Devri

drag .2

drag .2

m. (pêche)

(1) Chalut.

(1925) BILZ 103. Saïg Jelvest a rê ar besketerez, a-hed an ôd, gant rouejou stank : drag pe zein. Gant an drag e peskete pleized, lizenned, balbuenned, toulboud, rêed, touilhed a bep liou.

►par ext. Chalutage.

(1944) GWAL 163/172. (Ar Gelveneg) an drag (pesketaerezh gant ar sac'h-drag). (...) er bloaz a zeu e rin an drag.

(2) Sac'h-drag : chalut.

(1944) GWAL 163/156. (Ar Gelveneg) Gant ar sac'h-drag e labour ar malamoked. ●(1944) GWAL 165/309. (Ar Gelveneg) Ar ger «sac'h-roued» implijet gant Farnachanavan n'eo ket anavezet ; ober a reer gant sac'h-drag.

(3) Poch-drag : chalut.

(1977) PBDZ 265. (Douarnenez) ar pochoù-drag, tr. «les chaluts.» ●(1986) GEVU v 116. (Pouldahu) hag ign a lak o fochoù drag da vont d'an dondez m'o deus c'hoant, tr. «les chalutiers règlent leurs filets à la profondeur des bancs.»

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...