adj. & conj.
I. Attr./Épith.
A. (en plt de qqn)
(1) Faible, sans force, chétif.
●(1790) MG 183. Er fæçon de drætein bugalé distér, e zou caus ma varhue ul lod-vat.
●(1879) MGZ 81. eur c'hrouadur dister.
●(1907) PERS 309. Aot. Person Ars a oa bian, dister ha mizilin. ●(1907) PERS 185. Ken dister oa ar c'hlanvour. ●(1911) BUAZperrot 447. a ioa ken dister o tont er bed. ●(1912) BUAZpermoal $$$. ar bugel-ze, ken dister da welet. ●(1943) FATI 140. eur verc'hig ken dister...
(2) De condition modeste, humble.
●(1847) MDM 219. ar bazëanded dister-se. ●(1874) FHB 486/125a. eur plac'hik dister, gant dillajou paour.
●(1907) PERS 216. rei da entent d'an dud dister. ●(1910) MAKE 57. Daoust ha n'eo ket furoc'h d'ar re dinerz ha dister plega d'ar re galloudus ha krenv ?
(3) Bezañ dister : être peu de choses.
●(1847) MDM 85. eus a gador ar virionez, ar beleg a ro da intent d'ar re huella pegen dister int. ●(1889) SFA 75. re zizder ec'h en em gave, hag en sant koulskoude !!!
(4) Dister a spered : faible d'esprit.
●(1838) CGK 18. An hini et (sic) neus bet gret / Ar ganaouennic ma, / A zo dister a speret.
B. (en plt de choses concrètes)
(1) (Travail, métier) peu honorifique, peu valorisant.
●(1889) SFA 115. mar pleg, ha m'ec'h en em izella da ober labour dister ar gegin.
●(1900) MSJO 20. ar vicher dister en doa kemeret. ●(1933) EVGB 8. Al labouriou dister-ze a ra d'hor Breudeur chom izel a galon.
(2) (Repas) léger.
●(1907) PERS 59. eur pred dister.
(3) (Bande, troupe) peu fournie.
●(1907) PERS 80. dister oa c'hoaz ar vanden.
(4) (Voix) faible.
●(1937) GWAL 98/43. gant eur vouezig trenk ha dister, o tenna da hini ur wrac'hig koz.
(5) Modique.
●(1633) Nom 120a. Leuidensa : drap grossier & de vil pris : mezer gros hac á pris dister.
●(1857) HTB 147. Ne vevomp nemet diwar eur bension dister, hag a c'huito pa varvin.
●(1955) STBJ 200. ar pez o deveze da werza ne zouge nemet priz dister.
(6) Modeste, petit.
●(1867) FHB 138/269a. pardon ar Zalet, a lavaran, a zo eur pardon dister, eur pardon netra. ●(1877) BSA 64. eun azen o devoa, ha gant ar jeo disteric-se, en em rentchont e Bethleem.
●(1900) KEBR 17. Stalafiou re zister, tr. « Des vantaux trop mesquins » ●(1936) BREI 440/2a. eur c'hleuzeurig dister, hanter-luch e c'houlou.
(7) (Construction) petite, de taille médiocre.
●(1912) FHAB C'hwevrer 50. ar pont hag a oa gwall zister evit tremen kement all a dud. ●(1920) KANNgwital 205/110. eun ti dister, mez kempen ha dilastez. ●(1939) PABI 65. En eul lochenn goz ha dister.
(8) De qualité médiocre.
●(1857) HTB 97. sklerigen eur golo dister ha hini an heol. ●(1867) FHB 126/169b. eur zae dister. ●(1869) FHB 247/302a. En douarennou gonosoc'h, disteroc'h, ho devezo boued anevaled.
●(1907) AVKA 35. ha goude, pa ve evet frank gan an dud, gwin disteroc'h. ●(1924) FHAB Eost 316. Keuneud dister a gavont avat : lann, balan, brug. ●(1925) BUAZmadeg 92. ar bevans, ar guiska a oa dister ha paour dreist. ●(1925) FHAB Ebrel 156. dilhad dister war e gein.
(9) (Plante) qui n'est pas bien venue, rabougrie.
●(1849) LLB 383-384. Ma ne hret kement se, lies mat é huéler / É verwel ar ou zreid er plantenneu dister.
(10) Petit, étroit.
●(1849) LLB 1688. De stefein ged koer blot er feuteu disteran.
(11) Chétif.
●(1900) KEBR 19. Eun tamm dister, tr. « Un morceau chétif » ●Tammou dister, tr. « Des morceaux chétifs ».
C. (en plt de choses abstraites)
(1) Insignifiant, anodin, de peu d'importance.
●(1530) Pm 31. Hoguen tribuill ma ytron quer / A vezo ne vezo dister, tr. «Mais de la tribulation, ma chère Dame, / Il y aura, qui ne sera pas légère.»
●(1824) BAM 56. desqui dezo dioall oc'h ar fautou ar re zistera. ●82. ur blijadurez dister bennac. ●(1856) VNA 115. Que tu respectes bien peu tes parents ! tr. «Na disterret-é er respet é hès aveid ha dud.» ●(1866) FHB 73/168b. Hema a ioa bet condaonet nousket pet guech evit laeronsiou dister. ●(1868) FHB 181/195a. ar boan a rea gant-han chom eb caout eur goulen ken dister.
●(1906) KANngalon Genver 20. sevel a ra ive etre amezeien, ha zoken divar benn traou dister aviziou. ●(1927) GWAL 10/14. daoubennet gand an trubuilhou dister.
(2) Misérable.
●(1874) POG 69. C'houi a wel ar c'hoantaennou / A dremenn em c'halon dister.
(3) (Vie) sans événement extraordinaire.
●(1824) BAM 5. ar vuez isel ha dister eus ar Christenien.
●(1907) PERS 75. he buez koulsgoude a oa plean ha dister.
II. Épith. [devant un subst.] Moindre.
►[avec mut.]
●(1790) MG 74. me offr deoh en distér boén e mès bermen.
●(1838) OVD 136. eit un distèr gonze. ●(1867) FHB 112/59a. diskar gant dister dra ourgouil Pharaon. ●(1870) FHB 293/252a. Dister dra eo, va niz. ●(18--) SAQ II 45. Me ne ran nemet dister dra : eun distroad benag, troada benviachou…
●(1905) IMJK 63 (?))">IMJK 129. eit un distér dra grateit diar skan. ●(1911) BUAZperrot 195. Eun dister dra a ra plijadur pa ouezer e ginnig.
►[sans mut.]
●(1790) MG 347. meid un distér reflexion.
●(1838) OVD 137. mar strumant un distér tra er réputation.
●(1905) IMJK 63 (?))">IMJK 160. eit un distér plijadur. ●240. eit gouni un distér tra.
III.
A.
(1) An disterañ : le, la moindre.
●(1792) BD 5412-5413. te na elles quet souffr an disteran uluen / deus a dan arbet man da doug ous dagrochen, tr. «toi qui ne peut souffrir que la moindre étincelle / du feu [de] ce monde touche ta peau.»
●(1821) SST 152. en distirran droug. ●(1862) JKS 330-331. Pegen dishevel oc'h-hu kerkent ha ma teu a-dreuz-hent enn hoc'h enep ann distera enebiez. ●(1867) FHB 121/132b. evit an distera boubou. ●(1879) MGZ 166. An distera avelen fall hen discar.
●(1915) HBPR 92. e tifennas ober an distera tra ken a vije ar mear var al leac'h. ●(1920) LZBl Gouere 348. ne 'oa ket goest d'ober an distera flach.
(2) An disterañ : le moindrement.
●(1879) BMN 281. he voazied, he galon, ne finvent mui, ne dalment an distera.
(3) An disterañ tra : le moindrement.
●(1790) MG 86. quêntoh eit displige dehou en distérran tra.
(4) Un disterañ : un peu, légèrement.
●(1924) ZAMA 89. Margodig, va moereb, hi, en eur gosaat (...) a deue da veza tuet, eun distera, war ar vuanegez. ●(1955) STBJ 83. Daoust m'o c'have bihan eun distera, e prize kalz ar c'hezek menez. ●(1972) SKVT I 24. He bigoudenn a-dreuz, un disterañ, war he fenn. ●(1974) SKVT III 129. bep tro, an draig divlot-se o loc'hañ, un disterañ, en e c'houzoug, a-raok diskenn en e stomok.
B. Loc. conj. D'an, an disterañ ma : pour peu que, le moindrement que.
●(1909) BROU 227. (Eusa) An distera ma…, tr. «pour peu que…, le moindrement que….» ●(1911) BUAZperrot 306. D'an distera ma vezimp nec'het, pedomp anezi.
IV. Adv.
(1) Modiquement.
●(1894) BUZmornik 272. o velet pegen dister ec'h en em viske.
(2) Mentet dister : de petite taille.
●(1907) AVKA 226. evel ma oa mentet dister.