m. & adv.
(1) M. Ruse, madrerie.
●(1907) AVKA 209. rak tud ar bed ho deus muioc'h a fîl en ho stad, evid nan eus bugale ar sklerijen. ●(1927) GERI.Ern 152. ruse, tr. «T[régor] fil m.» ●(1978) EMGI 124. Fil a zo ennon, pichoñs.
(2) Loc. adv. Dre fil : par ruse.
●(1896) LZBt Meurzh 47. O welet n'all ket gonit dre nerz, ec'h essa dre fil.
●(1907) AVKA 266. an tu da dapout Jesus dre fil evid en lakât d'ar maro.