Devri

ginañ

ginañ

v. intr.

(1) Ginañ ouzh : être rechigné contre.

(1944) VKST Ebrel 122. lakaat o c'houstians da voredi ha da c'hina ouz mouez an Aotrou Doue.

►sans compl.

(1866) FHB 61/69a. Ober an dever eb guina. ●(1889) SFA 153. Fransez a c'hinaz : lavaret a rea n'oa ket boazet da brezek. ●(1890) MOA 297a. gina, v. n., tr. «se rechigner.» ●(1894) BUZmornik 320. Boleslas a c'hinaz eunn tammik oc'h he glevet.

(1906) KANngalon Gwengolo 196. Hep gina ni a zento ouz he vouez. ●(1909) KTLR 35. Cheun a goumansaz gina. ●143. Dastum a garie, mez gina 'rea pa ranke dispign eur guennek.

(2) Ginañ gant udb. =

(1906) KPSA 63. gina a rin gant an nebeuta tra.

(3) [empl. devant un v. amené par les prép. «da», «evit»] Ginañ da, evit ober udb. : rechigner à faire qqc.

(1911) BUAZperrot 268. arabad gina evit gervel ar medisin. ●(1914) KANNgwital 137/404. An tadou ha mammou a anavez re vad ho dever (...) evit gina da lezer bugale ha sevicherezed da zont da dremen ar pevar dervez-se gant an Aotrou Doue. ●(1914) KANNgwital 144/483. ne c'hinaz morse evit mont d'al lec'h m'oa galvet.

(4) Ginañ o : rechigner à.

(1884) BUZmorvan 55. ar bourreo a c'hine o skei.

(1911) BUAZperrot 648. Roët am eus d'eoc'h c'houeac'h dervez evit labourat ; miret am eus ar seizvet, hag e c'hiner ouz her rei d'in.

(5) N'eus ket da c'hinañ : il n'y a pas à tergiverser.

(1889) ISV 391. Cannad ar Pap a velaz n'oa ket da c'hina.

(6) En ur c'hinañ : à contre-cœur.

(1872) ROU 79a. A contre-cœur, tr. «en eur c'hina.» ●(1890) MOA 185a. Contre-cœur (à), tr. «en eur c'hina

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...