m. –où
I. (en plt de la planète Terre)
(1) Terre.
●(1456) Credo 2-3. Me cred bepret indoe an tat crouer / anneff han douar, tr. «Je crois toujours en Dieu le père, / créateur du ciel et de la terre.» ●(1575) M 727-728. An eff, hac an douar, hep mar na digarez, / Han Heaul aduy, han Loar, antrugar daz carez, tr. «Le ciel et la terre, sans doute ni prétexte, / Et le soleil viendront, et la lune, sans pitié te blâmer.» ●(1633) Nom 228a. Tellus, terra, humus : la terre : an douar. ●(1650) Nlou 95. An eaul splan, hac an loar, / An douar à paras, tr. «le soleil éclatant et la lune, / la terre, il forma.»
●(17--) CT Acte II 1118. pa voas voar an douvar, tr. «Quand tu était sur la terre.»
●(18--) SAQ I 129. An douar zo bet ha n'oa den varnhan.
(2) fam. An tamm douar patatez(-mañ) :
●(1922) BUBR 14/41. he deus bet he lod da c'houzanv war an tamm douar patatez-mañ ! ●(1956) LLMM 57/29. Petra ne cheñch ket war an tamm douar patatez-mañ ? ●(1970) BHAF 151. sevel gand da spered a-uz da damm douar patatez an dud ordinal.
(3) Mont diwar an douar : mourir.
●(1893) IAI 132. P'oa eat Bonifas eiz divar an douar.
(4) Loc. adv. En douar : rien, aucun.
●(1849) GBI I 52. Na ouienn tra en douar nemet ma chapeled, tr. «je ne savais rien au monde que mon chapelet.»
(5) par méton. An douar : les terriens.
●(1911) BUAZperrot 840. an nenv koulz hag an douar a embann e vurzudou.
II. (en plt de la terre, matière)
A.
(1) Terre.
●(1499) Ca 19b. Bernn douar. g. moncel de terre. ●70b. Douar. g. terre. ●g. fait de terre. bri. azouar. ●148b. ga. hercier terre. b. cloedat ann douar. ●(c. 1501) Lv 234/100. doar gl. limus. ●(1530) Pm 50. Gant mam roe nouar hegarat, tr. «Envers l'aimable mère du Dieu de la terre.» ●82. An douar man plen a crenas, tr. «Cette terre certes trembla.» ●(1557) B I 121. An mor han douar egorant, tr. «la mer, et la terre immense !» ●(1575) M 388. prenaff douarou, tr. «acheter des terres.» ●3494. prenaff douarou, tr. «acquérir des terres.» ●(1580) G 261. Hep bro, ty, na douar, na goarez, tr. «Sans pays, maison, ni terre, ni protection.» ●(1633) Nom 228a. Tellus, terra, humus : la terre : an douar. ●238b. Limitanei agri : terres de frontieres : douarou á vez er fin ves an broezyou.
(2) Pakañ douar d’e dreid e : mettre le pied sur.
●(1867) MGK 78. Ar pevar den keaz-man, ho c'horf out-ho broustet, / A bakas douar d'ho zreid enn eunn enezen vraz.
(3) Mont d'an douar : tomber.
●(1877) EKG I 299. ne ehane ket da zeni kaer a ioa tenna, kaer o doa mont d'an douar, ar re a ioa en he gichenn.
(4) Bezañ krog start en e zouar : avoir les pieds sur terre.
●(1921) PGAZ 47. Ton Eucat a ioa eur c'hrenn-den, krog start en he zouar.
(5) (en plt des plantes) Chom da zouar =
●(1921) PGAZ 7. Korz a vez great deuz korf ar blantenn a jomm da zouar.
(6) Douar benniget : terre sainte, cimetière.
●(1612) Cnf 10b. da vezaff sebellyet ha bezhet en douar benignet lire : beniguet).
●(1854) GBI II 108. Pred d'vont d'ann douar binniget ! ●(1868) FHB 156/412b. digassed d'e barrez d'an douar benniged. ●(1877) EGK I 205. ne deuaz e penn den ebed ar sonj d'ho c'has d'an douar binniget. ●(1877) BSA 291. Rei a reas d'ezhan da entent en devije da zivoueret epad he vuez ar zacramanchou hag an douar benniget goude he varo.
●(1909) NOAR 103. e dad, kaset gantan d'an douar benniget. ●(1945) GPRV 35. pa vo kaset korf an hini tremenet-mañ d'an douar benniget.
(7) Diàr-zouar : par voie terrestre.
●(1818) HJC 168. peré e oai oeit ag er hèrieu eral ar i lèrh diar zoar.
(8) Tapout douar : atterrir.
●(1904) KZVr Gouere (d’après KBSA 38). Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. ●(1906) CDFi octobre (d’après KBSA 123). ha yao war-du an enezenn. Tapout a ra douar prestik. ●(1906) BOBL C’hwevrer-Meurzh (d’après KBSA 189). ar marc’h a dap douar.
(9) Ledañ douar : s’affaler.
B. [empl. avec valeur de plur.]
●(1867) FHB 134/240b. Nag a zouar ne roont netra ? ●(18--) SAQ II 330. An douar-ze, kleuziet mad war ho zro...
●(1978) BAHE 97-98/27. hon douar n'int bet morse eus ar re wellañ.
III.
A. (agriculture)
(1) Douar rouez : terre ameublie.
●(1857) CBF 106. Douar rouez, tr. «terre ameublie.»
(2) Douar yen : terre froide.
●(1732) GReg 917a. Terre froide, tr. «Doüar yen.»
●(1834) SIM 69. perac e lezit-hu ar parc-hont en douar yen ? ●(1857) CBF 106. Douar ien, tr. «terre froide.» ●(1869) FHB 243/270a. evel m'en deuz kalz douar ien.
►
●(1847) MDM 303. an douarou-ïen ha dic'hounid-se.
(3) Pezh douar : pièce de terre.
●(1889) ISV 164. nemet prajeier ha lanneier, hag eur pez douar gounit bennag.
(4) Sol.
●(1844) DMB 4. En doar zou glas hag er gùé zo bleuhus !, tr. « Le terre est verte, les arbres se couvrent de fleurs ! »
B. –où
(1) Pièce de terre.
●(1862) JKS 214. eunn douar fraost ha difrouez.
●(1920) AMJV 77. da derri eno eun douar gouez, var 'n hed dek leo.
(2) Espèce de terre.
●(1911) BUAZperrot 841. N'eus douar ebed, n'eus forz peger fall e vefe, ha ne c'hellfet ket lakât da zougen frouez gant poan hag amzer. ●(1967) BAHE 52/15. en douaroù gagn e-lec'h ma n'heller ket gonit trevadoù.
(3) [au plur. avec valeur de sing.] douaroù plur. douareier : pièce de terre.
●(1913) AVIE 103. un trézol kuhet én un doareu. ●(1925) IZID 15. En doareu hag e oé / De arat, kent en noz, chetu ean / (…) rn un taul, aret ha kampennet. ●(1934) BRUS 279. Une vaste étendue cultivée, tr. «un doareu –iér.» ●(1938) DIHU 324/102. en doareuiér-sé hag e zou bet rueit get goed kement a Vreihiz kalonek doh em-iverein étrézé. ●(1941) DIHU 360/275. Kerlancheu e zo un doareu étré el Lann-Vras ha doar er Ronvu. ●(1941) DIHU 362/315. En un dremen én un doareu, é huélamb ur soudard é labourat doar.
(4) Douar glas : terre schisteuse.
●(1970) LIMO 05 décembre. Doar glas, tr. «terre schisteuse.»
C. (droit) Kemer war zouar =
●(1942) SAV 23/65. Eun den all diwar ar maez a oa o klask arc'hant da bresta war leve, met ne oa ket evit o c'hemerout war zouar, peogwir n'en devoa tamm font ebet.
IV.
(1) Terme qui sert à renforcer une négation. Kammed douar ebet : aucun pas.
●(1929) KANNgwital 316/264. Eur c'hrouadur mac'hagnet, ha n'en deus great kammet douar ebet c'hoaz, en em lak da vale en eun taol kount.
(2) Kozh-douar : très vieux.
●(1907) PERS 257. Ar c'homt de St C., koz douar dija.
V.
(1) Mont ... war an douar // Mont war an douar noazh // En em gavout war an douar noazh // Bezañ lakaet war an douar noazh // Bout lakaet da gousket ar an douar // Bezañ lakaet da azezañ war an douar noazh : être ruiné. Cf. FHAB 1928/97 : o velout e oa dilezet e-unan penn war an douar-noaz, 1928/99 : va unan emaon war an douar noaz. Cf. Bout lakaet da gousket àr an douar. Bout lakaet da gousket àr ar plouz. Bezañ lakaet war ar c'holo.
●(1790) MG 22 (G) I. Marion. Ur hoh avar, péhani en dès gùerhét ol hun treu eid aqùittein er péh e zelièmb dehou, hac en dès laqueit mem bugalé ha mé de gousquèt ar en doar. ●128. hac eit recompance, goudé marhue ou zad, ind ou dès me laqueit de gousquet ar en doar.
●(1874) FHB 505/277a (L) G. Morvan. Taolet e voue er meaz euz he di, hag en em gavaz evelse var an douar noaz. ●(1889) ISV 417 (L) G. Morvan. Kemeret a rejont caz outhi, hag e voue condaonet da velet guerza he zi hag he zamic douar evit paea he dle, ha goudeze da vont gant he map eleac'h ma carje, da lavaret eo, var an douar noaz. ●(18--) SAQ I 393 (L) J. Quéré. Respount unan hag oa lakeat var an douar noaz : «Guelloc'h eo ganhen beza e m'roched eget e roched ar bourreo...
●(1907) FHAB Here 240 (L) F. Cardinal. Tremen pemp mill famill a zo lakeat var an douar noaz. ●(1928) FHAB Gwengolo 347-348 (L) Y.-V. Perrot. En taol-man ez peus va laket war an douar noas. ●(1929) FHAB Mezheven 229 (L) Y.-V. Perrot. Kaer a voe klask goudeze ne voe ket gellet kaout al laeron. Yann Derrien a oa laket war an douar noaz. ●(1931) VALL 524. Mis sur la paille, tr. F. Vallée «lakaet war an (douar) noaz.» ●(1932) ALMA 141. Ar paour keas tammik aotrou, lakeat da azeza var an douar noaz, en doa eur mab, e hano Yann, oajet a drivac'h vloaz d'ar mare ma kontan histor e dad. ●(1932) FHAB Ebrel 134 Y. U.. Ma sarront, setu i taolet war an douar noaz. ●(1957) BRUD 3/45 P.-J. Helias. Ha re ger an amzer da veza kollet. Ma rankfem selaou ouz ar baotred, ez afe ar stal ganeom war an douar abarz pell. ●(1981) ANTR 103 (L) *Tad Medar. Da fin ar bloaz eh en em gavi war an douar noaz.
(2) Teuler war an douar noazh : ruiner. Cf. kas an den d'ar bern.
●(1922) IATA 9 *Alan Yann. Va Doue ! va Doue ! e maon rivinet ! var an douar-noaz... ●3O. Evelato, Goulc'han, lakât ken teo-ze an amann var da vara ! Ne peus koustians ebed. Dont a ri a benn da deuler ac'hanon var an douar-noaz.
(3) Kozh evel an douar : très vieux.
●(1869) FHB 247/197b (L) Goulc'hen Morvan. Hogen ar pez a leveront a zo coz evel an douar. ●(1870) KTB.ms 15 p 150 (T). un denig bihan, koz evel ann douar. ●(1870) MBR 144 (L) A. Troude. Eur c'hrac'hik koz-koz evel ann douar.
●(1907) RNDL 33 (G) Y.-B. Kalloc'h. Ken koh èl en Douar e oé me fried, tr. «Mon épouse était vieille comme la terre.» ●(1913) DIHU 95/260 (G) *Bleiz Kamorzh. Ur voéz koh èl en doar. ●(1925) BILZ 153 (T) F. al Lay. Met eviti, koz-douar e oa ar marc'heg. ●(1935) ANTO 62 (T) *Paotr Juluen. Ar vaouez-man, koz evel an douar ha chomet intanvez... ●155. Eur c'helenner koz-koz-koz, koz evel an douar. ●(1955) STBJ 25 (K) Y. ar Gow. ar ouenn gos-douar-se. ●(1961) LLMM 86/153 (T) *Jarl Priel. Ur c'hlañvour koshoc'h eget an douar. ●(1962) GERV 124 (K) Y. ar Gow. Eun den koz-douar e oa, torret e gein gant e oad vras. ●(1970) BHAF 179 (T) E. ar Barzhig. Freminville a lavare penaoz e oa eun templ galianeg pe romaneg, koz-koz, ken koz hag an douar war vete nebeud.
(4) Kaout liv an douar : être à l’agonie.
●(1849) LLB 248 (G) J. Gwilhom. Ha n'en des ar nehi meid el liw ag en doar.
(5) Dont war an douar : naître.
●(193?) FHAB Meurzh 74 (L) M.-A. Abgrall. Pa vez eur bugelig war nez dont, war an douar, ar vugaligou all a vez kaset pe da di an amezeien, pe da c'hoari.
(6) Sot ken e tro an douar dindanañ : être très fou.
●(1912) MELU XI 401. Zod e, ken a dro 'n douar dindanan, tr. E. Ernault «Il est si fou, que la terre tourne sous lui.»
(7) Bezañ re izel an douar evit ub. : être parresseux.
●(18--) MIL.ms (d’après MELU XI 401). Izel eo an douar, ou Iazel eo an douar hirio, Paol, tr. E. Ernault «La terre est trop basse (aujourd'hui, Paul); vous la trouvez trop basse, vous êtes parresseux.».
●(1935) ANTO 149 (T) *Paotr Juluen. Tud na chomont ket da drei ar vein da sec'ha pe da sellout ouzh an oabl o tremen, tud na vez ket kammed re izel an douar evito.
(8) Reiñ douar da ub. : faire tomber, glisser qqun.
●(1906) KPSA 146 (L) T. Pilven. Evel daou zen a grogfe an eil e kabiez egile, da c'houzout piou ar c'hrenva ha piou a roio douar d'egile. ●(1913) FHAB Ebrel 125 *Le Paysan. Mez me a c'hellas rei douar d'ezan, a grogas en e zivesker, a stlejaz anezan beteg eur ster a oa eno, hag a stlapaz anezan en dour.
(9) Cheñch douar da ub. : renverser qqun.
●(1924) NFLO. Renverser. r[enverser] mon homme, tr. Loeiz ar Floc'h «chench douar d'am den.»
(10) Bezañ staget ouzh e draoù evel an touseg ouzh an douar : voir touseg.
(11) Toullañ d'an douar : voir toullañ.
(12) Gouzout pe benn eus ar vazh da lakaat en douar : voir bazh.
(13) Na vezañ deuet holl ar Spered Santel war an douar gant ub. : voir Spered-Santel.
(14) Lakaat e fri war an douar : voir fri.
(15) Ober e dreuz war an douar : voir treuz.
(16) Muzulañ douar : voir korf.