v.
I. V. tr.
A. V. tr. d.
(1) Mettre.
●(1901) LZBg 59 blezad-4e lodenn 230. lekel disansion é mésk er bobl. ●(1924) FHAB Eost 315. ar bodezou da lakaat laez. ●(1985) ADEM 23. (An Arradon) lekel an dra-se en douar.
(2) Faire, fabriquer.
●(1909) KTLR 90. ar c'herne a c'hoanteaz lakaat eur c'hornad butun. ●(1928) FHAB Genver 13. an daou dremeniad a lakas eur c'hornad butun. ●(1928) FHAB Eost 295. ar wazed a lakeas eun tamm tan.
(3) Contenir, renfermer.
●(1869) HTC 79. er zac'h bihan a veze ganthan o lakaat bara pa veze o tivoal al loanet.
●(1929) FHAB C'hwevrer 76. ar vouest arc'hant a veze gantan o lakaat e eol sakr. ●(1966) BAHE 50/37. koz seier hir ha moan bet o lakaat kerc'h dindan frïoù kezeg. ●(1980) PLNN 5/22. (Kastell-Paol) E seier bet 'lakaad patates.
(4) Vêtir.
●(c.1825-1830) AJC 1226-1227. eur boto a lerou hac a voa med / hac enon voar ar pavé ereinquis o laquad.
(5) Faire.
●(1787) PT 35. Laqueit péah.
(6) Lakaat e anv : signer
●(1955) MIPO 11. gouzoud lenn ha lakaad va ano.
(7) Élire.
●(1915) HBPR 31. votet evit lakaat eur prezidant. ●Goude oa votet evit lakaat eun eskob.
(8) (en plt d'argent) Lakaat war vad : faire fructifier.
●(1931) GWAL 136-137/428. (kornbro Perroz, Treger-Vras) Lakaat war vad : lakaat war gampi (arc'hant).
(9) Lakaat ub. udb. : qualifier, considérer.
●(1905) IVLD 81. ar re a lakea Bernadett gaouiadez a oa rouez.
(10) Prénommer.
●(1935) DIHU 284/217. ur mab dehè e zo bet lakeit Patrik. ●(1935) FHAB Meurzh 108. eur paotr a zo bet en dro-mañ : Yvonig eo bet laket. ●(1937) DIHU 314/311. ur mab dehon hag e zo lakeit Tugdual.
(11) Rendre (heureux, etc.).
●(1906) KPSA 26. hon lakaat eüruz.
(12) Prendre (qqn à travailler).
●(1913) BUKE 26. En dud ne vennant ket mui lakat gounidizion.
(13) War a laka : à ce que dit.
●(1868) KMM 175. Ar Verc'hez, var a laca an darn vuia eus an doctoret, a choumas c'hoas pemzec vloaz all var an douar.
(14) (agriculture) Semer, planter, cultiver.
●(1866) FHB 62/77b. Lacad a reont panes, lin, melchen, caol.
●(1907) BOBL 08 juin 141/1c. kaer en deuz ar c'houarnamant rei primou d'ar re a laka lin.
(15) Lakaat e karg : installer (qqn).
●(1914) DFBP 186b. installer, tr. «Lakaat en karg.»
(16) Lakaat da get : tuer.
●(c.1680) NG 1512. Ou songeal e lahou, hac e lecat de guet.
(17) Lakaat an daol : dresser la table.
●(14--) Jer.ms 43. Dre amour den courtes / Ouz ma gres denessyt. // En ty man damany / Loget menbry vyhet : // Her huy so a bro pell / Me en sell, ha travellet, // Queffret lequet an taoll / Setu an caoll benet, tr. « Par amour, homme courtois, approchez de mon sein. / En cette maison, certes, vous serez logé, je l’assure. / Car vous êtes d’un pays lointain, je le vois, et avez voyagé. / Ensemble dressez la table. Voici les choux coupés »
(18) Lakaat ouzhpenn : ajouter.
●(1914) KLBD 31. Evit disaotri ar c’hreier, lakit ouspen plouz.
B. V. tr. i. Lakaat da ub. = lavarout dezhañ ober an dra-mañ-tra.
●(1915) HBPR 240. Lakeat oa d'hezo, en em gaout oll, e ti Laurent Coatalem.
II. V. pron. réfl. En em lakaat.
(1) Se mettre.
●(1612) Cnf 6a. me cred à tra certen pa na vé mez, em lacquahent ouz an taul Pascal hep nep difficultez.
(2) En em lakaat ouzh ub., udb. : s'en prendre à qqn, qqc.
●(1841) IDH 36. sellet penaus en hum laqua doh en ol. ●(1866) FHB 60/61b. Ne tâl ket d'ann den en em lakât ouz kenvroc'h (lire : krenvoc'h) evit-han.
●(1914) DIHU 113/149. Um lakeit ou des doh un ti santel (...) um lakeit ou des doh léh en Eutrù Doué ! ●(1955) STBJ 206. fall 'rank bea an dud (...) evit en em lakaat ouz lôned na reont droug da zen !
(3) En em lakaat gant ub. : s'en prendre à qqn.
●(1929) MANO 79. ec'h en em lakjont gant ar misioner : «Sur awalc'h oa eur beleg foll !» ●137. An drouk-spered en em lakeas gantan
(4) En em lakaat àr-dro ub. : s'occuper de qqn.
●(1939) RIBA 16. Mal e oè en em-lakat ar hé zro.
(5) En em lakaat a-benn da : (?) se décider à (?).
●(1857) HTB 81. En den a renk huel, mes gwall bec'haer, en em lakas a benn kouskoude da guitaat he vuez fall.
(6) En em lakaat en hent : se mettre en route.
●(1878) EKG II 21. Al loar a ioa o sevel p'edon oc'h en em lakaat enn hent. ●181. ar zoudarded hag ho c'habiten en em lakeaz enn hent.
(7) Bien s'habiller.
●(1971) BAHE 68/24. En em lakaat : En em stipañ : honnezh 'n em lak, honnezh a oar en em lakaat.
(8) En em lakaat etre : s'interposer.
●(c.1718) CHal.ms ii. La nuée s'interpose entre nous et le soleil, tr. «en huren him laca etre ni hac en ehaul.»
(9) En em lakaat da : se mettre à.
●(1849) LLB 245. hi hum lak te grenein. ●(1860) BAL 16. ractal ma en em laca un den da glasc midita.
●(1907) PERS 321. en em lakeaz da gana.
III.
A. [devant un inf.] Faire.
●(14--) Jer.ms 226. Laca da encerg try sergant, tr. «Fais faire enquête à trois sergents.»
●(1783) BV 21/527-528. o doue ma buguel pes desolation / a leques breman da antren em hallon.
●(1847) FVR 25. lakaat badezi ho bugale. ●(1849) LLB 7-9. O Doué (...) / Hui hemb kin e laka en had de gelidein. ●(1860) BAL 171. C’hoant oc’h euz-ta e lacafen ho tivuna enoz. ●(1877) BSA 263. lacaat binniga ho banniel.
B. [empl. devant une subord. amenée par la part. verb. «e»]
(1) Supposer.
●(1790) MG 20. Laquamb é teli Cathelin mil-scouét de Bierr. ●75. Laqueit é lar deoh hou mestr.
●(1905) IMJK 159. Hama, lakamb é ma guir kement-sé hag en ou des pep tra d'ou hoant.
(2) Me ’laka : je parie, j’avance que.
●(1909) NOAR 6. Me laka eo eur spier, ha netra ken. ●26. Me laka e vezo kaer an amzer hiziv. ●169. me lakae e oant lapoused noz. ●(1923) KNOL 49. Me laka e peus great, hirio, tro vat. ●159. Me laka n'o deus ket da glemm eus an amzer e Kastellin. ●213. Mez, me laka, ne jomoc'h ket er stad-ze. ●(1947) YNVL 22. Me 'laka 'zo friko ganeoc'h !
(3) Me laka : supposons.
●(1790) MG 83. Me laqua é ma tantét Paul de larèt ur sonnèn sod en dès cleuét
●(1904) SKRS I 58. Ma tigouezfe gant ho kerent gourc'hemen deoc'h ober un drouk bennak, (laërez, me laka ;). ●Me laka e lavarfe eun tad d'he vugel : Grit al labour-ma-labour, it da leac'h-ma-lec'h, ar bugel a zo he zever senti. ●(1911) SKRS II 84-85. me laka ho peuz c'hoaz da nebeuta eun dek vloaz benag da veva.
(4) Publier, proclamer.
●(1915) HBPR 37. An Assemblée nationale a laka e ranko ar veleien plega d'al lezennou.
IV. V. intr. Lakaat etaltañ : s'en prendre à soi.
●(1936) DIHU 295/6. Ha ma ne vo ket koutant, éan lakei étalton.
V.
(1) Laka : n'est ce pas ?
●(1879) ERNsup 161. n'est-ce pas ? Trév[érec] laga, laga-ze, qqf. écrit laka.
●(1902) PIGO I 214. Petra gav d'ac'h deuz ma chas ? laka e ouveont difrinkal ?
(2) Laka se : n'est ce pas ?
●(1879) ERNsup 161. n'est-ce pas ? Trév[érec] laga-ze. ●(1896) LZBt Meurzh 45. Evit hon lazan, laka-ze, hag hon dibri.
●(1908) PIGO II 164. Laka ze, Kadiou ? eme Riwal ; ar c'houez-se a zanten gantan.
(3) Lakeda : n'est ce pas.
●(1921) LZBt Here 14. Ya, laket 'ta... ●(1964) KTMR 14. ha gand rêzon, lakeda, mabig-me ? ●(1965) KATR 32. roet e veze eun dra bennag dezañ, lakeda.
(4) Laka 'ta : n'est ce pas.
●(1906) BOBL 28 avril 84/3d. Me a gav d'in n'omp ket daou zuer-paper disane an eil d'egile, laka'ta ? ●(1908) BOBL 01 août 188/1a. Biskoaz n'ho poa klevet rêzon skler ebed evel hounnez c'hoaz, laka ta ? ●(1913) PRPR 25. Ar frouez difennet en deus atao gwelloc'h blaz evid egile, laka 'ta. ●(1918) LZBt Mae 21. Ma shume we, Maria, a lares bremaïk, laka 'ta ?
VI.
(1) Lakaat war ar c'hoc'h : voir koch.
(2) Lakaat ar boked en e leur : voir boked.
(3) Lakaat an arar a-raok ar c'hezek : voir arar.
(4) Lakaat enk war ub. : voir enk.
(5) Bezañ lakaet war ar c'holo : voir kolo.
(6) Bezañ lakaet war ar bigorn : voir bigorn.
(7) Lakaet er sac'h : voir sac'h.
(8) Bout lakaet c'hwen en e skouarn : voir c'hwen.
(9) Lakaat c'hwen e divskouarn ub. : voir c'hwen.
(10) Lakaat e fri war an douar : voir fri.
(11) Lakaat sav dindan : voir sav.
(12) Lakaat e droad er pal : voir pal.
(13) Na gaout un hiviz da lakaat ar e gein : voir hiviz.
(14) Gouzout pe benn eus ar vazh da lakaat en douar : voir bazh.
(15) Lakaat e ibil en e blas da ub. : voir ibil.
(16) Lakaat ar ber war ar billig : voir ber.
(17) Lakaat raou da u.b. : voir raou.