m.
(1) Kaout an emell eus udb. : avoir la charge, la responsabilité de.
●(1752) BS 368. Ur Rouanes peini e deus an emmel eus ar rouantelez.
●(1906) KANngalon Du 263. N'o divije nag ar Pab, nag an Eskop, nag ar Persoun an emel euz an traou e deuz izoum an Iliz da gaout. ●(1912) KANNgwital 111/107. a vrema o deuz an emmel euz hon oberiou ha konsortiajou.
(2) Bezañ an emell eus udb. gant, da ub. =
●(1868) FHB 200/349a. an tad a ioa an emel euz an arc'hant gantha.
●(1906) KANngalon Here 235. hag a vezo dezho epken an emel euz ar madou a zo red d'an Iliz da gaout.
(3) Kaout emell gant udb. =
●(1937) LZBl Genver/C'hwevrer 29. N'o deus emmel ebet gant ar pez a dremen en-dro d'ezho.
(4) Kemer emell (ouzh udb.) : prendre soin (de qqc.).
●(1866) HSH 39. quemerit an hemel oc'h va rouantelez.
●(1911) BUAZperrot 599. Sebezus eo an emmell a gemeras hag ar boan a c'houzanvas o kas ar skoliou-ze en dro.
(5) Kemer emell gant ub. : s'occuper de qqn.
●(1912) FHAB Ebrel 105. hag ar re a zo e karg a gemer emell gantan.
(6) Reiñ an emell da ub. : charger qqn (de faire qqc.).
●(1882) BAR 202. D'ar Pab e oe roet an emell da gass al labour da benn.
(7) Reiñ an emell da ub. war udb. : charger qqn de qqc.
●(1882) BAR 247. pa en devoe [jesus] roet d'he Vam an emel var an urz santel-ze.
(8) En emell eus : en charge de.
●(1889) ISV 67. P ho guelit en emell eus o afferiou.
(9) (droit) Ober an emell : transférer une propriété.
●(1984) EBSY 360. (Sant-Ivi) ober an emell, tr. «transferrer (sic) une propriété.»