Devri

dismegañs

dismegañs

f. –où

(1) Ignominie, infâmie, affront, impudence.

●(1659) SCger 66b. honte, tr. «dismegancç.» ●68a. ignominie, tr. «dismegancç.» ●123b. vergogne, tr. «dismegancç.» ●144a. dismegancç, tr. «impudence.»

●(1877) BSA 85. an dismegansou, ar poaniou, ar c'hlac'har eus he buez hir ha poanius ! ●(1889) SFA 61. dismegansou tud ar bed.

●(1927) LZBt Genver 19. pegen c'houero ec'h ê bet an dismegansou o deus kavet war o hent. ●(1927) GERI.Ern 111. dismegañs f., tr. «Affront, déshonneur.» ●(1931) VALL 514b. Opprobre, tr. «dismegañs f.» ●(1963) LLMM 99/265. Feuket gant an dismegañs-se.

(2) Chose honteuse, déshonorante.

●(1935) BREI 391/3b. Bezan paour n'eo ket eun dismeganz 'vit pa ver onest...

(3) Ober un dismegañs da ub. : faire un affront à qqn.

●(1860) BAL 64. a ve follentez, ac un dismegans great da Zoue. ●(1864) SMM 179. evit an oll dismegansou a ra deoc'h dalc'h mad ho pugale. ●(1874) POG 36. dic'haoui ann dismeganz gread d'ar Werc'hez. ●(1879) MGZ 204. Meur a zismeganz all a rejont c'hoaz dezhan.

(4) Kouezhañ en dismegañs : tomber dans l'infâmie.

●(1857) CBF 120. evit miret na gouezo hor iez kaer enn dismegans pe enn dismantr, tr. «pour prévenir le mépris ou la décadence de notre précieux idiôme.»

●(1924) BILZbubr 41/950. da vea disprizet gant an holl, ha da gouea en dismegans.

(5) Ober dismegañs war ub. : mépriser qqn.

●(1902) MBKJ 243. kals re all ho deuz great dismegans var 'nn hoc'h. ●(1911) BUAZperrot 118. bet great dismeganz varnan.

(6) Ober dismegañs gant ub. : se moquer de qqn.

●(1977) PBDZ 1145. (Douarnenez) an dra-se n'eo ken ober dismegañs gant Douarnenez, tr. «ça, ce n'est que pour se moquer de Douarnenez.»

(7) Ober dismegañs ub. : faire le déshonneur de qqn.

●(1911) BUAZperrot 82. kement mil mad a en em gav a ra o henor, evel ma ra o dismeganz kement drouk a zigouez.

(8) Teurel dismegañs war ub., udb. : outrager, jeter l'opprobre sur.

●(1935) BREI 432/1a. an dismegans a deuler warnan [ar brezoneg]. ●(1936) PRBD 84. Ar pec'hed, atao ha bep tro, a daol dismeganz war an Aotrou Doue.

Ce site utilise des cookies pour son fonctionnement.En savoir plus...