f. –où
(1) Moment de repos.
●(1919) BUBR 1/19. Eun diskwizaden re verr. ●(1924) BILZbubr 39/846. E-pad eun diskuizadenn. ●(1925) BILZ 110. Echu an diskuizadenn. ●(1957) AMAH 106. Re verr e oa hon diskuizhadenn war dosenn Eliez.
(2) Ober un diskuizhadenn : prendre un moment de repos.
●(1903) MBJJ 105. deut int aman hirie d'ober eun diskwizadenn. ●(1914) LZBt Du 15. D'an distro, a remp adarre, eun diskuizaden. ●(1925) BILZ 124. evit ober eun diskuizadenn. ●(1950) LLMM 20/25. Kae ez koazez, va flac'h, d'ober un diskuizhadenn.