Devri

gwir wellañ

gwir wellañ

adv.

(1) Bezañ gwir wellañ o =

(1879) BMN 172. E creiz ma oa guir vella o labourat evit silvidigez an eneou. ●(1869) HTC 12. Epad m'edont guir vella o labourat. ●141. P'edont guir vella oc'h en em ganna. ●(1894) BUZmornik 479. a greiz m'edo guir vella o pedi. ●(18--) MILg 209. Pa édo guir vella en é vro.

(2) En e wir wellañ = a-zevri, da vat.

(1866) FHB 53/5b. A greiz m'edo en he guir vella.

(1923) FHAB Du 433. A greiz m'edont en o gwir wella oc'h ober hent. ●(1926) FHAB Genver 28. a greiz m'edo evelse, en e wir wella, gand e ardou, ar c'hanfart all a zigouezas. ●(1928) FHAB Mezheven 215. Dres, p'edo o kerzet, en e wir wella, setu ma wel eur c'had o vont eus a dre e dreid. ●(1929) FHAB Mae 175. Breman ez eus 1.400 vloaz, endra m'edo ar Zaozon, en o gwir wella, o waska ar Vretoned.

(3) Ober e wir wellañ : faire tout son possible, faire au mieux de ses capacités.

(1949) LLMM 17/28. Va gwir wellañ a rin. ●(1950) LLMM 23/26. E wir wellañ a raio, emezañ...

(4) En e wir wellañ : dans la force de l'âge, en plein possession de ses moyens, au top de sa forme.

(1923) FHAB Gouere 242. Daou ugent vloaz ! eo oad an den en e wir wella. ●(1932) FHAB Kerzu 493. Sebastian ar Balp hag a oa en e wir wella, 30 vloaz, – ma ne vije ket bet lazet, dre drubarderez, evel ma voe, en divije, da gredi eo, torret he ereou d'hor Breiz. ●(1934) FHAB Mezheven 260. Yer hag a zo en o gwir wella p'o lazer ha nann yer hanter glanv pe varo dre glenved. ●(1934) FHAB Gouere 276. stumm eur vaouez eta hag a zo c'hoaz en he gwir wella, e kreiz he nerz hag he gened. ●(1935) FHAB Ebrel 177. War gorf ar stourmer kalonek, diskaret, en e wir wella, d'e bevar bloaz ha tregont.

(5) En e wir wellañ : à sa meilleur époque, à son apogée, en pleine maturité, prospérité.

(1927) FHAB Gouere 133. p'edo pardon ar Seiz Sant en e wir wella, da lavaret eo breman ez eus pemp kant vloaz. ●(1929) FHAB Mae 162. P'edo Breiz en he gwir wella, distag a-grenn diouz ar rouanteleziou all, ha ker mestrez en he zi ha roue Pariz en e hini.

(6) Ar gwir wellañ =

(18--) SAQ I 161. E kreiz ar guir vella plijadur, setu hoc'h en em ziskuez eun dorn mysterius.

(6) C'hoari d'ar wir wellañ = (?) bezañ an hini gwellañ (?).

(1955) STBJ 172. e c'hoariemp adarre d'ar wir-wella.

(7) E gwir wellañ =

(1847) BDJ 24. Mes a greiz ma hedo tad Samha e gur-welha.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...