m., prép. & conj. –ioù
I. M.
A.
(1) Marche, démarche, façon de marcher.
●(c.1718) CHal.ms iv. Il a trop beu, il fait des S, tr. «iuet endes ré Lusquenein ara, strebautein ara, brancellat ara en e guerh.»
●(1876) TDE.BF 340a. Kerz, s. m. tr. «Allure, démarche, marche.»
●(1931) VALL 196b. Démarche, façon de marcher, tr. «kerz m.»
(2) Allure, vitesse de marche.
●(1866) LZBt Gwengolo 186. gant ann holl nerz a chome gan-imp, e talc'hjomp eur c'herz mad awalc'h bete war-dro deg heur. ●(1866) LZBt Du 203. Gorrekaat ha sioulaat a riz ma c'herz.
●(1903) MBJJ 296. Gant an hevelep kerz e tigoueomp 'n eun taul ouz mouster ar Groaz-Zantel. ●(1949) KROB 14/8. N'eo mui ken drant hor c'herz.
B. par ext.
(1) Allure, train d'un cheval.
●(1995) BRYV I 155. (Milizag) Al loan a yee a-wechou d'ar haloup, a-wechou d'ar paz, d'ar herziou.
(2) Vitesse d'un bateau, etc.
●(1903) MBJJ 346. Daoust perak eo ken divalo kerz al lestr ar beure-man ?
C. sens fig. Marche (du temps, du monde, etc.).
●(1926) FHAB C'hwevrer 50. an dra-man hag a gas an istor endro evel war e ahel e kerz ar bed. ●(1964) ABRO 37. d'am lakaat da ankouaat dizale kerzh an amzer.
II. Prép. E-kerzh.
(1) Au cours de.
●(1910) MBJL 53. eun iliz gaer a oa bet diframmet digant ar gatoliked e-kerz amzer ar Refurm.
(2) Bezañ e-kerzh da = (?) être sur le point de (?).
●(1940) LZBl Gouere/Eost 338. Komz a reont hep diouall e c'hellont beza klevet. E kerz emaint da zispaka preiz al leronsi diweza great ganto.
(3) Lakaat e-kerzh ub. : consacrer (du temps) à qqn.
●(1992) MDKA 15. Daoust hag-eñ vefe ket barreg an dud da lakaad eun devez 'n em herz ?
III. Loc. conj. E-kerzh (ha) ma : pendant que.
●(1907) AVKA 13. Setu ekerz ma oant eno, ec'h achuas amzer Mari. ●27. ekerz ma oa Yan o terc'hel da vadei. ●79. Na vet ket divalo d'ober ar peuc'h gan oc'h enebour ekerz ha ma ret hent ganthan. ●104. Ekerz ma oa o hada. ●310. e kerz ha ma talc'he unan da vlasfemi.