m. –où, –ioù
I.
(1) Privation, manque, absence.
●(1847) FVR 61. en diouer a vinistred vad. ●168. ann diouer dimez anhe ne vou ket noazuz. ●(1857) GUG 50. A greis men diovér. ●(1867) FHB 146/330b. Evithan he unan ne vev nemet dre an diouer hag an dilez a bep tra. ●(1868) FHB 153/391a. Ar paour en em gontant esoc'h enn he zioueriou evit ann den pinvidig enn he fonnder. ●(1876) TDE.BF 433b. endra ma padaz arc'hant Paol, ne voe ket a ziouer.
●(1927) GERI.Ern 108. diouer, V[annetais] diovér m., tr. «Manque, privation.»
(2) Gouzañv, anduriñ dioueroù : souffrir de privations.
●(1866) FHB 53/5a. Neuze, va c'herent ker, e anduriz diouerou cris.
●(1927) GERI.Ern 108-109. gouzañv diouerou, tr. «souffrir des privations.»
(3) Kaout diouer a udb. : manquer de qqc.
●(1790) MG 160. N'hun nès diovir a nitra.
(4) Bezañ diouer eus : manquer.
●(1922) FHAB Du 333. ne oa nemed unan hag a voe diouer eus an ofisou hag ar pedennou diouz an noz...
(5) Perte (deuil).
●(1905) BOBL 14 octobre 56/3c. Ni a gas d'ar famill Lesgwern hon c'henglac'har evid an diouar kriz he deuz bet. ●(1962) TDBP II 112. O feiz ! eun diouer êz ive ! tr. «ma foi ! c'est une perte facile à supporter (il s'agit de la mort d'un homme très vieux).» ●Pa vez arru an den d'an oajou-ze e vez dioueriou êz, tr. «quand on arrive à ces âges-là, les décès sont facilement supportés (par ceux qui restent).» ●Gwall zioueriou, tr. «des pertes douloureuses (décès de parent).»
(6) Abstinence.
●(1927) GERI.Ern 108. diouer, V[annetais] diovér m., tr. «abstinence.»
II.
(1) Regret.
●(1927) GERI.Ern 108. diouer, V[annetais] diovér m., tr. «regret.»
(2) Kavout diouer da ub. : regretter qqn.
●(1925) BUAZmadeg 588. Tud Anjers gouskoude, kollet ganto ho eskop, a gavas diouer d'ezan.
(4) Bezañ diouer da ub. : regretter qqn.
●(1921) PGAZ 96. Kals diouer a ioa d'ezhan, rag eun den dreist oa gant he labour.