Devri

gwashoc'h

gwashoc'h

adj. cf. gwazh .1

(1) Pire.

●(1732) GReg 725b. Pire, plus mauvais, tr. «goaçzoc'h.»

●(1910) MAKE 57. gant aoun da veza nasket berroc'h ha gwasket gwasoc'h ??? ●(1938) FHAB C'hwevrer 40. o veza ma felle ganin en em virout diouz abadennou gwasoc'h.

(2) Gwashoc'h eget : pire que.

●(1857) HTB 119. hag en em leze da vont gwasoc'h evit biskoaz d'an aoulaj ha da reuz ar iauankisou.

●(1907) PERS 356. iost ha feaz goasoc'h eget biskoaz.

(3) Gwashoc'h a se =

●(1862) JKS 83. Ann hini n'en em ziwall ket dioc'h ar pec'hejou bihan, nebeut a nebeut a affeillo gwasoc'h a ze.

(4) Seul washoc'h a-se =

●(1911) BUAZperrot 93. seul goasoc'h a ze e kerze varnezan.

(5) Gwashoc'h-gwazh : de pire en pire.

●(1877) BSA 139. An avel ne zioula tam, sutal a ra guassoc'h-guass. ●(1889) ISV 488. Kementse hen lakea da doui ha da egari goasoc'h goas. ●(18--) SAQ II 190. evel ar vegin o planta avel da lakaad an tan da gregi gwasoc'h gwas.

●(1907) AVKA 68. Gwasoc'h gwaz e klaskent en kas d'ar maro. ●(1910) FHAB Here 311. Hogen ar re-man a varvilime atao gwasoc'h-gwaz ar vro. ●(1924) BILZbubr 40/898. Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwasoc'h-gwaz an eil eget egile.

(6) Ober gwashoc'h eget paouez : ne faire qu'empirer les choses.

●(1893) IAI 251. Da c'hedal, e raint gwasoc'h evit paouez, da vreudeur Jezus-Krist.

●(1908) PIGO II 114. Gwasoc'h 'vit paouez a rêr, eme unan, o stourm ouz ar gouarnamant. Ouz hennez ne c'honeer nep gwech. ●139. Koulskoude, emean, en eur ober eur zonj-all, marteze 'm eus gret gwasoc'h 'vit paouez o tec'hel e-kwit... ●(1935) BREI 416/3c. En Alamagn, ar re a savas Hitler betek er renk uhelan o deus graet gwasoc'h evit paouez : ken bleiz eo hag ar bleiz e-unan.

(7) Lavarout gwashoc'h eget paouez : dire pis que pendre.

●(1872) GAM 12. Ac'hanoc'h-hu, Aotrou, euz bet lavaret d'ar veleien, goasoc'h eget paouez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...