Devri

fallaenn

fallaenn

f. –où

I. (en plt de qqn)

(1) Évanouissement, perte de connaissance.

●(1732) GReg 254b. Défaillance, pamoison, évanoüissement, tr. «Fallaënn. p. fallaeënnou.»

●(1854) MMM 200. O vesa deuet eus ê fallaën. ●(1877) BSA 74. N'oa ket c'hoaz daoulinet mad dira car c'hraou benniget, ma teuas eur fallaen d'ezhi. ●181. pa deuas d'ezhi fallaennou ker bras, ma recevas an nouen. ●(1878) EKG II 84. Pegeit oa padet fallaen an Aoutrou Crenn ?

●(1927) GERI.Ern 146. fallaënn f., tr. «défaillance, syncope.» ●(1928) BFSA 236. E fallaënn war an hent.

(2) Kaout ur fallaenn : avoir un malaise, s'évanouir.

●(1869) FHB 208/411a. Ken dinerz oa ma he deveze fallaennou zoken en he guelle. ●(1878) EKG II 77. o vont da gaout eur fallaenn.

●(1993) MARV xii 13. (Ploulec'h) Darbed e oa din beza bet eur fallaenn.

(3) Dont eus e fallaenn : revenir à soi.

●(1878) EKG II 84. Katell Eukat a ioa beo c'hoaz pa deuaz an Aoutrou Cren euz he fallaen.

(4) Aggravement de l'état de santé.

●(1854) MMM 350. Eur fallaen divêsa a zisques d'an dén just ez-eo erruet an heur eus ê zilivranç.

●(1929) MANO 140. Ar fallaenn-ze a badas ive pemp dervez.

(5) Faiblesse morale, défaillance.

●(1877) BSA 6. Dirac fallaennou, sioas ! re stanc c'hoas hirio euz darn he bugale, Breiz-Izel a zo bet guelet ive oc'h en em voda en-dro d'he fatronez.

●(1909) FHAB Mae 131. Int ive [ar zent], devez pe zevez, ho deus bet ur fallaen bennag var hent an dever.

(6) Etre gwellaenn ha fallaenn : entre amélioration et détérioration (de la santé).

●(1934) GTWZ 43. bet nouennet diou wech, ha chomet miziou ha miziou etre gwellaenn ha fallaenn.

II. (en plt de qqc.)

(1) (astronomie) Éclipse.

●(1732) GReg 317b. Eclipse, obscurcissement d'une Planete, tr. «fallaënn. p. fallaënnou.» ●Eclipse du Soleil, interposition de la Lune entre la Terre & le Soleil, qui nous dérobe la vûë de ce Pere de la nature, tr. «Ur fallaënn èn héaul.»

●(1868) FHB 174/138b. d'an trivac'h a viz eost, eur fallaen pe eclips heol. ●(1869) FHB 208/416a. eur fallaen pe eclips loar. ●(1894) BUZmornik 685. ar fallaenn mirakuluz a oue var ann heol enn deiz ma varvaz hor Zalver.

●(1905) BOBL 02 septembre 50/2f. Fallaen-heol dimerc'her. ●(1931) VALL 190b. Défaillance perte de connaissance (une) syncope, tr. «sempladenn, falladenn (et «recrudesence d'un mal»), fallaënn («et éclipse») f. fatadur m.»

(2) Détérioration, altération.

●(1856) VNA 140. cette altération de la langue primitive parmi eux, tr. «er fallahen-zé ag er hetan langage én ou misq.»

(3) Mauvaise passe, crise économique (sur un produit).

●(1980) PLNN 5/30. (Saint-Pabu) 'zo bet ur fallaenn war ar bezhin, er bloawezh, just er bloawezhioù m'oan komañset.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...