adj., prép. & adv.
I. Attr./Épith.
A. spat.
(1) Long.
●(1499) Ca 23a. g. longs cheueux rigot. b. bleu hir. ●(1633) Nom 150b. Pristis : nauire longue & estroite : lestr hir ha striz.
●(1843) LZBg 1añ blezad-2l lodenn 119. Abad un hent quen hir. ●(1857) CBF 72. na pegen hirr ho paro ! tr. «que votre barbe est longue !» ●(1877) EKG I 291. he vleo hirr, e giz Kerne.
●(1902) PIGO I 122. da skeud a welen hirr-hirr am oa kemeret evidoud da-unan ! ●(1907) BSPD I 639. ur peul hir. ●(1928) BFSA 132. Hir eo an hent, a-blom an heol.
(2) Loin.
●(1846) DGG xx. re hir dious ar bourg. ●3. Dont a ri betec amâ, ha n'ez i quet hirroc'h. ●(1877) BSA 278. An ejennet arruet var beven an douar-se, a jome krenn a za, hag a reuze mont hirroc'h.
(3) (danse) Dañs hir : gavotte dansée en chaîne ouverte.
●(1963) TDBB 143. Dans les terroirs où la gavotte se fait en chaîne ouverte, elle est – ou a été – appelée assez souvent dañs hir (danse longue).
(4) (en plt de la mer) Longue.
●(1979) VSDZ 152. (Douarnenez) Ar mor zo berr, ya, an dra-se vez lavaret… e-giz bremañ, gant avelioù bremañ, ar mor zo berr ivez (…), gant ar geun ar mor zo berr peogwir 't eus ket houlenn gant an amzer-mañ. Hag ar mor zo hir e-giz ma vez lavaret pa 'mañ an avel deus ar maez… Ma't eus c'hoant, e-kreiz, etre an div houlajenn a zo hirendez. Bremañ emañ an avel a-zouar, setu al lamm zo berr, ar mor zo berr, tr. (p. 314-315) «La mer est courte, oui, on dit cela… Comme maintenant, avec des vents comme maintenant la mer est courte, avec de forts vents de terre, la mer est courte avec de forts vents de terre. Et la mer est longue comme on dit avec des vents du large… Si tu veux, au centre, entre les deux houles il y a de la longueur. Maintenant le vent vient de terre, ce qui fait que la lame est courte, la mer est courte.» ●156. al lamm zo kalz hiroc'h, tr. (p. 317) «la lame est beaucoup plus longue.»
B. temp.
(1) Long, qui dure.
●(1787) BI 211. durand unn divannéh quenn hir.
●(1818) HJC 289. pedenneu hire. ●(1862) JKS 295. ne vezo ket hirr ho poaniou diwar-vreman. ●(1877) EKG I 175. sermoniou hir, inouuz. ●(1878) EKG II 150. An arvest ne oue ket hirr.
●(1904) LZBg Meurzh $$$. ur voiaj hir. ●(1910) MBJL 27. ar brezel hir hag euzus o deus Breiziz bet d'ober ouz o gwaskerien. ●(1913) DIHU 102/371. Er berù bihan e vé hiroh aveit hani er chistr. ●(1928) FHAB Mezheven 219. ar c'haz a lezas eur glemmadenn hir.
(2) Bezañ re hir : prendre trop de temps.
●(1878) EKG II 71. Ar varrikenn a ioa divoulc'h : lakaat eun duellenn enn-hi a ioa re hirr.
(3) Hir-hir : longuement.
●(1958) LLMM 67/102. e laoskas ur viaouadenn hir-hir heñvel a-walc'h ouzh garm ur c'hrouadur o paouez dihuniñ en e gavell.
C. sens fig.
(1) Hirañ : le plus.
●(1906) KANngalon Du 255. Er mare me doa hirra poan.
(2) =
●(1872) DJL 17. peurleunia he ialc'h hir.
(3) Kaout anal hir : avoir du souffle.
●(1942) FHAB Du/Kerzu 224b. ret eo kaout alan hir ha jaritellou boazet.
II. Adv.
A. spat.
(1) Loin.
●(1868) FHB 167/86a-b. lavaret a reas dezho e voant re hir dioc'h Kerlaguen. ●(1877) MSA 210. An ejennet (...) a jome krenn a za, hag a reuze mont hirroc'h.
●(1907) FHAB Gwengolo 197. ken hir emaint diouzomp. ●(1911) BUAZperrot 793. re hir edo diouz ar bourk. ●(1923) AAKE 49. ne dei ket a re hirr. ●(1928) FHAB Meurzh 120. met re hir e oa diouz an hent.
(2) [après un adj.] Qui a (qqc.) de long.
●(1878) EKG II 157. eur fouet blansounet-kroaz (…) touchennet-hir.
●(1903) MBJJ 240. daou bod gouket-hir.
B. temp.
(1) Longtemps.
●(14--) Jer.ms 55. Pan sentis a enep guyr rehyr ouz drouc pryent, tr. «Quand j’ai obéi contre la justice trop longtemps à un ordre mauvais.» ●(1530) Pm 71 (Tremenuan). Ma map ham ny flam hir amser / Guenez ouff leset en caleter, tr. «Mon fils et mon neveu, certes longtemps, / Par toi je suis laissée en peine.»
●(1867) FHB 120/126a. N'ouffent ket padout hir. ●(1867) FHB 140/288b. Setu penaoz e tal al labourou doun hirroc'h evit al labourou baz. ●(1877) BSA 23. e c'houlennjont beva hirr aoualc'h evit guelet ar c'hrouadur bennget-se.
●(1905) IVLD 200. Re hir ounn chomet da vernia digareziou. ●(1911) BUAZperrot 266. Pa jome re hir. ●(1923) ADML 75. ne zaleaz ket re hirr goulskoude da jokat geriou gand e gamaladed.
(2) Long.
●(1633) Nom 223b. Solstitium : le plus long iour de l'an : an hirraff dez ves an bloaz. ●256a. Morbus longus, longinquus, tardus , maladie longue : cleufuet hir.
C. sens fig.
(1) Davantage, plus.
●(1906) KANngalon Here 240. eur skrid hag a dall hirroc'h eget billiji bank ? ●(1925) FHAB Genver 30. Siouaz ! ne c'hellas ket lavaret hirroc'h. ●(1928) FHAB Meurzh 87. seul nebeutoc'h e labouront ha seul hirroc'h int paet.
(2) Cher.
●(1868) FHB 142/304a. ma ho guerzont hirroc'h.
●(1915) HBPR 209. guerzet pe fermet, d'an hini a lakaje hira. ●(1925) FHAB Mae 195. derc'hel tiegez a goust hir.
(3) De plus.
●(1923) KANngalon Mae 405. eur vech hirroc'h.
D. sens fig. D'an hirañ, da hirañ : au maximum, au mieux.
●(1877) EKG I 44. en eur baea anezho an degved, da hirra, euz ar pez a dalvezent. ●252. tri-c'hard heur vale d'an hirra. ●(1889) ISV 183. 500 pardoner da nebeuta, 800 da hirra.
●(1921) FHAB Mezheven 146. e pemzek dez pe e teir zizun d'an hirra. ●(1922) FHAB Genver 4. Displegadenn e 5 pajen d'an hirra war unan pe unan eus an daou zanvez-man.
E. Loc. prép. Dre hir : à force de.
●(1849) LLB 1178. Dré hir rein piligad. ●(1897) EST 10. dré hir derhel de labourat.
●(1902) LZBg Genver 49. dré hir kleuet goalgonz ag er grechénion. ●(1903) LZBg Du 247. dré hir labourat ha poéniein. ●(1903) LZBg Du 263. dré hir lakat poén geté. ●(1934) BRUS 90. A force de, tr. «dré hir.»
III. Loc. adv. A-dro-hir : en faisant un grand tour.
●(1908) FHAB Genver 30. Ar jeneral Lyautey, goude beza o c'hasset d'ar gear, a ieas d'ezo a dro hir, hag o c'helc'has en o menneziou.
IV.
(1) Bezañ hir e zent : voir dent.
(2) Bezañ hir e fri : voir fri.
(3) Bezañ hir e ivinoù : voir ivinoù.
(4) Bezañ hir beg e vinaoued : voir minaoued.
(5) Hir ha moan evel gwareg-ar-glav : voir gwareg.
(6) Hir evel un deiz hep butun : voir butun.
(7) Hir evel an drougamzer : voir drougamzer.
(8) Hir evel un diskrouger anduilh : voir anduilh.
(9) Leuskel re hir ar gordenn gant ub. : voir kordenn.