Devri

ouzh-eeun

ouzh-eeun

adv. & prép.

I. Adv.

(1) Devant, en face.

(1919) BUBR 5/123. Du-hont, ouz eün e tispak fuzeennou bep momed da sklêrijenni an dachen. ●(1927) LZBt Meurzh 64. mont eus an ti-man d'an ti a zo ez-eün.

(2) Tout droit.

(1732) GReg 308a. Droit, directement, tout droit, tr. «ez ëun

(1906-1907) EVENnot 29. (Sant-Erwan) Ne 'c'h euz met delc'hen gand an hent us-eun, tr. «tout droit.»

(3) (?) Tout de suite, directement (?).

(1903) MBJJ 64. na gemeront ket euz-eün hent an dour.

II. Loc. prép. Ouzh-eeun da : face à.

(1907) AVKA 253. Jesus a azeas neuze ouz evn d'ar c'hev. ●(1908) PIGO II 119-120. rak ne gredje biken tenna e dammig nadoz ez-eün da ben-baz e enebour. ●142. hag a c'hoarie gant eur pen-baz, ez eun da gleze e enebour. ●(1924) FHAB Kerzu 443. Az-eün d'ar bed. ●(1929) EMPA 12. ez-eëun da Berroz.

►[form. comb.]

S3m ouzh-eeun dezhañ

(1927) FHAB Gouere 143. an unnek den chouchet eveziek ez-eün d'ezan.

P1 ouzh-eeun dimp

(1919) BUBR 3/64. Er pellder, ouz-eün d'eomp hag en daou du. ●(1919) BUBR 4/106. Ouz-eün d'eomp ez eus diou grec'hen all.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...