Devri

keit-ha-keit

keit-ha-keit

adv., prép. & m.

I. Loc. adv.

A. spat.

(1) De même longueur.

●(1732) GReg 583a. Ils sont d'une même longueur, tr. «qéhyd ha qéhyd int.»

●(1910) MAKE 48. ken na deuas e varo keit ha keit war an daou du eus e veg !

(2) À la même distance.

●(1890) MOA 222a. C'est la même distance, tr. «keit ha keit int ac'hann.»

B. temp. Aussi longtemps.

●(1962) TDBP III 143. Keid-ha-keid omp bet oc'h ober on tro, tr. «nous avons été aussi longtemps l'un que l'autre à faire notre tournée.»

C. sens fig.

(1) Égaux (en valeur, en droits, etc.).

●(1862) JKS 323. ar re vad kouls hag ar re fall ho deuz bet ho lod digant Doue keit-ha-keit. ●(1872) DJL 44. N'hallo biken an oll tapa keit-a-keit.

●(1911) BUAZperrot 686. Gwiriou Charlez Bleiz ha re Yan Montfort, hervez barnerien an amzer-ze, a ioa keit ha keit. ●(1911) SKRS II 75. An holl relijionou a dalv keit ha keit. ●(1926) FHAB C'hwevrer 50. p'o deus laket an dud da veza keit ha keit, dre al lezenn. ●(1926) FHAB Meurzh 85. lezet o doa lakat o holl broïou keit ha keit, dindan dorn eur gostezenn politik pe eun all, ha setu evelse eo en em zilet êsoc'h ha dounoc'h ar menoz hag a denn da lakat ivez an holl gredennou keit ha keit ; – ha, gant ze c'hoaz, eo en em zilet ivez ar menoz hag a denn da lakat an holl dud keit ha keit vit pez a zell ar peadra. ●(1926) FHAB Ebrel 132. Ha bez' ez' eus unan trec'h d'ar re all ? Nann, keit ha keit int o zri.

(2) (Payer) La même somme l'un que l'autre, autant l'un que l'autre.

●(1866) FHB 65/100b. o daou o devoa da baea keit ha keit d'ar perc'hen.

II. Loc. prép.

(1) Keit-ha-keit gant : de même valeur que.

●(1923) SKET I 10. e oa manet ar c'heltieg e Galia yez ar renkadou uhela hag e kerze c'hoaz keit-ha-keit gand al latin. ●(1926) FHAB Eost 289. da lavaret eo, e fell d'ezi he defe an Iliz katolik gwiriou keit ha keit gant pep kredenn ha pep relijion all.

(2) Keit-ha-keit etre : juste entre.

●(1977) DAHG 78. Evel ul luc'hedenn, ur saezh a oa deut, en ur fraoñval, d'en em stekañ el leur, keit ha keit etre an div blac'h yaouank.

(3) Keit-ha-keit diouzh : aussi loin de.

●(1893) IAI 263-264. Keit ha keit e vezont euz ar brouez hag euz ar morzidigez.

III. M. Égalité.

●(1847) FVR 184. Al liberte, ann egalite hag ar fraternite, pe ar frankiz, ar c'heid-ha-keid, hag ar vreudeuriez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...