v.
I. V. tr. d.
(1) Frapper.
●(1874) FHB 509/309b. lopa tri den kez. ●(1876) TDE.BF 409b. Lopa, v. a. C[ornouaille], tr. «Frapper fort ; p. lopet.»
●(1919) FHAB Gwengolo 76. ez-tom e tle beza / Lopet an houarn war an anne. ●(1928) TAPO 9. Hen ober a reoc’h, dre gaer pe dre heg. Ma n’her grit ket e vezoc’h lopet ken a c’houlennoc’h dour da eva ●(1929) FHAB Eost 303. Lopa a reas taoliou gant e vaz war bok an toull, ken na glevas sutadeg o tont er maez. ●(1931) VALL 319a. Frapper à coups redoublés, tr. «lopa.» ●(1975) UVUD 82. (Plougerne) Gant ar bal e vehes o lopa an douar da lakat aneho flour.
(2) sens fig. Duper, tromper.
●(1958) BRUD 5/64. Lopet oh bet gantañ, Pastien. Hennez a zo troiou en e gorv kement hag en eur gordenn geuneud.
II. V. tr. i.
(1) Lopañ war ub., udb. : frapper qqn, qqc.
●(1859) MMN 89. neuse e lopint varneza. ●(1867) FHB 116/91b. Paul gand eur vaz a lope hag a zalhoe varhan. ●(1894) BUZmornik 267. lopa var ann daou gristen.
●(1904) KANngalon Du 252. rak lopat a reat var ann hor. ●(1904) KANNgwital 22/169. evit sanka doun eun tach, e ranker lopa varn'han meur a daol. ●(1929) FHAB Ebrel 134. gant daou lakez o lopa warnoc'h. ●(1945) GPRV 51. War 'n tachou pa loper.
(2) Lopañ gant ub. : frapper qqn.
●(1907) KANngalon Du 546. He-ma a ieaz en egar hag a lopaz ganthi tu ha tu.
(3) sens fig. Lopañ war ar boued : manger.
●(1929) SVBV 9. Ma ! lop war ar boued 'ta, neuze. ●(1935) CDFi 16 février. pres a zo warnout, da vihana, paotr ! Peseurd a c'hoari ganez, peogwir e lopez war ar boued ken dillo ha ma rez ?
III. V. intr.
A. Frapper.
●(1909) FHAB Gwengolo 267. Gwelloc'h eget lopa a zo d'ober. ●(1910) MAKE 105. o lopa a dro-chouk war an aerouant. ●(1932) OALD 40/426. e vaz gantan prest da lopa !
B. sens fig.
(1) Travailler dur, cravacher.
●(1982) HYZH 147/60. (Treboull) hag an dud a ouie lopiñ da lak gwenneien a gostez. ●(1992) HYZH 189/56. (Treboull) i neus ranket lopiñ. ●(1993) HYZH 196/31-32. Vremañ c'hoazh 'ta pa yeont d'ar fritur e c'hounezont mat o devezh lec'h gwechall vient o lopiñ noz deiz evit netra, a-boan.
(2) En chier.
●(1993) HYZH 196/31. (Douarnenez) Ha mizer giz n'eus bet o tont eus ar fritur, ken nebeut a oa da c'houniz, ha m'eus ranket lopiñ hag ober fas da tout kement barr-amzer zo bet o tont d'ar gêr.
IV. V. pron. réci. En em lopañ : se battre.
●(1922) FHAB Here 302. daou baotr yaouank, kounnar enno, oc'h en em lopa.