n. de l. Locquirec.
I. Lokireg.
●(1607) OLLI 225. Cantic nevez voar un exempl daou croüadur, daou mab a voa desobeissant, à pares Loquirec, é quichen Goengamp.
●(18--) MILg 103. Pe hen euz hi komuniet / tistro da iliz Lokirek. ●(18--) DUINe 270. Kantik Zant Girek, paeron Lokirek. ●(1865) FHB 2/15a. Sant Guevroc, abat, diskibl Sant Tugdual, a zavas eur gouent e Lokirec e kichen Lanmeur. ●(1878) SVE 959. Potret Lokirek / Laeron kezek. ●(1884) BUZmorvan 121. el leac’h m’ema brema bourg Lokirek. ●(1890) MOA 22b. Lokirek.
●(1905) DIHU 2/30. en tachad sé e zou bet hanùet goudé Lok-Kireg (Léh sant Kireg). ●(1911) BUAZmadeg 117. a zavaz he gouent el leac'h m'ema breman Lokquirek. ●(1925) BILZ 123. Treuzet gante ôd Lokirek, savet gante torrod an Arvor, setu int dirak al Leo-Drêz. ●(1930) ANTO 27. hag an avel a-ziwar Lokireg o c'houeza war an tornaod. ●(1933) BREI 324 /4c. A-benn miz genver 1934, e vo achuet, war an Douron, etre Lokireg ha Plistin, eur pont a 132 metr a hed hag a zigaso gonid da Blistiniz. ●(1935) ANTO 27-28. ar mor o trouzal hag an avel a-ziwar Lokireg o c’houeza war an tornaod. ●(1974) TDBP III 173. Hiziw ema an avel diwar Lokireg. ●205. Sell an duadenn a zo du-hont da-gaoud Lokireg, tr. « regarde le noircissement qui est là-bas vers Locquirec (de gros nuages noirs) » ●(1977) TDBP II 474. Sell a-hont war-gaoud Lokireg a zo (ez eus) arru eur sklêradenn. ●(1989) TDBP IV 53. Fri ar bagoù a zo aet etrezek Lokireg.
II.
(1) Proverbe.
●(1925) BILZ 57. Etre ar Jaou ha gra Mespant / 'N neus hon ôtrou ouspenn daou c'hant !
(2) Dicton météorologique.
●(1974) TDBP III 173. Hiziw ema an avel diwar Lokireg.
(3) Dicton météorologique.
●(1974) TDBP III 205. Sell an duadenn a zo du-hont da-gaoud Lokireg, tr. « regarde le noircissement qui est là-bas vers Locquirec (de gros nuages noirs) ».
(4) Expression.
●(1994) BOUE 126. Kafe Lokireg : appellation péjorative qualifiant un café léger dans les communes voisines de Locquirec.
(5) Dicton.
●(2016) TELGR (26.07.2016) [44a] (Daniel Giraudon). En Lokireg ne neus mann / Nemet brug ha treujoù lann / Hag ar merc'hed a zo ken berr o divharioù / Ken a stok ar plouz en o revrioù.
III. Blason populaire : voir Laeron kezeg Lokireg.
IV. [Toponymie locale]
●(18--) PEN 92/59. pa n'arrujont en koat ar jaou / ne voa serret an norrejou.
●(1925) BILZ 47. entre ar bourk ha Pennenez. (...) pemzek de a vo warc'hoaz, en eur vont da Doull-ar-C'hirri, entre diou ha teir eur eus ar beure, a zo bet heuliet, adalek Troallenn betek gra Mespant, gant eun Teusk-noz. 57 Etre ar Jaou ha gra Mespant. 115 Eur zulvez, en fe, sul a-rôk pardon ar Jaou, en miz gwengolo, e oa aet gant Yannig, Madelen ha Katellig, da Goad-ar-Jaou, da glask beüt ha da graon-kelvea. 139 ha da ormela war gerigi Porz Biliek – Roc’h Louet, Penn-Ogès, Gouliart, Roc’h Krenn, Roc’h Ledan hag an Arar. ●(1959) MOJE II 27. Pa veve Rannou, evid mond da borz Toull an Heri, al listri a ranke en em ziwall ouz rehier riskluz Toull ar Gouez. (...) Abaoe, lestr ebed kennebeud n'en me gollas ken e Toull ar Gouez, eleh ma toug eur valizenn ano Baz Rannou e koun an taol-se.