f. & adv. –où
I. F.
(1) Pièce de terre, terrain.
●(1911) FHAB Here 283. Al loden eo bet savet warni an templ brudet a yoa neuze boutin etre daou vreur. ●(1933) BRND 36. tri c'hant akr a zo el lodenn-ze. ●(1982) TKRH 60. en doa paeet en dirañson al lodenn douar-se.
(2) Partie d'un tout.
●(1732) GReg 698a. Partie, portion d'un tout divisé, tr. «lodenn. p. lodennou. Van[netois] lodeenn. p. ëu.»
●(1869) HTC 61. Eur ridoch euz ar re gaëra a ranne an telt etre diou loden. ●(1869) SAG 34. eul lodenn vraz euz ar gristenien ne reont nemeur sin ar Groaz. ●(1874) FHB 496/203a. eur chapel vrao (...) great evit al loden vraz a venadurez coant. ●(1877) EKG I 313. Dilost ar c'henta lodenn. ●(1878) EKG II 14. ec'h en em rannchont etre diou lodenn. ●184. el lodenn genta euz va histor. ●219. ne ket al lodennou bianna a zo eat gant-ho. ●(1879) GDI 105. ne vanquou quet jamæs a esprès é loden erbet ag en overen. ●(18--) PDO 6. eul loden euz a baotred kear ho deuz bet champet aoualc'h, galoupet aoualc'h, tourniet aoualc'h.
●(1907) KANngalon Gwengolo 485. Ar Sened (…) a zelaouaz al loden vrasa euz tud ar vro. ●(1914) KANNgwital 140/438. E lid sakramant ar Briedelez ez euz diou lodenn. ●(1917) LZBt Gouere 2. Al loden vrasan eus tud ar vro a den o bara dious an douar. ●(1927) LZBt Genver 23. Eul loden anê, 'n eur arruout e ti o zud, o deus bet eul las bac'hadou. ●(1930) KANNgwital 335/466. Ar c'heur a zo bras kenan, dibrad eo ive ha rannet e diou lodenn.
(3) Lot, ce qui revient à qqn.
●(1659) SCger 95a. portion, tr. «lodenn.» ●(1732) GReg 584a. Lot, portion héreditaire : portion d'une chose divisée entre plusieurs personnes, tr. «lodenn. p. lodennou.» ●696a. Part, portion, lot, tr. «lodenn.»
●(1909) FHAB Ebrel 99. Loden an anaoun 'zo eat a skrab ganto evel madou ar re veo. ●(1913) AVIE 331. Er soudarded e gemér é zillad, e hra pedèr loden anehé, ul loden eit pep soudard, hag e den d'er billeu eit gout petra en dehé bet peb unan. Ean en devoé ur sé hag e oé groeit rah én ur péh hag hemb groui erbet. Ind e lar enta étré zé : n'he roegamb ket, mes tennamb d'er billeu eit gout più en dou hi. ●(1938) DIHU 330/182. Ur begotad pe ur skudellad bled, e oè loden pep unan anehè.
(4) (prlt de nourriture) Part.
●(1942) DHKN 94. Seùel e hrant, falgoutant tré ag ou loden.
(5) Lodenn + déterminant : lot, part de ce qui revient à qqn.
●(1915) KANNlandunvez 43/325. Red eo iun hag ober pinijen, evit kaout da lodenn varadoz.
(6) (droit) Partie.
●(1872) ROU 94a. Partie. Ceux qui plaident ou qui contractent, tr. «lodenn.»
(7) Kemer e lodenn en udb. : prendre part à qqc.
●(1905) MRPL 2. O tiouall va banden zaout var ieod ho letounen / M'em beuz gand va mignoned graet meur a abaden. / C'houi gemere ho loden en hon flijaduriou.
II. Adv. A-lodennoù =
●(1922) EOVD 63. en des rannet a lodenneu er péh e lar en Aviel.
III.
(1) Ober lodenn wenn da : se passer de.
●(1943) VKST Mae/Mezheven 275. Evit plijout d’eun dornadig «begou gallek» – begou diskiant alies – e veze graet lodenn wenn d’ar brezoneg.
(2) Kaout ul lodenn e park ar Brizh : voir brizh .3.