m.
(1) Déception.
●(1659) SCger 167b. querse eo gneme (lire : guene-me), tr. «je trouue estrange.»
●(1910) MBJL 95. En e c'houde, e seblant e vefe kerse gant an nen silaou eur prezeger all. ●(1920) KZVr 366 - 07/03/20. kerse, tr. «impression désagréable, résultat d'un changement pénible, déception, contrariété.» ●eun dieg (paresseux), pa rank labourat a ve kerse gantan. ●goude amzer gaer e ve kerse kaout amzer fall.
(2) Kavout kerse : être déçu.
●(1906-1907) EVENnot 24. (Ar Veuzid) Kerse e kavou honnez ma renk bevan deuz hi c'hegel breman.●(1911) BUAZperrot 122. unan (…) hag a gave kerse dougen dilhad burel, e leac'h dilhad seiz. ●325. Kerse a gavas o vont eus ar gear. ●(1912) MMPM 84. ma kar re ar vro el leac'h ma eo kasset e kavo kerse o vont kuit. ●(1931) VALL 186b. Déchanter ; au fig. tu trouveras à déchanter, tr. kerse a gavi.»
(3) Kouezhañ kerse war ub. : être déçu.
●(1878) EKG II 299. Neuze e kouezaz kerse var ar c'here.
(4) Kerse war vat : impression agréable, sérénité.
●(1906-1907) EVENnot 29. (Landreger, Priel) Kerse war ar vad e vo ganti pa 'c'hei he fried war ar mor rak ne ra nemet ober trouz pa ve er ger. ●Kerse c'hrat (fall)$$$. ●(1920) KZVr 366 - 07/03/20. A Camlez, kerse war vat, tr. «impression agréable.» ●p'arru an amzer dous e ve kerse war vat ganimp. ●(1972) BAHE 75/6-7. N’edo ket Flavius engortoz da gaout tommder evel en e vro, met kerse war-vat, evel ma vez lavaret, a oa bet gantañ, rak dre ma’z astenne an deiz, dre ma klouarae an aer, e veze un dudi arvestiñ ouzh ar begoù-douar o’n em wiskiñ a c’hlazur, a vokedoù-laezh, a vleunioù munut dizanav en e vro.
(5) Bezañ kerse da ub., gant ub. : trouver étrange de.
●(1659) SCger 54a. ie trouve etrange, tr. «querse eo dîn.»
●(1876) TDE.BF 340a. Kerse eo gan-en dioueret anezhañ, tr. «je trouve étrange d'être privé de sa présence.»