Devri

implij .1

implij .1

m. –où

I.

(1) Emploi.

(1732) GReg 335b. Emploi, occupation, commission, tr. «Implich. p. implijou. Van[netois] imple. implich. pp. ëu

(1857) HTB 24. an impli euz ar madou-ze.

(2) Emploi, poste de travail.

(1949) LLMM 12-13/17. Dalc'het e voe eta Jampi Rognant en e implij daoust dezhañ da vout kemeret evit un darsod gant e gamaraded labour koulz hag e vistri.

II. [en locution]

A. [compl. : qqc.]

(1) Ober implij diouzh, gant, a, eus udb. : employer qqc.

(17--) TE 217. d'obér implé ag en héritage en doai bet doh Eli.

(1857) HTB 24. ar stum ma po gret impli dioute. (…) an impli euz ar madou-ze. ●(1869) SAG 125. proui da bep den a ra c'hoaz implij euz he skiant, pegen kaer pedenn e ran beza sin ar Groaz. ●(1896) LZBt Meurzh 25. koulskoude na re impli ebed na gand opium na gand gwin. ●(18--) SAQ II 328. Danvez zo mad pa zeont gant karantez, pa rear anezho implij mad, pa roer lod d'ar paour...

(1909) FHAB Meurzh 80. grit implij vat gantan. ●(1910) MBJL 13. evit ober impli eus ar pez o dije skrapet er broio all. ●(1925) FHAB Gwengolo 333. Ar vedisined a ra implij eus ar brulu (...) ouz al lamm-kalon. ●(1949) KROB 12/12. Meur a hini (…) ne reont implij ebet a vutun.

(2) Lakaat en implij : employer.

(1886) SAQ I 11. Hag alies evit ho savetei ar Verc'hes a lakaio en implij ar pez a zeblant an nebeuta nerzus var an douar. ●(18--) SAQ II 318. Lakaat en implij (...) ar remed.

(3) Bezañ en implij : être en usage.

(1869) FHB 244/280a. E kostez Pon-'n'Abad ar ger del a zo c'hoaz e kiz, en implij evid signifiout delyou.

(4) Bezañ en implij gant ub. : être employé par qqn.

(1907) PERS 311. ar skudel bri a oa abaoue keit amzer en implij gant an Aot. Person.

(5) Lezel hep implij : ne pas employer.

(1912) BUAZpermoal 254. Galloud da zeski a oa ennan, koulskoude, mes ar galloud-ze a zo dinerzet, o vezan bet lezet re bell hep impli.

(6) Kavout implij da =

(1911) BUAZperrot 728-729. kerkent ha dispeg diouz ar beden, e kave implij d'he daouarn.

B. [compl. : qqn]

(1) Reiñ implij da ub. : employer qqn.

(1732) GReg 336a. Emploïer quelqu'un, lui donner de l'emploi, tr. «rei implich da ur re

(2) Kavout implij da ub. : trouver à employer qqn.

(1924) ARVG Here 229. Eur pôtr a vanke da zifretan ; setu voe kavet impli da Fanch raktal.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...