v. tr. d.
I.
(1) Demander.
●(1499) Ca 97b. Goulenn. g. demander. l. peto / tis. ●(c. 1501) Donoet 19-15. qua agolen lec ma tremen[er, tr. « Qua demande le lieu où l’on passe »
●(1659) SCger 151a. goulen, tr. «demander.» ●(1732) GReg 263a. Demander, tr. «Goulenn. pr. goulennet.» ●263a. Demander sa vie, tr. «goulenn an alusenn.»
●(1835) AMV 48. Goulennit hac ho pezo. ●(1862) JKS 239. Goulenn a reer petra a vraz en deuz great hen-ma-hen. ●(1864) SMM 102. Goulennit ar belec, kentre ma velot e viot clan a zevri. ●(1880) SAB 63. Daou baour kez dall (...) o c'houlenn an eluzenn. ●(18--) SAQ I 307. Goulennit hag ho pezo. ●(18--) SBI II 203. hac hi goulenn malan, tr. «ils demandèrent à faire moudre.»
●(1905) KANngalon Du 536. ar glemmaden-ma evit goulen zikour. ●(1905) IVLD xi. Ar Verc'hez he-unan e deuz goulennet ez afe tud di, ne ket a hiniennou eo, mes e prosesion. ●(1915) HBPR 73. goulen sikour an intru. ●(1926) BIVE 20. (Jobig) D'ober... petra ? / (Tonton Jakez) D'ober d'ar zod goulenn ha d'ar fur tevel !
(2) Goulenn digant, gant : demander à (qqn).
●(1612) Cnf 27a. ha da goulen digantaff, pe-rac ez edoc'h-huy aman. ●(1621) Mc 84. autreit diff an pez á goullennaff digueneoch.
●(1727) HB 227. o c'houlen / Sikour digueneoc'h. ●(1732) GReg 263a. Demander une chose à quelqu'un, tr. «Goulenn un dra digand ur re.»
●(1876) TDE.BF 432a. me ia da c'houlenn digant ar mestr ha da loja a raio. ●(1878) EKG II 138. da c'houlenn golo digant Bielon. ●(1889) SFA 110. goulenn kuzul digant H.T.S. ar Pap. ●(1896) HIS 62. Hañi ag er soudarded ne brediras goulen doéré erbet geti.
●(1902) PIGO I 4. hag hen o c'houl gant ar c'hamarad-ze : (...). ●(1939) RIBA 1. Goulennet genein (…) penaos éh on deit de vout pinùik.
(3) Goulenn ouzh, diouzh : demander à (qqn).
●(1530) Pm 53. Maz goulennas oute queffret / An guerches pur illur furmet / Perac tra eu ezouchuy duet / Guir commun vhel dam guelet, tr. «Si bien qu'elle leur demanda, à tous ensemble, / La vierge pure, glorieusement créée : / Pourquoi êtes-vous venus, / Haute et loyale compagnie, me voir ?» ●74. Neuse hy en enterrogas / Hac outaff tenn a goulennas, tr. «Alors elle l'interrogea, / Et fermement lui demanda : (…).» ●123. Neuse thomas a goulennas / Oute clouar ha hegarat, tr. «Alors Thomas leur demanda / Doucement et aimablement.» ●(1576) Cath p. 6. breman me goulen ouzit : pezadra ez eux te assemblet quemet-man a pobl en vean, tr. «pourquoi as-tu assemblé tant de peuple en vain (…) ?» ●(1621) Mc 83. An heuelep tra ma Doue à goulennaff diouzoch. ●(1633) Nom 215a. Quiritatus : cry, brayement : cry, pa goulenner sicour diouz vn al.
●(1659) SCger 38b. demander, tr. «goulen dioc'h.» ●(1727) HB 226. o c'houlen sikour ouzomp.
●(1880) SAB 174. e c'houlennsont ouz Jesus petra dliet eta ober d'ar vreg-se. ●(1894) BUZmornik 8. hag hema a c'houlennaz outhan pe hano en doa. ●(18--) TVG 6. Hac hi goulen diouzin ha me am boa guelet Yan-Gornec.
●(1911) BUAZperrot 453. goulenn diouz he fried aotre da vont da leanez.
(4) absol. Mendier, quêter.
●(1923) KNOL 142. Me 'zo bet pinvidik. N'em eus gwenneg ebet mui. Mez am befe o vont da c'houlen.
(5) [au passif] Bezañ goulennet da : être demandé comme.
●(1915) MMED 255. Theophil a oue goulennet da eskop gant ar gristenien pa varvas an eskop koz.
(6) Yann Goulenn : personnification des mendiants.
●(1909) FHAB C'hwevrer 57. Yan-Goulen ne c'hell ket heb koll e hano en em viska ken faro hag ar mondian.
(7) Goulenn ma : demander que.
●(1911) KANNgwital 105/58. goulen ma kresko en he ene buez ar c'hraz ha ma vo pelleat dioutan kement a c'hell he semplaat ennhan. ●(1911) DIHU 66-67/186. Drougeu ha poénieu e zou arnonn men goalh ; goulen e hran ma abafeint (diminuer). ●(1915) HBPR 27. Goulen a reomp ma vo galvet holl eskibien Bro-C'hall d'en em unani en eur c'honseil. ●(1916) KANNlandunvez 64/462. goulen ma vezo diarbennet an enebour kriz a dennaz ar goaleuriou-ma var ar bed.
(8) Goulenn hag-eñ : demander si.
●(1862) JKS 239. Goulenn a reer hag hen zo (…) eunn den a daill ha desket kaer.
II. [au nég.] Na c’houlenn (ket) : ne pas vouloir.
●(1947) YNVL 93. Ar yaouankiz a zo ur boked eus ar c’haerañ ’zo er bed, nemet bresk ha kizidik. Ne c’houlenn ket bezañ flac’hotet.
III. [en locutions]
(1) Goulenn amplik : demander un peu trop.
●(1872) ROU 73b. Vous demandez un peu trop, tr. «amplic a c'houlennit.»
(2) Goulenn e vuhez : demander grâce, quartier.
●(1825-1830) AJC 5912. ehegond dan doulin da houlen o bué.
(3) Goulenn termen : demander un répit.
●(1954) LLMM 47/42. Ar Ramz neuze a c'houlennas termen ac'han d'an deiz war-lerc'h d'an eur-se.
(4) Goulenn degemer, digor, lojeiz : demander à être reçu, demander asile.
●(1909) KTLR 160. Hag evel ma oa eur zoudard koz, e zeaz na petra ta, d'an ti kear da c'houlen lojeiz. ●(1911) BUAZperrot 259. Yaouank flamm oa c'hoaz pa c'houlennas digemer e manati sant Mark. ●291. Anselm, d'e bemzek vloaz, a yeas da c'houlenn digor en eur manati eus e vro.
(5) Goulenn kresk : demander de l'augmentation.
●(1847) MDM 3. mar teu ervad ho mestr da c'houlenn kresk.
(6) Goulenn rank : demander un répit.
●(1931) VALL 648a. demander un répit, tr. «goulenn rank.»
(7) Goulenn penn diwar ub. : demander des nouvelles de qqn.
●(1957) BRUD 1/16. Perig, atao, o houlenn penn diwar e dad... Tad... E peleh emañ ?
(8) Goulenn anv eus ub. : demander des nouvelles de qqn, s'enquérir de qqn.
●(1869) HTC 156. Neuze ec'h en em lakejont da c'houlenn hano anezhan digant ho c'herent hag ho anaoudeien.
(9) Goulenn anv a, ouzh ub. : demander des nouvelles de qqn, s'enquérir de qqn.
●(1909) KTLR 230. C'hui a ielo d'ho guelet evit goulen hano deuz ho tud. ●(1915) MMED 249. en eur glask Jesus e pep leac'h, o c'houlenn hano anezan hep ehan.
(10) Goulenn par : demander le mâle.
●(1928) FHAB Genver (couv. 4). Poudre Africaine Moreul, louzou da lakaat ar parezed da c'houlenn par.
IV. Goull voir goull .1
●(1942) DADO 11. A-walc’h, va faotr ! ne c’houllan ket beza moustret ganeoc’h.
V.
(1) Goulenn bezañ maout : voir maout.
(2) Goulenn bezañ krouget : voir krouget.
(3) Goulenn bezañ lonket : voir lonket.
(4) Goulenn bezañ lonket gant al loar : voir loar.
(5) Goulenn per digant an evlec'h : voir per.
(6) Goulenn kastrilhez digant un halegenn : voir kastrilhez.
(7) Goulenn skoaz : voir skoaz.
(8) goulenn dour da evañ : voir dour.