s.
(1) Ober lapavan : faire bombance, ripaille, un repas bien arrosé.
●(1926) ARVG Ebrel 84. Sellet an holl strakellou / Grêt gante lapavan, / Vranskell kaer dre ar ruiou. ●(1935) ANTO 5. Emberr vo graet c'hoaz lapavan, / Sistr, gwin-ardant a vo aman. ●(1942) VALLsup 22a. Bombance, tr. «lapavan L[éon].» ●faire bombance, tr. «ober (ou c'hoari) lapavan.»
(2) C'hoari lapavan : faire la fête.
●(1954) VAZA 47. Dre c'hoari lapavañ ha redek an drouilhez, kaset en devoa hemañ e stal da Gernetra. ●(1957) AMAH 215. E-keit ha m'edomp o c'hoari lapavañ e Metz. ●(1959) BRUD 7/26. Aliez e vez diank ar zaout du-mañ, eet e parkeier ar Puñs, pe e gwarimou Kabig, da hoari lampavan dreist ar hleuz pe e breskign. ●C'hoari lampavan = Kemer ebat. ●28. Da bell ez a ar chas da hoari lampavan.
(3) C'hoari lapavan gant ur plac'h : s'envoyer en l'air.
●(1959) TGPB 173. merc'hed dishual da c'hoari lapavan ganto...