m./f.
(1) Délivrance, consolation.
●(1650) Nlou 352. Reiff deomp goulaou, ha diaouzan (lire : disaouzan), tr. «nous donner la lumière et la certitude.» ●tr. (DEBm 272) «délivrance, consolation.»
(2) Endroit où se trouve qqc. d'égaré.
●(1659) SCger 3b. Adresse d'vne chose perduë, tr. «disaouzan.»
(3) Kaout disaouzan a : trouver.
●(1942) FHAB Mae/Mezheven 171. Kaout dizaozont = trouver, découvrir, ex. : kavet am eus dizaozont d'it deus eur mevel : je t'ai trouvé un domestique. ●(1962) GERV 19. Ac'hano e tiskouezin deoc'h Ker-Iz evit m'ho po disaouzan anei. ●(1964) ABRO 21. gant ar soñj da gavout disaouzan eus hini pe hini eus paotred al lestr.
(4) Klask disaouzan eus : chercher à trouver.
●(1955) STBJ 136. o klask dizaouzan ac'hanon.
(5) Kaout disaouzan diwar : en savoir plus long sur.
●(1977) LLMM 181/115. Karet em bije, koulskoude, kaout disaouzan diwar e benn.
(6) Kaout, klevout disaouzan eus =
●(1908-1910) VROJ Here-Kerzu. Marteze e klevin ganto o-unan disaouzan eus o c'huzadenn. (d'après KBSA 269). ●(1939) MGGD 81. daoust hag ez eus unan bennak ac'hanoc'h hag en defe bet dizaouzan eus alc'houez aour arc'hig rouanez Bro-Indez ?
(7) Reiñ disaouzan : donner une, des informations.
●(1962) GERV 32. An disaouzan a roas deañ e spierien a startaas e Gralon e youl da zivroa. ●53. O veza goulennet kelou eus an hemolc'herien-all, ne voe den evit rei deañ disaouzan aneo. ●(1962) BREZ 63/2. hag ar vadelez ho pefe da rein disaouzan din eus eul lec'h bennak ma c'hellfemp tremen an noz-man ?
(8) Nouvelle (mauvaise).
●(1964) ABRO 115. Met pebezh disaouzan boanius din. ●162. met ur gwall-zisaouzan am boe pa ouezis o devoa ankouaet an aotrou Doue ha dilezet o c'hreañsoù.