m. –ed, –ion cf. pabaour
I. (ornithologie) Chardonneret.
●(1659) SCger 22b. chardonneret, tr. «pabour.»
●(1931) FHAB Kerzu 475. Den ne sello ouzin-me ken rouz ha ken dilufr eo va fluñv e keñver re va c’henderv ar boc’h-ruzig ha zoken e-keñver re ar beufig a zo liou an tan war e vruched, re ar pabor ha re an tignouz glas.
II. (en plt de qqn)
(1) Bel homme.
●(1863) GBI i 252. Braoa mab kouer ’zo er vro, / Ar pabor euz an holl baotred, tr. «le plus beau fils de paysan qui soit dans le pays ; / C’est la fleur des jeunes gens.»
●(1919) KZVr 325 - 25/05/19. Pabor, tr. «bel homme, Dastumet e gouelet Léon gant Loeiz ar Floc’h.»
(2) Champion.
●(1907) KANngalon Mezheven 427. an dud a ouezo pe seurt pabor houn-me. ●(1908) FHAB Du 324. Ar chimist Berthelot a zo bet eur pabor e kenver ar poent-se. ●(1915) HBPR 78. Evel a veler ne c’hellet ket kaout guelloc’h pabor evit prezek ar C’horaïs, d’ar mare-ze. ●(1942) FHAB Du/Kerzu 224a. lod anezo bet paborien eur poent zo bet d’ezo evit dibrada ar berchenn ! ●(1943) VKST Genver-C’hwevrer 208. Ha setu tapet eun distroiadenn all gant pabor Plou-bater.
(3) Fanfaron.
●(1847) BDJ 303. laoüen hevel pabor.
●(1936) ONEN 17. Daou gilhog, daou babor a gilhog. ●(1969) BAHE 60/40. an daou babor a oa o rouzañ o c’hein en heol kentañ an nevez-amzer.
(4) Ober e babor : fanfaronner.
●(1936) LZBl Du/Kerzu 430. e rankin sur e vezo Paol gorniek oc’h ober e babor !
(5) Bezañ ur pabor (d’ober udb.) : être un champion (pour faire qqc.).
●(1944) VKST Genver 13. An Aotrou Kure nevez a zo eur pabor da gana ha da zeski kana.
III.
(1) Bezañ laouen evel ur pabor : être très joyeux.
●(1847) BDJ 303. He vezo dinec'h, heürus, laoüen hevel pabor.
(2) Bezañ selaouet evel ur pabor hag a ra e lezennoù d’an holl : être écouté comme un fanfaron qui régente tout.
●(1907) KORN 8. a zo selaouet evel eur pabor hag a ra e lezennou d’an holl.