n. de l. Kerguidu (Trézélidé, Plougoulm).
I.
●(1877) EKG I I. Emgann Kergidu ha traou all c’hoarvezet e Breiz-Izel Epad dispac’h 1793. ●147. Trei a reaz divar an hent braz gand eul loden euz he dud, evit mont, abiou Begavel, da vaner Kergidu. (...) Epad m'edomp-ni e Tosen-Fantik oc'h en em ganna ouc'h Canclaux, eun daou-ugent den bennag a ziskennaz var an hent braz, d'an traon, hag a freuzaz pount Kergidu.
●(1921) PGAZ 26. hag hano a zo an’ezhi en emgann Kergudu. ●(1923) FHAB Mezeven 6/213. N'eus ket a galt vloaz c'hoaz, pa dec'het diwar hent bras Kastell-Paol da Lesneven, e kichen Pont Kergidu, - brudet dre an emgann a zavas eno, er bloaz 1793, etre tud Gorre-Leon ha soudarded c'hlaz ar jeneral Canclaux. Gwengolo ●9/333. Epad teir zizun e talc'hjont penn d'ar jeneral Canclaux, kanna a rejont anezan, end-eeun, e kichenik Guipavas, met goude emgann Kergidu, e Plougoulm, ar Vretoned a fallgalonas hag a blegas dirag an Dispac'herien.
II.
(1) Akre bone Kergidu.
●(1877) EKG I 160-161. Goude emgann Kergidu, gand aoun na deuche ar vro d'en em zevel a-bez a enep ar republik, e oue digaset da Gastel seiz pe eiz mil soudard, ha forz kanoliou gantho. Mad, peb tro ma'z ea unan-bennag divar ar meaz e kear, eur boned segovii var he benn, da verza eul loan pe eur boezellad ed, ez ea raktal var he lerc'h eur vandenn soudarded en eur leuskel mil malloz ha ne ententet ket. Ar c'homzou-man epken a glevet mad : Akre bone Kergidu. Anat oa o doa c'hoant da jarneal ha da zakreal divarbenn ar boned segovii, abalamour an darn-vuia ac'hanomp a ioa ar boned-se gantho e Kergidu; hag ar re a ioa chommet beo euz a zoudarded Canclaux, n'o doa ket ankounac'heat penaoz oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost oa bet d'ezho kaout-oll ar maro var an dachenn.
(2) Surnom donné aux enfants d’un habitant de Sibiril qui s’était engagé dans la Garde Nationale : bugale Pierig Canclaux.
●(1877) EKG I 161. Bugale an den-ze o deuz dalc'het he les-hano, hag abaoue, e Sibiril, e Cleder, e Plougouloum, ha zoken e Kastel, n'int hanvet nemed bugale Pierrik Canclaux.