●(1969) BAHE 62/46. da bell goude ma oant (lire : oan) aet 'maez a vugel.

(11) =

(1911) BUAZperrot 258. Ar pell ma veze gant e offeren a roas tro d'an teodou abegus da youc'hal varnezan.

(12) Bep pell ha pell : de temps en temps (éloigné).

(1936) BREI 453/1a. Unan bep pell ha pell a vez kavet, koulskoude. Yann-Per Calloc'h a oa unan eus ar re-se. ●(1942) VALLsup 165a. de temps en temps, à intervalles éloignés, tr. «bep pell ha pell

(13) Kent pell : avant longtemps, d'ici peu.

(1790) MG 212. Ur melinnær ne lairehai quet, e uélehai quênt peèll é dreu é monèt de-dal er Groès. ●(1790) Ismar 2. rac ma houair en ou huittei quênt peèl.

(1849) LLB 79. Hui er guélou kent pel é lezél er vicher. ●1967. Kent pel, é ankoéha ol en avizeu mat. ●2080. Kent pel é huélehèt, a greiz ur goh souchen, / Un taul iouank é tont.

(14) A-raok vo pell : avant longtemps, d'ici peu.

(1902) TMJG 353. Doué bëo anoc'h arôk vo pell.

(15) Ne vo ket pell : avant longtemps, d'ici peu.

(1906) BOBL 17 novembre 112/1c. Gortozomp 'ta ma vo draill ne vo ket pell.

(16) =

(c.1680) NG 83-84. Na ne veint quet pel a eno / Na daint der Jugement ar vn dro.

C. sens fig.

(1) Beaucoup.

(1866) HSH 208. Petra-bennac ma oa habiloc'h pell eguet nicun eus he gonsortet.

(1905) BOBL 29 juillet 45/2a. ar vortoloded Saoz zo pell re da vartoloded Franz. ●(1912) MMKE xi. tud pell muioc'h disket ha n'int ket gouest, peurvuian, da zispag an disteran mennoz uhel ? ●xviii. kenavo d'ar pardon, tremenet pell re vuhan. ●(1935) BREI 392/2a. pell gwasoc'h c'hoaz 'vit ar gelennadurez divreton. ●(1941) ARVR 11/6c. eun amzer pell gwasoc'h. ●(1944) EURW I 40. pell diaesoc'h.

(2) Pell zo : il y a longtemps, depuis longtemps.

(1909) FHAB Meurzh 72. ha setu prest ar forn pell-zo. ●(1942) DADO 12. An dud a oar pell a zo peseurt poñsin ec’h oc’h !

(3) Bezañ erru pell ganti : être vieux.

(1925) SATR 8. Mona goz 'zo arru pell ganti.

(4) Pell ac'hano : tant s'en faut.

(1893) IAI 126. ne voe ket dilezet neat ar studi, pell ac'hano.

(5) Pell diouzh eno : tant s'en faut.

(1883) SAQ I 28. N'eo ket, pell dioc'h eno, giz hon tudou koz.

(6) Pell a-se : loin de là.

(1930) FHAB Meurzh 88. setu evach ar vro ha n'eo ket yac'hus pell a-ze.

(7) Pellañ ma c'hall : le plus qu'il peut.

(1790) MG 225. hi em decri peèllan ma heèll, hac e lar n'en don quet ur vrahue.

(1857) HTB 146. hag he dremm euzuz pell ha ma helle bean.

(1935) BREI 392/stag 6. (Lali) Prest eo an dour, Katel ? (Katel) Ar wech-man e verv pella ma c'hell...

II. Adj.

(1) spat. Lointain.

(1847) FVR iv. er broiou pell. ●(1868) KMM 103. en ur vro bell. ●(1876) TDE.BF 502b. Enn eur vro bell, tr. «dans un pays lointain.» ●(18--) SAQ I 184. a bartiaz evit eur vro bell.

(1902) PIGO I 192. eur vro bell. ●(1911) BUAZperrot 349. o tizrei eus eun dachen bell. ●(1925) BUAZmadeg 61. kas an Eskop kalounek d'an harlu da belloc'h bro.

(2) temp. Lointain.

(1913) HIGO 23. me gomz eus eun amzer bell.

(3) Kerent pell : parents éloignés.

(1942) SAV 23/65. He gwaz a oa maro dishêr (sans héritier présomptif) hag ar susitourien (héritiers) a oa kerent pell o chom er-maez a vro.

III. M. Ar pell : la distance, l'éloignement.

(1872) ROU 81b. Ce n'est pas la distance qui empêche, neket ar pell eo a vir. ●(1890) MOA 221b-222a. Ce n'est pas la distance qui empêche, ne ket ar pell eo a vir. La distance, ar pell.

(1911) BUAZperrot 92. daoust d'ar pell a vezo etrezomp.

IV. [interjection] Ha mat pell zo ! : c’est tout, ça suffit !

(1944) VKST Genver 8. Eun akt a geuz da lavarout ; an abolvenn war ar marc’had, ha mat pell ’zo ! ●(1982) HYZH 147/59. (Treboull) ur mañjer er gêr, ur banne pe zaou ha mat pell zo !

V.

(1) Lavaret udb. pell diouzh an-unan : être modeste.

(1984) EBSY 176. (Sant-Ivi) c’hwi ‘lâr an dra-se pell diouzhoc’h, tr. «vous êtes modeste (vous dites ça loin de vous).»

(2) Mont pell diouzh e gezeg : voir kezeg.

(3) Mont pell diouzh ar gêr da wriat : voir kêr.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...