plur.
I. (entomologie) Mouches.
●(1499) Ca 18a. Barr an quelyen. g. esmouchouer. ●169a. gallice. esmoucher. brito. barr da quacc an quelyen. ●(1575) M 2248-2249. het quelyen na guenan / Quen paut han drouc Ælez, tr. «essaim de mouche ni d'abeilles / Si abondant que les mauvais anges.» ●(1633) Nom 170a. Muscarium : esuentoir à mouches : euantail an quelyen.
●(1659) SCger 81b. mouche, tr. «quelienen p. quelien.» ●166b. quelienen p. quelien, tr. «mouche.» ●(1732) GReg 641b. Mouche, petit insecte volant, tr. «Qellyenenn. p. qellyen. Van[netois] qellyonen. p. qellyon. qelhyanen. p. qelhyan.» ●(1790) Ismar 23. er prinhuèt, er hleyon, &c. ●(17--) TE 71. cléyon forh néhançus.
●(1838) OVD 117. piquêadur er gùiren e losque hilleih mui eit hani er helion. ●147. Nen dé quet dré ou stoque, mæs quêntoh dré ou zolpe bras én hun importune er hélion. ●(1868) FHB 184/221a. ar zaout keiz, stennet hag hegazet gant ar c'helien, a goll ho fenn, a ia e breskin.
II. (argot de La Roche-Derrien)
(1) Gens.
●(1975) BAHE 87/13. rak ma'z eus kelien letez war an tamm douar patatez-man, hennezh a zo unan anezhe. (…) kelien : tud. (…) Kelien letez : tud sot. (…) Kelien let : tud sot.
(2) Kelien minik : enfants.
●(1885) ARN 24. Enfants (des deux sexes), tr. «Kelien minik.»
●(1975) BAHE 87/13. Kelien minik : bugale.
III. fam. Genoù-pak-kelien : celui qui reste toujours la bouche ouverte.
●(1890) MOA 146b. Bouche toujours ouverte (gobe-mouche), tr. «ginou-pak-kelien, Fam.»
IV.
(1) (Mervel, kouezhañ) evel kelien : mourir en nombre. Cf. tomber comme des mouches.
●(18--) PEN 91/236. Brezel ha mil gwall-reuz a goueo entre-z-hé / Ma varvoint a verniou evel ar c'hellien gwé. ●(1877) FHB (3e série) 11/83a (L) F. Laouenan. Evelse e varvont evel keleien. ●(1889) ISV 181 (L) G. Morvan. Ar re binvidic, gant ho aoun, o doa kemeret an teac'h, hag ar re baour, dilezet e creiz ho dienez, a varve evel kellien.
●(1903) MBJJ 310 (T) L. le Clerc. 'Pez a ra dreist-holl al leanezed, eo badei ar vugale vihan a gavont kalz anê en pred ar maro : dre aman 'ver ken diaket en o c'heñver ha ken louz, ken e varvont evel kelien. ●(1910) FHAB Here 310 *An Tour-Guen. Eur vech avat kroget enno an naonegez, e oent guelet holl o koueza a stougalanjen divar o mogeriou hag o vervel evel kelien. ●(1914) MAEV 227 (L) K. ar Prat. Evel keilhen an dud a goueze a bep tu. ●(1928) FHAB Mae 174 (L) Y.-V. Perrot. an dud a varve evel kelien.
(2) Lazhañ evel lazhañ kelien : tuer en grand nombre.
●(1825-1830) AJC 5864 (Go) J. Conan. Neuse e lasemb a ne evel lasan queillen, tr. F. Favereau «Et ils tombaient alors devant nous comme des mouches.» ●(1863) GBI II 116 (T). Pa save he vâz uz d'ho fenn, / Ho diskare holl, 'vel kelienn, tr. F.-V. an Uhel «...il les abattait tous comme des mouches.» ●(1889) ISV 382 (L) G. Morvan. Rag ar re c'hlaz a laze ar bersoned evel kellien.
(3) Kroget ar c'helien en ub. : être jaloux.
●(1909) NOAR 123-124 (L) K. ar Prat. «Hag ar zantezed ne vezint ket douget da zellet ouzit-te, va ozac'h,» a lavaras ar wreg kroget ar c'helien enni.
(4) (Plomañ, lonkañ) kelien : gober des histoires, des mensonges.
●(1931) VALL 338. Gober des histoires, des mensonges, tr. F. Vallée «plomma kelien.» ●(1970) BHAF 284 (T) E. ar Barzhig. Evid kloza, evel ma n'eo ket ma zanevellig eur gontadenn-wrah ha ma n'on ket oh ober deoh lonka kelien.
(5) Pakañ kelien : avoir la bouche ouverte comme un imbécile.
●(1942) FHAB Gwengolo/Here 199. Arabat oa chom da baka keilhenn, digor ar c'henou, pe da ganta (lenn : gonta) pet bran a yae a-biou, met labourat hep ehan, mont ingalik, krog d'ar mare ha derc'hel betek an noz.
(6) Kaout ur genoù da bakañ kelien : être idiot.
●(1962) LLMM 92/191 (K) Y. ar Gow. A-viskoazh eo bet kontet ar Barizianed da gaout genaoùioù da dapañ kelien ha dizale e tiskouezas everien an davarn na oa ket bet laeret ganto ar vrud-se.
(7) Reiñ kelien da (blomañ, lonkañ) : tirer des carottes.
●(1732) GReg 449b. En donner à garder, tr. G. Rostrenenn «rei qélyen da blouma, ou, da louncqa.»
●(1890) MOA 157 (L). Tirer des carottes à q.q., tr. J. Moal «rei kelien da lounka, - rei kelien da blouma. ●196. Faire croire à q.q. tout ce que l'on dit, tr. J. Moal «rei kelien da bloumma.»
●(1908) FHAB Mae 137. Dre ar gevier a stignent, dre ar binim a zilent en ho c'hazetennou eo o doa dallet, hag, evel pa lavarfen, mesvet tud berr a spered ha dibreder, eaz-tre rei kelien dez-ho da lounka, ha frita aëred eleac'h siliou. ●(1931) VALL 98. Tirer des carottes à, tr. F. Vallée «rei kelien da lonka (ou da blouma).»
(8) Bout piket gant ar gelienenn : avoir envie de se marier.
●(1942) DHKN 160 (G) Loeiz Herrieu. Piket e oent ou deu, èl ma larér, d'er gelionen hont !...
(9) Krog ar gelionenn dall en ub. : être ivre.
●(1910) DIHU 64/157 (G) *Iouan Sant Ivi. Krog e hra er gelionen dal énnoh, Bleùhir ! Petra e vennet hui laret ?
(10) Krog ar gelionenn dall en ub. : avoir envie de semarier.
●(1941) DIHU 361/298 (G) L. Herrioù. Ha me skrivourig en des keméret én hé halon el léh goulé. Breman é karehent ou deuig en em-zastum aveit seùel un néhig aral. De bep oed é krog er gelionen dal én dén !
(11) Kouezhañ ur gelienenn en e laezh :
●(1954) VAZA 63 (T) *Jarl Priel. Adal ne vane ken e yalc'h va zad muioc'h a wenneien eget a blu war gein ur silienn, setu ur pikol kelienenn o paouez kouezhañ em laezh !
(12) Bezañ flemmet gant ur c'hozh kelienenn : être jaloux.
●(1909) NOAR 125 (L) K. ar Prat. «Eun dra bennak a wir a zo er pezh a livirit d'in aze, daoust ma welan sklaer ez oc'h bet flemmet gant eur goz kelienen.
(13) Na gemer ur gelienenn evit ur marc'h : avoir le jugement sûr.
●(1973) SKVT II 141 (Ki) Y. Drezen. Un den, hag a ouie barn an darvoudoù hag an dud, diouzh o ment, ha ne gemere ket ur gelienenn evit ur marc'h.
(14) Chakañ kelien : être impatient.
●(1984) LPPN 525. (Poullaouen) Chakañ kelien, tr. F. Favereau «s'impatienter, devenir chèvre.»