Devri

goañv / gouiañv

goañv / gouiañv

m.

I.

(1) Hiver.

(1499) Ca 97a. Gouaff. g. yuer. ●(c.1500) Cb [Gouaff]. Gouaff. g. yuer. ●gal. petit yuer. b. gouaffyc. ●(1633) Nom 112a. Endromis : habillement velu contre l'hyver : habillamant feuzret euit ar goüaf. ●223a. Hyems : l'Hyuer : an Gouaff.

(1659) SCger 67a. hyuer, tr. «goân.» ●150b. goân, tr. «l'Hyuer.» ●(1732) GReg 495b. Hiver, la plus froide » des quatre saisons de l'année, tr. «Goañ. ar goañ. van[netois] gouyañ. ar gouyañv

(1838) CGK 10. pa deu ar gohan cri / Da c'hourda om biziet. ●(1847) MDM 222. en nozvesiou hir eus ar gohan. ●(1856) VNA 104. Voici un hiver bien dur, tr. «Hennen zou ur gouyan forh calet.» ●(1860) BAL 162. Neket er goanv eo mont da glasc bleunv nac avalou en ur vezen. ●(1877) FHB (3e série) 30/237a. gant ar goanv ne ket diminui a rai ar mervent. ●(1878) EKG II 162. ar goan a ioa rust.

(1905) IVLD 35. ar goanv n'en doa ket c'hoaz taolet he oll vilim. (1907) PERS 130. e kreiz ar goanv. ●327. er bloaz-man ez eus bet goall c'hoanv. ●(1911) RIBR 148. rak eur goanv kalet a yoa. ●(1928) FHAB Mezheven 212. Pelec'h out bet epad ar goanv ? ●(1922) EMAR 24. garventez ar goanv.

(2) D'ar goañv : l'hiver, en hiver.

(1767) ISpour 389. crisset guet enn anéouét d'er goyant.

(3) Er goañv : l'hiver, en hiver.

(1864) KLV 51. ann douar a zispeur bep bloaz e meur a c'hiz : er goanv dre ar skourn hag ann erc'h ; en hanv dre ar c'hor hag ann dour prest ato da dreuzi anezhan.

(1905) KANngalon Here 511. er goanv epad ar veilladek. ●(1909) KTLR 50. er goanv, ne deue ket deuz toul an tân. ●(1921) FHAB Du 308. Pa vez sec'h ar park, pa ne chom ket a zour ennan da varc'ha er goanv. ●(1924) FHAB Eost 315. o krabanata pri a vez yen sklas er goanv. ●(1925) FHAB Du 433. gant mein ar chiminal rampet er goanv tremenet. ●(1930) FHAB Meurzh 87. koulz er goanv hag en hanv.

(4) Goañv bras : moment le plus froid de l'hiver.

(1868) FHB 204/384a. deut ar goanv bras.

(5) E tro ar goañv digor : au début de l'hiver.

(1931) BAGA 108. ra zeuio ar roue bras, e tro ar goañv digor. ●(1942) VALLsup 126b. à l'ouverture de l'hiver, tr. «etro ar goañv digor

(6) Hañv-ha-goañv : toute l'année.

(1554) Moeam 6. Mé dong éz vézo roé voar ploé haff ha gouziaff.

(1930) DIHU 231/139. é dreid dilor énné han ha gouian.

(7) Hañv-c'hoañv : toute l'année.

(1575) M 409. A comps rez ho bezaff, haff gouaff diauanç, tr. «Dit nettement qu'ils sont, été et hiver, sans profit.»

(1868) KMM 186. Ar guez palmez, atao glaz, anv-goanv. ●(1889) SFA 207. o rei han-c'hoan roz e-pad ar bloaz.

(1900) MSJO 13. ar jardinou-ze (...) a roe dezhan añv-c'hoañv froues ha fleur. ●(1925) BUAZmadeg 24. na zouge hanv-c'hoanv nemet he zae a vanac'h. ●(1955) STBJ 144. Met an darn vrasa a ranke tremen, hañv-c'hoañv, gant eun tamm bara zegal amanennet.

II. [en apposition]

A. D'hiver.

(1872) ROU 87. Le gros des travaux d'hiver est fait, tr. «al labourou goanv a zo divrazed.»

(1910) MAKE 37. laboused goanv. ●(1929) FHAB Genver 9. ar foenneier a zo o feuri eur boued-hanv hag o foenn eur boued-goanv. ●(1933) ALBR 45. Planta (...) saladenn goanv. (1934) FHAB 272. ar gwiniz goanv e-unan a c'hortoze ma vije lakaet ar falz dindanan. ●(1974) YABA 21.09. Breman e chomo genomp er pèr-goanv.

B. Kala-goañv.

(1) =

(1790) Ismar 319. Vigil Calan Gouyan.

(1935) FHAB Du 324. Da vare an diskar-deliou, eun deiz bennak araok kalagoanv.

(2) (agriculture) Hadañ, ober ar c'hala-goañv =

(1867) FHB 146/336b. An amzer a zo caer evit hada ar c'halagoan. ●(1868) FHB 204/384a. Eur vech great ar c'hala-goanv, e lezer al labourerien pe an dervezourien er gær bete ma tigor al labour veurs.

(1964) ABRO 42. e tibabis gwelloc'h mare d'ober va here pe da hadañ va c'hala-goañv, evel ma lavarer e meur a lec'h.

(3) Mue des poules.

(1942) FHAB Meurzh/Ebrel 150. (note de F. Vallée) Kalagoan «mue des poules».

(4) local. Miz Kala-goañv : mois de novembre.

(1790) Ismar 301. er héttan dé a vis Calan-Gouyan.

(1855) BDE 191. er hetan guinér a vis calan-gouyan.

(1902) LZBg Gwengolo 199. D'er pemzek a galan-gouian. ●(1922) BUPU 3. d'en huézek a viz kalan gouian.

C. Kala-ar-goañv.

(1) =

(1869) FHB 250/312a. da voueliou kalargoan.

(2) (agriculture) =

(1870) FHB 286/196a. Deut oa ar mare ma en em laca al labourerien da c'hounit ho c'halargoanv.

D. Kel-ar-goañv =

(1908) FHAB Du 329. araog kel-ar-goanv. ●(1922) KAAG 42. Da Gel ar goanv, e ves henoret an holl zent. ●(1931) FHAB Here 400. abenn goueliou kel-ar-goanv, da ziwezata. ●(1941) FHAB Du/Kerzu 93. Goueliou Kel-ar-goañv.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...