coll. & m. –où
I. (botanique) Coll.
(1) Avoine sur pied (plante) Avena sativa.
●(12--) Cqlé f° 60r° [144]. De terra que dicitur Gudul Sancti Ronani, de Rudalt filio Blinliuet, tri hanter minot frumenti et minot kerch et hanter et tres nummi cum obolo et decima tota. ●(1499) Ca 170b. Querch. g. anoyne (lire : auoyne). ●(1633) Nom 75a. Auena : auoine : querch.
●(1659) SCger 12a. bale d'auoine, tr. «pell querc'h.» ●167b. querc'h, tr. «auoine.» ●(1732) GReg 68b. Avoine, ou, aveine espece de menu grain, tr. «Qerc'h. Van[netois] Qérh.» ●(1744) L'Arm 22b. Avoine, tr. «Quêrh.. heu. m.»
●(1849) LLB 66. Prenet kerh Neulieg ha guneh bihan Noal. ●(1868) FHB 158/16a. parkadou kerc'h. ●(1877) FHB (3e série) 22/184a. Ar zegal hag ar c'herc'h a zo bet gouall ranvet gant an avel hag ar glaoeier. ●(18--) SBI I 50. tri farcad kerc'h.
●(1911) DIHU 72/271. Pochadeu kerù Mourieg e zou anaùet mat é kosté Loguneh. ●(1920) FHAB C'hwevrer 227. en e bark o troc'ha kerc'h. ●(1929) FHAB Gwengolo 328. Ar c'herc'h, an heiz n'oant ket dïes da zourna. ●(1939) RIBA 12. Esteu kaer a segal, a gerh, a uénih, a vel.
(2) Kerc'h gris : avoine grise.
●(1906) BOBL 13 octobre 108/3d. Ar dinde Adèle a n'euz groet eur gargamant kerc'h gris.
(3) Kerc'h du : avoine noire.
●(1906) BOBL 13 octobre 108/3d. Ar c'herc'h du a baeer tri skoed pemp gwennek.
II. M. Espèce d'avoine.
●(1877) FHB (3e série) FHB 19/160b. Ar c'herc'hou, e Kerne, a lavarer eun tamik treud.
III. M.
A. Avoine (matière) .
●(1872) ROU 99. Cette farine d'avoine est d'un bon rapport, tr. «Ar bleud kerc'h-ma a ra founn vad.»
B. sens fig.
(1) Carburant.
●(1934) DIHU 278/127. Kafé tuem, un tasad guin, chetu kerh er soudard !
(2) Bout a gerc'h ub. : être du cru de qqn.
●(c.1718) CHal.ms i. cela est de mon crû, tr. «endrase a so a me fond a me c'hierh.»
(3) Kerc'h manac'h : poivre.
●(1885) ARN 32. Poivre. – Br. pebr. Arg[ot] : Kerc'h-manac'h (avoine de moine), usité ailleurs qu'à La Roche.
IV.
(1) Bout kerc'h e-mesk e segal : ne pas tout dire, cacher des choses.
●(1790) MG 48 (G) I. Marion. Réd-è credein en en deès groeit ur péhet benac enorm, hac é hès querh é mesq é segal...
(2) Kouezhañ e gerc'h war e segal : être déçu.
●(1986) (Ku) PLONEVEZ KINTIN Eliza ar Floc'h. Kouezhet eo e gerc'h war e segal : dipitet eo.
(3) Sevel uhel ar c'herc'h da (doull e) c'houzoug : dont da vezañ lorc'hus.
●(1910) FHAB C'hwevrer 54 *Ioen an Tour Gwenn. Sezar, o veza treac'h, a savas evel just uhel ar c'herc'h da doull e c'houzoug, ha, fidamdoustik, eur vech deut er vro, an aotrou ne c'houlenne mui mont kuit. ●(1910) FHAB Mae 150 *Ioen an Tour Gwenn. Neuze e savas ar c'herc'h d'e c'houzoug adarre. ●(1920) MVRO 44/1a (L) L. ar Floc’h. Eun devez, ar c’herc’h a zavas d’ho kouzoug.
(4) Pakañ un tokad kerc'h : essuyer un refus de la part d’une femme.
●(1943) FHAB Gwengolo/Here 349. «Eun tokad kerc’h en deus paket». Eur plac’h yaouank, er zal-dans, he deus dinac’het outan mont da ober eun dro-zans gantan. Pa veze graet eur seurt taol-dismegans d’eur paotr-yaouank e c’helle heman, hervez ar c’hiz, distag eur flac’had, eur gravanad gant ar plàc’h yaouank.
(5) Reiñ un tokad kerc'h : refuser qqn. pour une danse.
●(1935) DIHU 293/257 (G) L. Herrioù. Aveit obér er bâl é ma ret mat kemér en hevelep danseréz. En hani n’er groehè ket e rehé un «tokad kerh» d’er plac’h, ha kement-sé e zo sellet èl un dra dijaoj bras. ●(1980) (K) RIEG G. Peñseg. hi he deus roet un tokad kerc’h dezhañ.
(6) Krouerat kerc'h da ub. : refuser de répondre aux avances.
●(1932) BRTG 168 (G) J. M. Héneu. Bléadeu ha bléadeu é kandal de grouérat kerh d'hé galanted.
(7) Gounit e gerc'h : se mettre sur le dos et agiter les pattes.
●(1978) PBPP 2.1/218 (T-Plougouskant). Gounit e gerc'h, tr. J. le Du «se mettre sur le dos et agiter les pattes /les chevaux feraient cela pour se délasser ?/»
(8) Gounit e gerc'h : être à la renverse.
●(1981) ANTR 156 (L) *Tad Medar. A-greiz-pep-kreiz setu eur strakadenn spontuz da lakaad an daol da faouta hag an dominoiou da hounid o herh.
(9) Gounit e gerc'h : gagner sa vie.
●(1976) KOYO 41 (G) J. Belz. Gant an dra-mañ e c'hellehe un den gounid e gerc'h heb forzh labourad.
(10) Reiñ kerc'h d'e gezeg dre o lost : être avare.
●(1957) AMAH 224 (T) *Jarl Priel. Glaouriñ a raemp gant an naon, o vezañ ma' z oa kustum an itron B... da reiñ kerc'h d'he c'hezeg dre o lost.
(11) Reiñ kerc'h da (lêr) ub. : frapper qqn. Cf. reiñ segal.
●(1866) FHB 59/53a (L) Y.-V. Wilhou. Pe gant leren va fouet me ouezo rei dit kerc'h. ●(1867) MGK 61 (L) G. Milin. O welet piou voa, ha pe zen, / Marzin a grog en eur penn-baz / Ha kerc'h d'he ler e roud ar bas.
●(1914) MAEV 177 (L) K. ar Prat. Ha mar deo al lakisien-ze an hanter muioc'h ? - Ac'hanta, hon devezo kerc'h da rei da bep a zaou ! ●(1952) LLMM 31/59 (Ki-Douarnenez). (Douarnenez) C'hwi 'po kerc'h : taolioù.
(12) Bezañ bet e gerc'h :
●(1896) GMB 549-550 (T). pet[it] tréc[orois] Diwad oñ da oélañn p'em eus bet ma c'herc'h, tr. Émile Ernault «je suis un peu tard à pleurer, puisque j'ai eu mon avoine.»
(13) Reiñ e gerc'h Spagn da ub. : frapper qqn. Cf. français de Haute-Bretagne : une avoinée, tr. « une volée de coups »
●(1732) GReg 83a. Bastonner, tr. G. Rostrenenn «rei e guerc'h-spaign da ur re.» ●428a. Avoir le fouet, tr. «cahout qerc'h-Spaign.» ●428b. Fouetter, tr. «rei qerh-Spaign da ur re.»
(14) (Tommañ, krazañ) e gerc'h (en e forn) : être bien fâché.
●(1942) VALLsup 72. Il sera bien fâché, tr. F. Vallée «e tommo e gerc’h d’ezañ, e krazo e gerc’h d’ezañ (en e forn).»
(15) Hadañ kerc'h e park ub. :
●(1925) DIHU 164/209 (G) Loeiz Herrioù. E han hiniù de hadein kerh é park er réral !
(16) Troc'hañ e gerc'h a-raok e foenn : faire le travail à contre-sens.
●(1869) FHB 238/228a (L) *An Ermit. An hini ne ra ket pep tra d'he vare, a droc'h he gherc'h araôg he foenn, a vezo diez d'ezha ober labour vad.
(16) Bezañ kerc’h e-barzh e vruched : avoir le souffle long.
●(2002) TEBOT 7. Mimp ’zo paotred da Fañch ar Brizh / Kerc’h ’zo ’barzh hon bruched / Ha zo kap’ da ganañ deoc’h / E-pad keit ha ma karfet.
(17) Bezañ stag gant ereoù plouz kerc'h : voir plouz.
(18) Graet diwar kevreoù plouz kerc'h : voir plouz.
(19 Ober an azen evit kaout kerc'h : voir azen.