f. –où
I.
A.
(1) Loi.
●(1499) Ca 119b. Laesenn. g. loy. ●(1612) Cnf 59b. dré an læsenn.
●(1659) SCger 156b. lesenn, tr. «loy.» ●(1732) GReg 581a. Loi, tr. «Lésenn. p. lesennou. Van[netois] léseenn. p. lésenëu.»
●(1915) HBPR 126. Lezennou hor c'houent na lezont ket ober traou evel-se.
(2) Den a lezenn : homme de loi.
●(1883) KNZ 68. N'euz ket kaeroc'h skouer d'ann dud a lezen. ●(1889) SFA 90. den a lezenn desket meurbed.
●(1903) MBJJ 147. peuz-henvel eo ouz hini an dud a lezen.
(3) En anv al lezenn : au nom de la loi.
●(1906) KANngalon Mae 113. En hano al lezen, me lavar, freuz !
(4) Danvez-lezenn : proposition de loi.
●(1936) BREI 454/1d. sevel eun danvez-lezenn.
B.
(1) Dougen ul lezenn : promulguer une loi.
●(1732) GReg 581b. Etablir une loi, tr. «douguen ul lésenn.»
●(1894) BUZmornik 879. pa zougaz an daou impalaer (...) eul lezenn a varo a enep ann holl gristenien. ●(18--) SAQ II 119. al lezenn-ze a vije bet douget en eun taol kount.
●(1907) BSPD I 25. Mes sant Télesfor-é, en deus douget ha spiset el lézen. ●(1915) HBPR 38. eun alvokat (...) a lakeaz dougen al lezen-ma.
(2) Embann ul lezenn : promulguer une loi.
●(1915) HBPR 23. e lakeas he hano evit embann al lezennou nevez. ●115. Ar Roue a nac'has lakaat he hano evit embann al lezenn.
(3) Spizañ ul lezenn : promulguer une loi.
●(1790) MG 150. Réd-è aboeissein d'el lezenneu spizét a berh en dud e zou é carg.
●(1907) BSPD I 25. Mes sant Télesfor-é, en deus douget ha spiset el lézen. ●(1913) AVIE 15. Sézar August e spizas ul lézen e hourhemenné nivérein en dud e oé ér bed abéh.
(4) Plegañ d'al lezenn : se plier à une loi.
●(1915) HBPR 37. An Assemblée nationale a laka e ranko ar veleien plega d'al lezennou. ●126. Esa 'reaz kozeal d'ar seurezet divar benn plega d'al lezennou.
(5) Fardañ, ober ul lezenn =
●(1732) GReg 581b. Etablir une loi, tr. «Ober ul lésenn.»
●(1915) HBPR 104. farda eul lezen. ●222. e derou miz ebrel 1796 e fardaz al lezen-ma.
(6) Mirout al lezenn : observer la loi.
●(1839) BSI 44. ferm da viret al lezenn, hep disputal var nezi.
●(1904) SKRS I 112. Jezuz (…) a vire gant he ziskibien lezennou Moïzez.
(7) Strishaat al lezenn : rendre la loi plus sévère.
●(1911) BUAZperrot 237. Strisât al lezennou (...) hag o laoskât.
(8) Dousaat, frankaat, distrizhañ, distenn, laoskaat al lezenn : adoucir la loi.
●(1869) FHB 213/25a. ma teu avechou da zousaat unan bennag euz he lezennou.
●(1906) KANngalon Gwengolo 200. Eaz e vezo ma kerer frankaat al lezen ha guellaat anezhi. ●(1911) BUAZperrot 237. Strisât al lezennou (...) hag o laoskât. ●240. an Iliz a zistrisa he lezennou. ●(1912) BUAZpermoal 248.an Iliz a zistenn he lezennou.
(9) Seveniñ d'al lezenn =
●(1915) HBPR 224. Koulskoude, ne oa ket kredet seveni d'al lezen penn da benn.
(10) Freuzañ ul lezenn : abolir, abroger une loi.
●(1907) KANngalon Gwengolo 484. hag al lezen-ze eo a zo c'hoant da freuza.
(11) Terriñ al lezenn : enfreindre la loi.
●(18--) SAQ II 271. prizoniou da lakaat ar re 'dorr al lezennou-ze.
●(1911) SKRS II 117. en eur derri he lezennou. ●(1915) HBPR 102. Terri a reont, bemdez, lezennou ar vro.
(12) Terriñ al lezennoù : abroger les lois.
●(1925) DLFI n° 7/2a. Ni a faotr dezhom, emezho, a vez-fe torret tout al lezennou laïk.
C.
(1) Ligne de conduite.
●(1982) PBLS 562. (Langoned) lesenn, tr. «ligne de conduite.»
(2) Morale.
●(1982) PBLS 562. (Langoned) lesenn, tr. «morale.» ●petra oa lesenn ar sarmon hiriw ?, tr. «quelle était la morale du sermon aujourd'hui.»
II. (religion)
(1) Lezenn gentañ : ancien testament.
●(1877) MSA 247. ar Batriarchet hag ar Frofetet euz al Lezen genta.
(2) Lezenn gozh : ancien testament.
●(1869) HTC 184. en amzer al lezen goz. ●(1894) BUZmornik 434. eur belek santel euz al lezenn goz.
●(1902) KANNgwital 1/3. enn amzer al lezen goz. ●(1913) FHAB Mae 143. Beteg maro Hor Zalver al Lezenn-Goz a jomas en he sav.
(3) Lezenn nevez : nouveau testament.
●(1869) HTC 269. d'ar Pantekost kenta euz al lezen nevez.
●(1900) MSJO 213. hag e kavint enhan eun tenzor er seurt n'o deus ket guelet nag an dud o deus bevet dindan al Lezen goz, nag ar re o deus bet dindan al Lezen neves.
(4) Lezenn gristen : religion chrétienne.
●(1903) MBJJ 92. disket d'ê ive al lezenn gristen. ●(1904) KANNgwital 17/132. ar visteriou ne goumprenomp ket el lezen gristen. ●(1909) FHAB Gwengolo 270. e tispleger c'hoaz, a drugare Doue, al lezen gristen, e yez hon tadou.
►absol.
●(1821) SST vii. Crechenion courageus peré en dès souffret quement eit hou lezen. ●(18--) GBI I 122. pe gouitad da lezenn, tr. «renoncer à ta loi.»
●(1932) BRTG 16. ur voéz fur ha didrous, ur voéz a lézen. ●36. n'ou dès ket muioh a lézen eget er chas.
(5) Ar gwir lezenn : la religion chrétienne.
●(1907) BSPD I 24. de zihuen er fé, de bredeg er guir lézen.
(6) Tablennoù, tablezenn al lezenn : les tables de la loi.
●(1783) BV 3380. tablesen al lesen ha goallen aron.
●(1866) HSH 61. tablennou al lezen.