adj.
(1) Facile.
●(1909) KTLR 201. Lavaret mervel a zo ebad / Ha pa vez red, eur guall grogad. ●(1962) EGRH I 73. ebat a, tr. « facile, léger. »
(2) Agréable.
●(1710) IN I 54. songit peguen ebat vez neuse guelet an Eê.
►iron.
●(1860) BAL 195. ebad eo ho clevet o lavaret eo caer mervel iaouank.
(3) Bezañ ebat da ub. : avoir la vie facile, belle.
●(1859) MMN 140. ar re binvidic a zo ebat dezo.
(4) Bezañ ebat da ub. : s'amuser à (+ v.).
●(1857) CBF 41. Te zo ebad d'id ober goap, tr. «Tu t'amuses à me railler.»
(5) Bezañ ebatoc'h da ub. : préférer (+ v.).
●(1857) CBF 42. Ebatoc'h eo d'id-te dastum arc'hant, tr. «Tu te plais davantage, toi, à ramasser de l'argent.»
(6) Bezañ ebat e zoare : avoir la vie facile, belle.
●(1894) BUZmornik 252. pegen ebat oa he doare guech all er gear.
●(1904) KANngalon Du 260. Ebat eo brema doare an haillonned. ●(1909) BOBL 24 avril 226/1a. er c'heriou, el lec'h ma kav d'ezo e c'honeint muioc'h a arc'hant, hag e vezo ebatoc'h o doare. ●(1928) FHAB Mezheven 225. Ma karfes mont da archer, da zouanier, war an hent-houarn, e vefe ebatoc'h va doare neuze. ●(1935) VKST Du 388. Asantet ec'h eus ganen n'eo ket gwall ebat doare ar mitizien war ar maez.
(7) Bezañ ebat gant ub. ober udb. : avoir du plaisir à faire qqc.
●(1882) BAR 43. ebat eo gantho mont du-ma du-hont da glevet ha da velet ar pez a dremen er bed.
(8) Ned eo ket ebat : il ne fait pas bon.
●(1857) CBF 50. Ne d-eo ket ebat sevel e-kreiz ar c'housk, tr. «Il n'est pas agréable de se lever au milieu de la nuit.» ●(1869) FHB 235/204a. ne ket ebad chom er sa diou teir heur dioc'h-tu. ●(1870) MBR 2. ien eo ann amzer hirio na n'eo ket ebad beza er meaz. ●(1876) TDE.BF 432a. ne d-eo ket ebad beza er-meaz ker ien ha ma'z eo anezhi.
(9) Ebat e ve din : j'aimerai.
●(1906) KPSA 176. Aotrou Persoun, eme an den-ze leun a feiz, ebad e ve d'in ober va deskadurez en ho kichen.