f. –où
I.
(1) Crête.
●(1499) Ca 51a. Cribenn. g. craiste.
●(1732) GReg 233a. Crete, excroissance de chair sur la tête-des coqs, & des poules, tr. «cribenn. p. cribennou. Van[netois] cripeën. p. ëu.»
●(1876) TDE.BF 377b. Kribenn, s. f., tr. «huppe d'oiseau, crête de coq.»
●(1906) DIHU 7/123. Goudé en hum stagant èl deu gog kegninet ou hribenneu. ●(1906) DIHU 8/134. kriben ur hog é kounar ! ●(1907) VBFV.fb 25a. crête, tr. «kripen, f. (pl. eu).» ●(1932) BRTG 3. Goudézé é stagant en eil doh é gilé èl deu gog kegninet ou hripenneu.
(2) (géographie) Cime.
●(1876) TDE.BF 377b. Kribenn, s. f., tr. «Cîme, sommet, crête.»
●(1902) PIGO I 27. war griben eun dosen. ●(1903) MBJJ 102. mein en he c'hrab, mein war he c'hriben. ●258. ar men a vege hag a veg c'hoaz kriben ar mene Moriah. ●(1924) ZAMA 87. eur pilhaouer a-ziwar gichen kribenn Mene Arre.
(3) Séran. cf. kribin
●(1882) BAR 162. Guelet e deuz ar verzerien taolet er prison, ho goad o ruzia an tajenou, ho eskern revet gant ar c'hribennou houarn ha gant dent al loened gouez.
●(1934) KOMA 43. Setu e voe tapet eur gribenn vras ha taolet war e gof, met n'en deus ket bet kalz a zroug rak p'edot o vont d'e gribennat e sonas ar c'hloc'h dezo da vont d'o labour e lec'h all.
(4) (construction) Faîtage en lignolet.
●(1982) TIEZ I 131. Le faîtage en lignolet (kribenn) est particulier, à cette époque, à la région des montagnes : on ne le retrouve guère au nord de Guiclan.
II.
(1) Diskenn e gribenn da : rabattre le caquet à.
●(1942) VALLsup 28. Rabattre le caquet à, tr. F. Vallée diskenn e gribenn da (gallois tori ei gri i).»
(2) Bezañ izel e gribenn : piteux, hon,teux, qui a perdu sa superbe.
●(1957) AMAH 22 (T) *Jarl Priel. Dic'hoarzh ha dilavar, liv ar glac'har war e zremm, hag eñ o ruzañ e dreid, gwall izel e gribenn; en ur ger, ken truezus ha ken mantret da welet hag Aotrou Doue Pleuveur.
(3) Ruz e benn evel kribenn ur c'hog : voir kog.