f. fam. Kêr + ... Personnalisation d'un lieu, de qqn, d'un élément.
I.
●(1866) FHB 91/312b. Lavaret a reac'h e voa ekementse beza ato e kernebeudic. ●(1890) MOA 147a. Lieu où se retire un boudeur, tr. «kear-vouzik, f.»
●(1903) MBJJ 339. hag-eñ eo ken drouk an aotro «keravel» pa c'houe a benn, ha c'houe a goste. ●(1904) BMSB 87. marfad a Gær Wazi. ●(1907) MVET 84. da jomm ganeomp da Gersatan !... ●(1928) FHAB Mae 169. hag hen dougas, gant lorc'h, da Gersatan. ●(1929) MKRN 85. On appelle Paotred Kersparl ceux qui, pendant la messe, restent auprès de la porte. ●(1943) FATI 26. Evite un digarezig, a-greiz c'hoari, e veze gwelet o vont da gêr-vouzig. ●(1957) AMAH 53. kerdrubuilh a oa anezhañ. ●(1967) BRUD 26-27/39. nemed Yann-Grenn abil ha kerdrubuill.
II.
(1) Mont da Gerhun : s’endormir.
●(1910) DIHU 59/79 (G) *Iouan Sant Ili. Naù ér hantér, Iehan, mal e vou monet de gerhun ! ●(1942) DHKN 126 (G) L. Herrieu. Mâl e vo monet de Gerhun. ●(1968) BAHE 58/29 (T) E. ar Barzhig. Degouezhout a rae din ivez menel sorennet gant ar sonioù flour a saven evidon ma-unan, ha kestell el loar, 'raok mont da Gêrhun !... ●(1970) BHAF 117 (T) E. ar Barzhig. Furroh e oa mond da «Gerhun», ha me war ma fouez etrezeg ti ma mignoned.
(2) Kas da Gêrgof : manger.
●(1935) ANTO 173-174 (T) *Paotr Juluen. Eun tamm keuz ha bara sec'h, a-raok kemer an tec'h, gant eur bannac'h te-laez, d'e gas prim-ha-prim da gergof kaez, setu ganin diyunet.
(3) Mont da Gêrvouzhig : bouder.
●(1943) FATI 26 (L) *Tad Medar. Evit eun digarezig, a-greiz c'hoari, e veze gwelet o vont da gêr-vouzig.
(4) Mont da Gêrguzh : cacher.
●(1732) GReg 142b. Cet homme se fait souvent celer, tr. G. de Rostrenenn «an den-hont a ya alyès da guær-guz.»
(5) Kas sant Pêr da Gêrborzh : mener les choses jusqu’au bout.
●(1954) LLMM 42/28 (T) *Evnig Penn ar C'hoad. Bremañ, avat, disac'h da gaoz buan ha buan, ma vo gwelet dre belec'h ez aio Sant Per da Gêrborzh.
(6) Kas ar stal da Gêrnetra : faire faillite.
●(1954) VAZA 47 (T) *Jarl Priel. Dre c'hoari lapavañ ha redek an douilhez, kaset en devoa hemañ e stal da Gernetra. ●(1965) BRUD 20/6 (T) E. ar Barzhig. Hemañ, eur foet-e-voutik anezhañ, ne zoursias euz e nized nemed evid forani o zammig peadra ha kas o stal da Gernetra. ●(1967) BRUD 26-27/41 (T) E. ar Barzhig. Siouaz, mond a ree ar wech-mañ ar stal da Gernetra, ne vane koulz lâred mann gand an daou vignon.
(7) Bezañ a Gêrwazi : être sot.
●(1904) BMSB 87 F. ar May. N'euz 'meit tud diramailh, marfad a Gær Wazi, Garanet war o fas muzul o zotoni, - / Ar re ze a ra goab.
(8) En devout lod e Kêrskouarneg : être sourd ou peu intelligent, ne pas bien comprendre.
●(1912) RVUm 204 (Gu). Henneh en des lod é Kerskoarnek, tr. «Celui-là a sa part à Kersourdaud : il est sourd ou peu intelligent.»
(9) En devout lod e Kerpennek : être têtu.
●(1912) RVUm 204 (Gu). Henneh en des lod é Kerpennek, c'est à dire Henneh e zou pennek.
(10) En devout lod e Kêrdiboan : être fainéant, paresseux.
●(1912) RVUm 204 (Gu). Henneh en des lod é Kerdiboén, c'est à dire Henneh e zou diboén.
(11) Bezañ o chom e Kêrfoulet : avoir mille peines à se suffire.
●(1912) MELU XI 442. Beza o chom e ker fouled, tr. E. Ernault «Demeurer dans la Ville-foulée, avoir mille peines à se suffire.»