Devri

joskenn

joskenn

f. –où

A.

(1) Hure.

(17--) CBet 2408 (not.). Josquen a un asen.

(18--) SBI II 92. eun tam euz ma joscon, tr. «un morceau de ma hure.»

(2) Joue de porc.

(1926) FHAB Mezheven 235. ar joskennou a voe debret da heul. ●(1935) BREI 409/2a. eur pez josken, an hanter vrasan eus penn ar porc'hol.

(1976) BAHE 91/27a. E-touez an traoù hag a veze kemeret preder ganto da vat, e oa an div joskenn hag ar pezh a anver e brezhoneg an depouilhoù.

►spécial. Demi tête de porc rôtie.

(1954) VAZA 51. kig sall pe joskenn. ●(1988) TOKO 57. Eur joskenn borhell rouzet mad a oa war an daol.

B.

(1) fam. Penn joskenn : qui a de grosses joues.

(1970) BHAF 112. Meur a vannah gwin a oa bet lakeet war benn, emichañs, rag kana a ree ar baotred er brosesion ken na fiñdaone, ha ruz ar hokennou, dreist-holl penn-joskenn Jañ-Maï Huerou, ar maer. ●257. c'hwezet mad e zioujod, dreist-oll, eur penn-joskenn, evel ma vez lavaret em Bro-Dreger.

(2) burlesq. Joskennoù a-dreñv : les fesses.

(1966) YDERrien 9cd. Pa deu d’an aod da neuñ ne vez ket pell o wiskiñ / He joskennoù a-dreñv gant ur monokini.

(3) burlesq. Pardon ar joskennoù : claquer la bise.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...