m. –ed
I.
(1) Lapin.
●(1878) EKG II 11-12. al louarn o reded varlerc'h ar c'had pe al lapin.
●(1906) KPSA 28. eur vantel kroc'hen lapined en tu eneb. ●(1935) BREI 392/stag 6. mont da zerri choc'h d'al lapined.
(2) Chaud lapin.
●(1850) JAC 53-54. Ha laqit eves mat lezel ho creg gantàn ; / Eul lapin eo a zo dirac ar sex frajil.
II.
(1) Bezañ lipet al lapin gant ub. :
●(1939) CDFi 27 mai (L) *Ab-Sulio. Fizia a c'helled er Gouarnour da chom dihun, rak heñ a ouie ervat mar teufe d'ar marc'heg d'Avaugour dimezi da bennerez ar c'homted de Vertus, e vefe bet lipet al lapin gantan hag echu ar c'hoari etrezañ hag e enebour-touet.
(2) Tapañ lapined ruz : ne pas avoir sa santé mentale.
●(1959) BRUD 7/19 Fañch Inizan. Tamm fallagriez ebed en e gorv. Eul lastez hir e oa e skouarn. Komañs a ree c'hoari gand e voned pe «dapa lapined ruz» evel ma vez lavaret.
(3) Diskouarnañ al lapin : déboucher une bouteille.
●(2000) PLOUZANE (L) Rémy Bégoc. Poent eo diskouarnañ al lapin !