Devri

gwashoc'h

gwashoc'h

adj. cf. gwazh .1

(1) Pire.

(1732) GReg 725b. Pire, plus mauvais, tr. «goaçzoc'h

(1910) MAKE 57. gant aoun da veza nasket berroc'h ha gwasket gwasoc'h ??? ●(1938) FHAB C'hwevrer 40. o veza ma felle ganin en em virout diouz abadennou gwasoc'h.

(2) Gwashoc'h eget : pire que.

(1857) HTB 119. hag en em leze da vont gwasoc'h evit biskoaz d'an aoulaj ha da reuz ar iauankisou.

(1907) PERS 356. iost ha feaz goasoc'h eget biskoaz.

(3) Gwashoc'h a se =

(1862) JKS 83. Ann hini n'en em ziwall ket dioc'h ar pec'hejou bihan, nebeut a nebeut a affeillo gwasoc'h a ze.

(4) Seul washoc'h a-se =

(1911) BUAZperrot 93. seul goasoc'h a ze e kerze varnezan.

(5) Gwashoc'h-gwazh : de pire en pire.

(1877) BSA 139. An avel ne zioula tam, sutal a ra guassoc'h-guass. ●(1889) ISV 488. Kementse hen lakea da doui ha da egari goasoc'h goas. ●(18--) SAQ II 190. evel ar vegin o planta avel da lakaad an tan da gregi gwasoc'h gwas.

(1907) AVKA 68. Gwasoc'h gwaz e klaskent en kas d'ar maro. ●(1910) FHAB Here 311. Hogen ar re-man a varvilime atao gwasoc'h-gwaz ar vro. ●(1924) BILZbubr 40/898. Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwasoc'h-gwaz an eil eget egile.

(6) Ober gwashoc'h eget paouez : ne faire qu'empirer les choses.

(1893) IAI 251. Da c'hedal, e raint gwasoc'h evit paouez, da vreudeur Jezus-Krist.

(1908) PIGO II 114. Gwasoc'h 'vit paouez a rêr, eme unan, o stourm ouz ar gouarnamant. Ouz hennez ne c'honeer nep gwech. ●139. Koulskoude, emean, en eur ober eur zonj-all, marteze 'm eus gret gwasoc'h 'vit paouez o tec'hel e-kwit... ●(1935) BREI 416/3c. En Alamagn, ar re a savas Hitler betek er renk uhelan o deus graet gwasoc'h evit paouez : ken bleiz eo hag ar bleiz e-unan.

(7) Lavarout gwashoc'h eget paouez : dire pis que pendre.

(1872) GAM 12. Ac'hanoc'h-hu, Aotrou, euz bet lavaret d'ar veleien, goasoc'h eget paouez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...