Devri

ditour

ditour

m. –où cf. titour

(1) Information.

(1868) FHB 168/90b. Cridi a rer en deus ditourou mad avoualc'h evit cavout ar c'horf-ze.

(2) Kavout un ditour eus : trouver une trace de qqc. qui renseigne.

(1889) ISV 82. Bagea a rejont tro var dro d'an enez, a dreuz hag a hed, a bell hag a dost, da velet hag hi a gafche eur roud, eun ditour bennag euz ar vak vihan.

(3) Klevout ditour eus : entendre parler de.

(1868) FHB 167/86a (& ISV 434). Gouskoude ar re a iea evelse da redek hent o deveze clevet araog ditour euz a eun ti.

(4) Reiñ (un) ditour : donner une information, un renseignement.

(1867) FHB 146/334b. e c'helje rei eun ditour bennag divar benn ar pez a vije da ober evit he c'haout. ●(18--) SAQ I 153. Hag hen-ma, pa vel eun enebour o vont tre, a ro ditour, kelou d'e genvreudeur.

(1915) HBPR 88. Karga 'ra c'hoaz, an Distrigou, da rei ditour d'hezan deuz ar veleien a vo eun abek a freuz evit ma vezint, ive, kaset da Vrest.

(5) Reiñ an ditour eus udb. =

(1874) FHB 515/357b. an derouizez e doa roet dezhan an ditour euz ar c'hao-ze.

(6) Mention.

(1890) MOA 340a. il n'en est pas mention, tr. «n'euz ditour ebed d'e-z-han.»

(1934) KOMA 49. Kaer e oa ditouri ne gleved ditour ebet d'ezi.

(7) Apparence, façon.

(1868) FHB 177/168a. E pep leac'h ez eus ditour euz eun eost mad.

(8) Proverbe, dicton.

(1727) HB 300. Ac'hano e deut martese an ditour etouez ar gomuñ da goms hano eus a guelyen sant Marc.

(1948) KROB 3/6. «Diou, teir amzer en deus an den, / N'int ket heñvel an eil ouz eben.» a lavar an ditour koz. ●(1949) KROB 12/10. Gwelet ez eus bet eur gazez o vont 82 vloaz ; eur giez betek 28 vloaz, daoust d'an ditour : «tri bloaz o tont da gi, / Tri bloaz ki, / Tri bloaz o vont er maez a gi.» ●(1950) KROB 28-29/14. «dorn leun, diogell e berc'henn» a lavar an ditour.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...