Devri

forzh .3

forzh .3

s.

I.

A. Force.

●(1499) Ca 86b. Forz. g. force.

B.

(1) Bezañ / ober forzh da ub. : importer à qqn.

●(1869) SAG 45. A forz ’zo deomp petra ’ra ar re-ze ? ●(1874) FHB 478/62a. Ha fors zo dide, mec’hiog. ●(1903) MBJJ 173. Forz ’zo d’ê pelæc’h bean gant ma refont arc’hant ?

●(1929) EMPA 21. Ha forz a ra d’it petra ’rin-me ! ●(1929) FHAB Mae 190. «Ha fors a zo did ?» eme ar C’hemro, dichek. ●(1950) KROB 30/13. Forz a ra dit-te, genou tartez, a gendalc’has Janig.

(2) N’eus forzh da se : peu importe.

●(1910) BUJA 48. mez n’euz forz da-ze, va lezit da gemeret ar chadennou.

(3) Ned eus forzh : peu importe.

●(1863) GOM 205. Ar voyen d’en em viret oc’h an dromplerez-ze eo, diouall mad, ne deus fors e pe sort souffrançou en em gavac’h, da zesirout morze ober œuvr-vad ebet, mar deo divare.

(4) Ur forzh a : bon, beau, excellent, remarquable.

●(1792) HS 136. El-cé ér broyeu m’enn, ur bélec e vou deine asséss, forh a zeine memp, meit ne larou nétra de zeine.

●(1904) LZBg Mae 105. Marseil, kér a varhadoureh nen dé ket forh a dra de huélet. ●(1913) RVUm 31. Jamés jiboésour na pisketour / Nen dé bet forh a veitour. ●(1954) BGUE 31/20. Nen dé ket én ur forh a stad, guir é.

(5) Ur forzh a, forzh a, forzh : beaucoup de, force.

●(1906) HIVL 162. Ne oé mui forh buhé erbet én hou. ●(1909) FHAB Meurzh 71. Bemdez (...) e veler o sevel (...) eur forz a voged. ●(1912) FHAB Ebrel 104. maga dioc’htu fors a villerou tud. ●(1939) RIBA 103. Ne uélè ket forh a seblant de vourusted ar é hent.

(6) [devant un adv., un adj.] Très.

●(1790) MG 70. péhani n’hi dès na quærent, nac amièt, na forh liès bara de zaibrein.

●(1854) PSA i 60. mem bah e zou crihue hag e larér e zou forh vràu. ●(1856) VNA 104. Voici un hiver bien dur, tr. «Hennen zou ur gouyan forh calet.» ●(1863) GOM 219. evel imachou pere a represant deoc’h hoc’h izeldet en ur fæçon fors admirabl. ●(1876) TIM 459. n’en dès chet hoah forh gùerço.

●(1924) DIHU 159/129. ne vent ket forh liés ino. ●(1925) DIHU 171/331. Nen dé ket marù Botrel forh guerso. ●(1942) DHKN 64. Aben en doè eùeheit é hellé forh és er fulen bout filimet.

(7) Forzh a se : qu’importe.

●(1928) LEAN 64. n’ez in ket var va c’hiz. Forz a ze, koust a ra !

(8) Forzh da se : forcément, assurément.

●(1935) LZBl Gwengolo/Here 156. Ha me da glask, fors da ze...

(9) Re forzh : trop de.

●(1851) PEN 92/24. bed he doa re fors kalonnad.

(10) Ober forzh ouzh (+ v.) : faire cas de.

●(1902) PIGO i 207. Herve na ree ket a forz ouz bean tamallet.

(11) Ober bihan a forzh : faire peu de cas.

●(17--) TE 88. mab-dén e zou quer goann ha quen digas, ma ra bihan a forh eit coll er péh ne vè quêt coustét paud a boén dehou.

(12) Complètement, tout.

●(c.1718) CHal.ms i. il est tout engoüé de son nouuel acquest, tr. «forh opinion uat endés es é brenn.»

(13) Ober forzh a (+ subst.) : faire cas de.

●(14--) Jer.ms 333. Ne graff forz glan ahanot muy eguet a coz botou, tr. «Je ne fais absolument pas cas de toi, (pas) plus que de vieux souliers.»

●(1659) SCger 30a. il ne fait conte de la vertu, tr. «ne ra forz eus ar vertuz.» ●148b. ne rân forz, tr. «ie ne me soucie.»

●(1854) PSA i 25. Ne hrant forh erbet a guement-cé.

●(1982) PBLS 131. (Sant-Servez-Kallag) ne ran ked forz, tr. « cela m’est égal.»

(14) Forzh amzer : très longtemps.

●(1905) BOBL 25 novembre 62/3c. Abaoue forz amzer.

II. Loc. prép.

(1) Dre forzh : à force de.

●(1790) Ismar 70. Ne ouniér Ranteleah en Nean meit dré forh palforcein er goal inclinationeu. ●109. dré forh pehein.

●(1857) HTB 69. dre forz derc’hel war he dro (…) an tad (…) a bromettas an dra.

●(1935) ANTO 83. dre forz chaokat brud-vat o nesa !…

(2) Dre forzh da : à force de.

●(1860) BAL 186. Dre forz da bedi.

(3) E forzh : à force de.

●(1854) PSA i 135. ean e hra d’emb clasq pèn (…) hag é forh clasq pèn a guement-cé, é couéhér én arvar. ●265. é forh gobér disprisance a vadeleah en Eutru Doué.

(4) A-forzh da : à force de.

●(1872) GAM 28. a forz da fistoulad kalz, a forz da resti ar guden. ●(1878) EKG ii 22. a fors da boania ec’h en em gaviz dirak pount Keraouell. ●51. Dont a riz evelato, a forz da boania, a benn eus va stal. ●56. a forz da boania, e teuiz evelato a benn euz va zaol.

●(1923) KNOL 260. A forz da glevet ho zad o randounennat atao ar memes tra, ec’h en em lakejont en hent.

III. Loc. adv.

A. Dre forzh : par force.

●(1906) SAQ-Jezegou i viii. He barrisioniz nevez a glevaz lavaret na deue da’vitho nemet dre fors.

B. [suivi d’un adv. en «pe-»]

(1) Forzh pelec’h : quelque soit l’endroit.

●(1977) PBDZ 259. (Douarnenez) forzh pelec’h e tragint war ar plaen, tr. «n’importe où ils chaluteront sur fond plat.»

(2) Forzh pegen : quelque soit.

●(1915) KANNlandunvez 43/324. An absolven ne vezo na daleet na nac’het d’an hini a brometto laoskel he bec’hejou iviziken fors pegen grevuz e vent. ●49/343. Delc’her, fors pegen beac’hiet e vezomp.

(3) Forzh petailh : de toute façon.

●(1947) YNVL 116. Forzh petailh, ne daimp ket pelloc’h eget an aod.

(4) N’eus forzh petra : n’importe quoi ; peu importe.

●(1936) PRBD 22. pardoni an holl bec’hejou ha bras ha bihan, n’eus forz petra ’vefent. ●(1963) LLMM 99/268. rak gout’ouie fraez-mat e oa prest da werzhañ n’eus forzh petra da n’eus forzh piv, n’eus forzh pelec’h ha n’eus forzh pegoulz.

(5) N’eus forzh piv : n’importe qui, peu importe qui.

●(1936) PRBD 21. n’eus forz piou e vo. ●(1963) LLMM 99/268. rak gout’ouie fraez-mat e oa prest da werzhañ n’eus forzh petra da n’eus forzh piv, n’eus forzh pelec’h ha n’eus forzh pegoulz.

(6) N’eus forzh pegement : en quantité, peu importe combien, très.

●(1906) KANngalon C’hwevrer 38. paotr chentil n’euz forz pegement. ●(1907) PERS 348. hag he labouriou a zianveaz, n’euz forz pegement en divije da ober. ●(1909) KTLR 159. Ian a velaz en eun ti bara mouchen a vern, hag anduil er c’haradail, n’euz forz pegement.

(7) N’eus forzh pelec’h : n’importe où.

●(1963) LLMM 99/268. rak gout’ouie fraez-mat e oa prest da werzhañ n’eus forzh petra da n’eus forzh piv, n’eus forzh pelec’h ha n’eus forzh pegoulz.

(8) N’eus forzh pegoulz : n’importe quand.

●(1963) LLMM 99/268. rak gout’ouie fraez-mat e oa prest da werzhañ n’eus forzh petra da n’eus forzh piv, n’eus forzh pelec’h ha n’eus forzh pegoulz.

IV. Loc. conj.

(1) Forzh ha pa : quand bien même.

●(1914) MAEV 154. En dro-man vat, emeve, e lezin anezan da zont tre betek va gouzoug, forz ha pa ouifen beza mouget !

(2) E-giz forzh / e-giz pa forzh : comme si.

●(1973) AMED 13. giz forz veze ket bet morse klanv nezi. ●(1974) THBI 186. Gis pa vorz nefe groet eur mell beaj. ●203. Nouel zo fromet gis pa vorz neufe laket e gerent e mez.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...